Eil Brezel ar Pleg-mor
(
Brezel Iran-Irak
a vez graet eus Kentan Brezel ar Pleg-Mor), graet anezhan Brezel Koweit ingal, a zo ur brezel a enebas
Irak
ouzh ur c'hengevredad 34 Stad, harpet gant
Aozadur ar Broadou Unanet
(ABU), etre 1990 ha 1991. Dieubidigezh
Koweit
a zegasas trec'h rakwelus ar c'hengevredad. Aloubadeg anezhi gant arme Irak a voe pennkaoz d'ar brezel.
E zreistbeli dre aer a implijas ar c'hengevredad evit dismantran kemplezh greanterezh-brezel Irak.
War-lerc'h e voe peurzistrujet armeou Irak gant un dagadeg-douar verr a-ziwar
Arabia Saoudat
. Kiriek e voe tennou kamaraded d'ur c'hard eus kollou armeou ar c'hengrevedad. Neoazh e voent dister e-kenver ar pezh a oa bet raktreset.
Gwanet abalamour d'ar brezel a-enep da
Iran
he deus Irak un dle a-bouez e-kenver amezeion arab dezhi zo, Koweit peurgetket. Darempredou eus ar re washan he doa gant ar vro-se abaoe he c'hrouidigezh e 1961 peogwir e stank lodenn vrasan ar
pleg-mor Pers
a zo un digoradur evit an eoul-maen irakat. Seul vui ma veze diskennet priz an eoul-maen gant produerezh uhel an eoul-maen Koweit. Tamallet e oa Koweit ivez gant
Saddam Husain
da chom hep doujan d'he feurbarzhiou, ar pezh a denne da izelaat ar priziou, ha da gemer eoul-maen en ur park war ar vevenn.
E 1961 e c'hwitas taol-arnod kentan ar
jeneral Kasim
a-drugarez da oberiadenn an arme vreizhveuriat. Abaoe eo deuet ar vro da vout ur galloud bras a-drugarez de eoul-maen. Evit Saddam Husain, he deus e vro un dle diavaez dreistmentek, eo Koweit ur moaien da adkavout levezon ha mammenn gounidou.
D'ar 25 a viz Gouere 1990 e kej Saddam Husain gant kannadour amerikan e
Bagdad
,
April Glaspie
. Hounnezh, a oar mat-tre eo kempennet un aloubadeg (≪ gwiriet hon eus ho peus tolpet bagadou war an harz ≫), a lavar dezhan ≪ ne ra an Amerikaned forzh eus dizemgleviou etre div vro arab ≫. D'an 30 a viz Gouere eo aozet un emvod a hanterouriezh : tro wenn a ra.
Tu zo merzout pevar frantad :
- Aloubadeg Koweit gant Irak adalek an 2 a viz Eost 1990 ;
- Pourchasou-brezel ar gevredidi e-kerzh diskar-amzer 1990 (oberiadenn
Desert Shield
, Skoed an Nezerzh) ;
- Ar brezel e-unan (oberiadenn
Desert Storm
, Korventenn an Nezerzh), e tri lodenn :
- prientin aerel (miziou Genver ha C'hwevrer 1991)
- argadenn ar 100 eurvezh (dibenn miz C'hwevrer 1991) (emgann war
Highway of Death
)
- moc'herezh punsou-tireoul gant ar soudarded irakat (25-27 a viz C'hwevrer 1991)
- Goude ar brezel : nevez-amzer 1991, lazhadeg ar
Gurded
hag ar
Chiited
a oa bet broudet d'en em sevel a-enep da Saddam Husain.
- Arme
Irak
- 530 000 den
- 2600 karr-arsailh T-72, T-62, T-55
- 1500 pezh-kanol
- 1700 karr houarnwisket
- 240 aerargaser
- Arme ar c'hengevredad
- 938 545 den
- Stadou-Unanet
: 315 000 den, 80 lestr-brezel, 6 douger-nijerezed, 2 lestr-ospital, listri-spluj, 1350 nijerez, 1500 binsaskell, 1000 karr-arsailh, 2000 karr houarnwisket, 1800 pezh-kanol
- Arabia Saoudat
: 118 000 den, 21 lestr-brezel, 145 nijerez, 550 karr-arsailh, 1840 karr houarnwisket, 500 pezh-kanol
- Turkia
: 100 000 den (evezerezh an harz, n'o deus ket kemeret perzh en emagannou)
- Rouantelezh-Unanet
: 43 000 den, skoazellet gant 78 nijerez, 80 binsaskell, 23 lestr-brezel, 180 karr-arsailh, 300 karr houarnwisket ha 76 pezh-kanol
-
Egipt
: 35 600 den
- Emirelezhiou Arab Unanet
(EAU) : 40 000 den, 15 lestr-brezel, 80 nijerez et 200 karr houarnwisket
- Oman
: 25 500 den, mui 4 lestr-brezel, 63 nijerez et 50 karr-arsailh
-
Siria
: 20 800 den, 300 karr houarnwisket
-
Frans
: 19 000 den, 15 lestr, 60 nijerez, 120 binsaskell, 40 karr-arsailh , 100 karr-arsailh skanv, 600 karr houarnwisket, 18 pezh-kanol (oberiadenn Daguet)
-
Koweit
: 22 000 den, 15 nijerez et 34 binsaskell
- Pakistan
: 10 000 den
- Bahrein
: 7 400 den
- Bangladesh
: 6 000 den
- Kanada
: 2700
-
Italia
: 1 950 den, 5 lestr, 22 nijerez
-
Maroko
: 1 200 den (mui 5 000 e Abu Dhabi)
- Nigeria
: 1 500 den
- Arc'hantina
: 900 den, 2 lestr
- Aostralia
: 600 den, 3 lestr
- Spagn
: 500 den, 7 lestr
-
Senegal
: 495 den (92 anezho e krach ur C-130 an arme saoudat)
- Belgia
: 400 den, 5 lestr, 12 nijerez ha pourveziou-brezel evit ar gevredidi (N'he deus ket kemeret perzh en oberadennou en Irak, 12 F-16 evit difenn Turkia)
-
Izelvroiou
: 400 den, 3 lestr
-
Gres
: 200 den, 1 lestr
- Sierra Leone
: 200 den
-
Honduras
: 150 den
- Danmark
: 1 lestr
- Norvegia
: 1 lestr
- Portugal
: 1 lestr
-
Polonia
: 1 ospital an armeou, 130 den ennan, 2 lestr-ospital
- Roumania
: 1 ospital an armeou, 360 den ennan, 1 c'hreizenn digontammin kimiek gant 160 den
- Sveden
: 1 ospital an armeou, 525 den ennan
-
Tchekoslovakia
: 1 c'hreizenn stourm enepkimiek gant de 300 den, ha gwardet gant 37 soudard
- Singapour
: 35 mezeg-brezel
- 100 000 den marv hervez ar c'hengevredad, 20 000 den marv ha 60 000 den gloazet hervez Irak, etre 3000 ha 5000 den marv hag etre 8000 et 15000 den gloazet hervez mailhed zo. 86 000 prizonad-brezel (2500 anezho gloazet).
- 139 nijerez (mui 114 repuet en Iran), 8 binsaskell, 74 bag, 2 089 karr-arsailh, 856 karr-treuzdougen, 2 140 pezh-kanol.
En holl, 240 den marv ha 776 den gloazet e-kerz an emgannou. D'ar re-se eo ret ouzhpennan 138 soudard lazhet ha 2978 gloazet e gwallzarvoudou zo. Mod-all, 41 soudard a zo bet tapet gant an Irakiz.
- Stadou-Unanet : 148 den marv, 458 dne gloazet, 60 nijerez, 15 binsaskell, 18 karr-arsailh M1 Abrams, 20 VCI M2/M3 Bradley (17 anezho distrujet gant tennou-kamarad), pezhiou-kanol ha daou lestr (USS Tripoli hag USS Princeton) bet distrujet gant minou.
- Rouantelezh-Unanet : 6 den-marv, 6 den gloazet, 7 nijerez.
- Arabia Saoudat : 18 den marv, 20 den gloazet, 2 nijerez.
- Arabed all : 13 den marv, 43 den gloazet.
- Frans : 3 den marv, 27 den gloazet, 2 nijerez
- Italia : 1 nijerez
- Senegal : 8 den gloazet
- Irak : sifr ofisiel ebet. Eus 50 000 da 130 000 den marv, 30 000 anezho e-kerz emsavadeg 1991 war-lerc'h an harz-tennadeg.
- Koweit : 1082 zen marv e-kerz ar brezel, 625 den diank, 400 den lazhet gant ar minou e 1991, miliadou a dud c'hloazet.
- Jordania
: 14 den marv, 26 den gloazet (blenierien kirri-samm war hent Amman-Bagdad)
- Israel
: 2 zen marv ha 304 den gloazet gant fuc'hellou scud irakat
- Arabia Saoudat : 2 zen marv, 76 den gloazet
N'eus ket bet c'hoazh studiou a-zivout implij uraniom paouraet hag e efedou war ar soudarded hag ar boblans.
Divent eo bet koust armerzhel, dispignou-brezel hag efedou ekologel ar brezel-se, a zo bet berr-tre koulskoude.