Genver

Eus Wikipedia
Genver  · C'hwevrer  · Meurzh  · Ebrel  · Mae  · Mezheven  · Gouere  · Eost  · Gwengolo  · Here  · Du  · Kerzu
Genver
1 an 2 3 4 5 6 7
8 9 10 11 12 13 14
15 16 17 18 19 20 21
22 23 24 25 26 27 28
29 30 31        


Genver e Les Tres Riches Heures du duc de Berry , 1486
Genver ? Leandro Bassano , c. 1595 - 1600

Miz kentan ar bloaz en deiziadur gregorian eo miz Genver , skrivet Genveur a-wechou.

Deiziou ar miz [ kemman | kemman ar vammenn ]

Krennlavarou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • ≪ Deiz gouel sant Adrien / E trec'h al laou war ar c'hwen ≫ [1]
  • ≪ Genver a garg ar foz, C'hwevrer e zalc'h kloz ≫ [2]
  • ≪ Genverig a lavar / Ez eus vi gant ar yar ≫
  • ≪ Gwell eo gwelet ki en kounnar / Evit heol e miz Genvar ≫
  • ≪ Hanter Genver un eur a hed / Da c'houel Chandelour div abred ≫
  • ≪ Hanter Genver div eur deiz, / D'ar Chantelour teir ne vez. ≫ [3]  ; "ar Chantelour" : Gouel Maria ar Goulou  : d'an 2 a viz C'hwevrer en Iliz katolik roman.
  • ≪ Miz Genver / Kalet pe dener ≫
  • ≪ Miz Genver e hal ar saout hag e tozv ar yer ≫
  • ≪ Miz Genver e tozv an enez hag e hal an danvadez ≫
  • ≪ Miz Genver, hiziv evel kent / A ziskouez eo hir e zent ≫ [4]
  • ≪ Ne vo ket leun ar solier / Mar bez heol tomm da viz Genver ≫
  • ≪ Pa vez tremenet dent Genver / E vez diskouloc'h an amzer ≫ [5]
  • ≪ Pa vez kurun e miz Genver / E vez kurun bep miz. ≫

Anv-tud [ kemman | kemman ar vammenn ]

Un anv-badez hag un anv-tiegezh eo Genver ivez.

Tud miz Genver [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pennadou kar [ kemman | kemman ar vammenn ]

?

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Genver er
wikeriadur , ar geriadur frank.

Notennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Adrian : 09/01.
  2. Kloz  : skornet an dour.
  3. Jules Gros , Le Tresor du Breton parle, levrenn 3 , Librairie Bretonne Giraudon, Barr-Heol , 1974 , p. 321.
  4. E zent  : an nadoziou skorn a vez ouzh lezou an toennou.
  5. Diskouloc'h : klouaroc'h.