한국   대만   중국   일본 
Brezel ar Pleg-mor - Wikipedia

Brezel ar Pleg-mor

Eil Brezel ar Pleg-mor ( Brezel Iran-Irak a vez graet eus Kentan Brezel ar Pleg-Mor), graet anezhan Brezel Koweit ingal, a zo ur brezel a enebas Irak ouzh ur c'hengevredad 34 Stad, harpet gant Aozadur ar Broadou Unanet (ABU), etre 1990 ha 1991. Dieubidigezh Koweit a zegasas trec'h rakwelus ar c'hengevredad. Aloubadeg anezhi gant arme Irak a voe pennkaoz d'ar brezel.

Oberiadenn "Korventenn an Dezerzh".

E zreistbeli dre aer a implijas ar c'hengevredad evit dismantran kemplezh greanterezh-brezel Irak. War-lerc'h e voe peurzistrujet armeou Irak gant un dagadeg-douar verr a-ziwar Arabia Saoudat . Kiriek e voe tennou kamaraded d'ur c'hard eus kollou armeou ar c'hengrevedad. Neoazh e voent dister e-kenver ar pezh a oa bet raktreset.

Abegou ar stourm

kemman

Gwanet abalamour d'ar brezel a-enep da Iran he deus Irak un dle a-bouez e-kenver amezeion arab dezhi zo, Koweit peurgetket. Darempredou eus ar re washan he doa gant ar vro-se abaoe he c'hrouidigezh e 1961 peogwir e stank lodenn vrasan ar pleg-mor Pers a zo un digoradur evit an eoul-maen irakat. Seul vui ma veze diskennet priz an eoul-maen gant produerezh uhel an eoul-maen Koweit. Tamallet e oa Koweit ivez gant Saddam Husain da chom hep doujan d'he feurbarzhiou, ar pezh a denne da izelaat ar priziou, ha da gemer eoul-maen en ur park war ar vevenn.

E 1961 e c'hwitas taol-arnod kentan ar jeneral Kasim a-drugarez da oberiadenn an arme vreizhveuriat. Abaoe eo deuet ar vro da vout ur galloud bras a-drugarez de eoul-maen. Evit Saddam Husain, he deus e vro un dle diavaez dreistmentek, eo Koweit ur moaien da adkavout levezon ha mammenn gounidou.

D'ar 25 a viz Gouere 1990 e kej Saddam Husain gant kannadour amerikan e Bagdad , April Glaspie . Hounnezh, a oar mat-tre eo kempennet un aloubadeg (≪?gwiriet hon eus ho peus tolpet bagadou war an harz?≫), a lavar dezhan ≪?ne ra an Amerikaned forzh eus dizemgleviou etre div vro arab?≫. D'an 30 a viz Gouere eo aozet un emvod a hanterouriezh?: tro wenn a ra.

Dibunadur

kemman
 
Soudarded vreizhveuriat, d'ar 6 a viz C'hwevrer 1991
 
4 aerargaser F-111 e-kerz ergerzh-brezel dre aer 1991.
 
Armeou Ejipt, Siria, Oman, Koweit ha Frans d'an 8 a viz Meurzh 1991 goude an trec'h.
 
Skeudenn dismantr an arme irakat a-hed an " Highway of Death " (gourhent ar marv).

Tu zo merzout pevar frantad?:

  • Aloubadeg Koweit gant Irak adalek an 2 a viz Eost 1990?;
  • Pourchasou-brezel ar gevredidi e-kerzh diskar-amzer 1990 (oberiadenn Desert Shield , Skoed an Nezerzh)?;
  • Ar brezel e-unan (oberiadenn Desert Storm , Korventenn an Nezerzh), e tri lodenn?:
    • prientin aerel (miziou Genver ha C'hwevrer 1991)
    • argadenn ar 100 eurvezh (dibenn miz C'hwevrer 1991) (emgann war Highway of Death )
    • moc'herezh punsou-tireoul gant ar soudarded irakat (25-27 a viz C'hwevrer 1991)
  • Goude ar brezel?: nevez-amzer 1991, lazhadeg ar Gurded hag ar Chiited a oa bet broudet d'en em sevel a-enep da Saddam Husain.

Niver a vrezelekaerien

kemman
Arme   Irak
530?000 den
  • 2600 karr-arsailh T-72, T-62, T-55
  • 1500 pezh-kanol
  • 1700 karr houarnwisket
  • 240 aerargaser
Arme ar c'hengevredad
938?545 den

Efedou

kemman

Kollou

kemman
 
Prizonidi-vrezel irakat e dibenn ar brezel.
 
Nijereziou ar c'hengevredad o nijal a-us punsou-tireoul war-lerc'h "Korventenn an Dezerzh"

kollou-brezel Irak

kemman
  • 100 000 den marv hervez ar c'hengevredad, 20 000 den marv ha 60 000 den gloazet hervez Irak, etre 3000 ha 5000 den marv hag etre 8000 et 15000 den gloazet hervez mailhed zo. 86 000 prizonad-brezel (2500 anezho gloazet).
  • 139 nijerez (mui 114 repuet en Iran), 8 binsaskell, 74 bag, 2?089 karr-arsailh, 856 karr-treuzdougen, 2?140 pezh-kanol.

Kollou-brezel ar gevredidi

kemman

En holl, 240 den marv ha 776 den gloazet e-kerz an emgannou. D'ar re-se eo ret ouzhpennan 138 soudard lazhet ha 2978 gloazet e gwallzarvoudou zo. Mod-all, 41 soudard a zo bet tapet gant an Irakiz.

  • Stadou-Unanet?: 148 den marv, 458 dne gloazet, 60 nijerez, 15 binsaskell, 18 karr-arsailh M1 Abrams, 20 VCI M2/M3 Bradley (17 anezho distrujet gant tennou-kamarad), pezhiou-kanol ha daou lestr (USS Tripoli hag USS Princeton) bet distrujet gant minou.
  • Rouantelezh-Unanet?: 6 den-marv, 6 den gloazet, 7 nijerez.
  • Arabia Saoudat?: 18 den marv, 20 den gloazet, 2 nijerez.
  • Arabed all?: 13 den marv, 43 den gloazet.
  • Frans?: 3 den marv, 27 den gloazet, 2 nijerez
  • Italia?: 1 nijerez
  • Senegal?: 8 den gloazet

Kollou nannsoudard

kemman
  • Irak?: sifr ofisiel ebet. Eus 50 000 da 130 000 den marv, 30 000 anezho e-kerz emsavadeg 1991 war-lerc'h an harz-tennadeg.
  • Koweit?: 1082 zen marv e-kerz ar brezel, 625 den diank, 400 den lazhet gant ar minou e 1991, miliadou a dud c'hloazet.
  • Jordania ?: 14 den marv, 26 den gloazet (blenierien kirri-samm war hent Amman-Bagdad)
  • Israel ?: 2 zen marv ha 304 den gloazet gant fuc'hellou scud irakat
  • Arabia Saoudat?: 2 zen marv, 76 den gloazet

N'eus ket bet c'hoazh studiou a-zivout implij uraniom paouraet hag e efedou war ar soudarded hag ar boblans.

Koust ar brezel

kemman

Divent eo bet koust armerzhel, dispignou-brezel hag efedou ekologel ar brezel-se, a zo bet berr-tre koulskoude.