Wikeriadur

Eus Wikipedia
Logo ar Wikeriadur

Wikeriadur a reer eus ur raktres-stroll a venn sevel ur geriadur liesyezh frank a wiriou gant termenaduriou, gerdarzhiou ha distagaduriou e kement yezh ha ma vo tu. Tu geriadurel an holloueziadur Wikipedia eo ar Wikeriadur.

Da gompren ar c'hemm a zo etre ar geriaduriou hag an holloueziaduriou e c'haller lavaret e tispleg ar geriaduriou ar geriou tra ma tispleg an holloueziaduriou an traou.

An anv [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ur ger-malizenn eo "wikeriadur", savet diwar wiki- ("a-stroll") ha geriadur .

Dizemglev zo diwar-benn an anv :

  • ar stumm Gwikeriadur zo bet implijet war bajenn degemer ar Wikeriadur etre miz Du 2006 ha miz Genver 2007 ;
  • un nebeud kinnigou all zo bet graet [1] .

Framm [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pal ar Wikeriadur eo bezan liesyezhek da vat : e meur a yezh eman ar penngeriou hag an termenaduriou.

Ar Wikeriadur eo anv rann ar raktres ma kaver ennan termenaduriou e brezhoneg eus geriou a zeu eus kalz yezhou all, hag ivez, evel-just, eus ar brezhoneg e-unan. Er Wiktionary e vo kavet an termenaduriou saoznek hag er Wikizionario an termenaduriou italianek . Ar mennozh-diazez eo e c'hallfed kavout un deiz bennak termenaduriou e wolofeg eus geriou en inuktitut .

Embannet eo danvez ar Wikeriadur hervez ar GNU Free Documentation License [2] , ar pezh a dalvez n'eo ket perc'hennet an danvez anezhan hag e chomo evel-se da viken.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Daniel Alston, "Fonzy" e anv implijer, eo unan eus diazezerien bennan ha luskerien gentan ar raktres. Digoret e voe ar raktres kentan, e saozneg, d'ar Yaou 12 Kerzu 2002 da 6:40 UTC [3] .

Etre miz Gwengolo ha dibenn 2005 e voe skrivet ar frazennou brezhonek kentan war ar bajenn degemer gant implijerien dizanv deuet eus ar Wikipedia brezhonek, ha d'an 8 a viz C'hwevrer 2006 e voe krouet ar patromou kentan gant an implijer MP , a voe ar wikipedour kentan o krouin ur gont war ar Wikeriadur.
En deiz-se end-eeun e voe krouet ar pennad kentan gant MP diwar-benn ar ger kembraek afal , hag a zo "aval" e brezhoneg. Moredet e chomas ar raktres goude-se, pa oa ar wikipedourien o voueta a-zevri ar Wikipedia brezhonek. A-benn ar fin e voe lanset ar Wikeriadur da vat e miz Du 2006 gant an implijer Erwan~brwiktionary , a savas ar bajenn degemer, hag un implijer dizanv all. Goude dilezet an dachenn ec'h eo an Yun a ziazezas an darn vrasan eus ar patromou yezhadurel hag ar pajennou skoazell a oa da dalvezout da sichenn evit ar raktres da loc'han da vat e 2007  ; e 2008 en em dennas Yun, met derc'hel a ra un nebeud tud da vagan ar geriadur.

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Wikeriadur er
wikeriadur , ar geriadur frank.