Natur

Eus Wikipedia

E deun ar meurvoriou

Lamm-dour Shaki, Armenia

Ar menez-tan Galunggung, Jawa

Bachalpsee, Suis

An natur eo hollad an traou zo en hollved ha n'int ket bet krouet pe ijinet gant mab-den . Traou evel an amzer a ra, ar boudou bev, an douar hag ar stummou anezhan (meneziou...), korfou an oabl, ha kalz a draou all c'hoazh a zo lodek en natur. Kement tra fizikel a zo natur, hag ar vuhez ivez. Ar skiantourien a bled gant studi an natur. Graet e vez "skiantou an natur" eus ar studi-se, ha meur a seurt a zo, da skouer e studi an ekologiezh ar plant hag al loened evel un hollad, tra ma studi ar vevoniezh al loened pe ar plant drezo o-unan, hini-ha-hini.

Mab-den a-enep an natur? [ kemman | kemman ar vammenn ]

Lavaret e vez alies eo enebet mab-den ouzh an natur. A-wechou ne wel an dud an natur nemet peadra da rein danveziou naturel da gorvoin. Da skouer, dour, glaou, loened pe plant da zebrin, mein da sevel tiez. Gwir eo e vez distrujet an natur evit oberou mab-den, da skouer e vez diskaret gwez evit implijout ar prenn, louzet dour evit naetaat traou, ha disleberet dre-se an natur. Bep ma kresk niver an dud, bep ma korvoont ouzhpenn, e vez gwashaet pouez oberou mab-den war an natur.


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .