Moskov

Eus Wikipedia

Moskov
capital of Russia , federal city of Russia , ker vras , megacity , ker vrasan , ker-benn , ker pe keriadenn
Rann eus Central Federal District   Kemmañ
Deiziad krouin talvoud dianav   Kemmañ
Implij official residence   Kemmañ
Anv ofisiel Москва   Kemmañ
Anv er yezh a orin Москва   Kemmañ
Moranv Третий Рим , ?ченче Рим , Third Rome   Kemmañ
Anvet diwar Moskva   Kemmañ
Anv annezidi москвичи   Kemmañ
Diazezer Yuri Dolgorukiy   Kemmañ
Yezh ofisiel rusianeg   Kemmañ
Kan broadel Moya Moskva   Kemmañ
Kevandir Europa   Kemmañ
Stad Rusia   Kemmañ
Ker-benn eus Rusia , Oblast Moskov , Central Federal District   Kemmañ
E tiriad Rusia   Kemmañ
Gwerzhid-eur Moscow Time , UTC+03:00 , Europe/Moscow   Kemmañ
War ribl Moskva , Yauza , Vodootvodny Canal , Skhodnya Derivation Canal , Moscow Canal   Kemmañ
Lec'hiadur East European Plain   Kemmañ
Daveennou douaroniel 55°45′21″N 37°37′4″E   Kemmañ
Kenurzhiennou al lec'h pellan en norzh 56°1′0″N 37°11′0″E   Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant Prime Minister of Moscow   Kemmañ
Party chief representative Yury Anatolyevich Prokofiev , Lev Zaykov , Boris Yeltsin   Kemmañ
Penn an aotrouniezh Sergey Sobyanin   Kemmañ
Korf melestradurel Mayor of Moscow , Government of Moscow   Kemmañ
Aotrouniezh Government of Moscow   Kemmañ
Korf lezennin Moscow City Duma   Kemmañ
Highest judicial authority Constitutional (charter) court of a subject of the Russian Federation   Kemmañ
Ezel eus World Tourism Cities Federation   Kemmañ
A zo stok ouzh Oblast Moskov , Oblast Kalouga   Kemmañ
Yezh implijet rusianeg , Russian Sign Language   Kemmañ
Priziou resevet Hero City of the Soviet Union , European City of the Trees   Kemmañ
Kod-post 101001?135999   Kemmañ
Lec'hienn ofisiel https://www.mos.ru/   Kemmañ
Streaming media URL https://balticlivecam.com/cameras/russia/moscow/moscow-city-center/ , https://balticlivecam.com/cameras/russia/moscow/glory-square/ , https://balticlivecam.com/cameras/russia/moscow/moscow-panoramic-view/   Kemmañ
External data available at URL https://data.mos.ru/   Kemmañ
Hashtag Moscow   Kemmañ
Testenn ar pennreolennou Charter of the city of Moscow   Kemmañ
Banniel (deskrivadur) flag of Moscow   Kemmañ
Ardameziou coat of arms of Moscow   Kemmañ
Douaroniezh an danvez geography of Moscow   Kemmañ
Istor history of Moscow   Kemmañ
Koppen climate classification temperate continental climate , continental climate   Kemmañ
Roll monumantou list of cultural heritage monuments in Moscow   Kemmañ
Sant paeron Jord a Lydda   Kemmañ
Rummad tost Category:Moscow-related lists   Kemmañ
Open data portal Open Data Moscow city   Kemmañ
Ekonomiezh an danvez economy of Moscow   Kemmañ
Time of earliest written record 4 Ebr 1147   Kemmañ
Entry in abbreviations table М.   Kemmañ
Kod pellgomz an takad 495 , 499   Kemmañ
Kod IATA MOW   Kemmañ
Category for honorary citizens of entity Category:Honorary citizens of Moscow   Kemmañ
Category for the view of the item Category:Views of Moscow   Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennou Category:Maps of Moscow   Kemmañ
Map
Kan ar ger : Moya Moskva "Ma Moskov"

Banniel Skoed
Maer Sergey Sobyanin
Rannvro armerzhel Kreiz
Bann kevredel Kreiz
Soubiekt Moskva
Gorread 2 061,5 km²
Poblans 13 010 112 a dud ( 2021 )
Stankter 6 311 den/km²

Moskov , Москва Moskva e rusianeg ( [m??skva] selaou ), eo ker-benn Kevread Rusia . E lodenn europat Rusia eman, war ribl ar ster Moskva . Brasan ker ar Stad eo gant 13 010 112 a dud hervez an niveradeg graet e 2021 (21 534 777 a dud en tolead ker).

Ur roll hep he far he deus c'hoariet Moskov en Istor Rusia . Bez' eo bet ker-benn Prinselezh Veur Moskov ha hini Impalaeriezh Rusia betek an tsar Per I an a lakaas Sankt-Peterbourg da vezan ar ger-benn nevez. Ker-benn e voe Moskov a-nevez e 1918 er Republik sokialour soviedel yaouank ha goude en Unaniezh ar Republikou Sokialour ha Soviedel .

Statud ur ger gevreadel zo ganti. En Oblast Moskov eman daoust da vezan dizalc'h dioutan war an dachenn velestradurel. Enni eman staliet ar galloud politikel, ekonomikel ha skolveuriek. Meur a savadur brudet a ziskouez kement-se, lod anezho war roll lec'hiadou glad bedel UNESCO  : palez ar C'hremlin m'eman prezidant Rusia , Iliz-Veur Sant-Bazil , al Leurger Ruz , Iliz-Veur Krist ar Salver ha skraberiou-oabl Stalin . Div gambr Parlamant Rusia zo ivez : an Douma ha Kuzul ar C'hevread . Manati Danilov eo sez Iliz Ortodoks Rusia .

Lec'hanvadurezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Москва eo anv ar ster Moskva  ; e rusianeg kozh e talveze гра?д Моско?в Hrad Moskov kement hag "ar ger war ribl ar ster Moskva". Meneget e voe Moskov evit ar wech kentan e 1147 gant Youri Dolgoroukiy en e lizher da brins Novgorod-Severski, ouzh e c'hervel "da zont d'am gwelout, ma breur, e Moskov"; ≪ москвич ≫ Maskvitch a vez graet eus hec'h annezidi e rusianeg.

E brezhoneg

Moskov eo e stumm ofisiel [1] , daoust da lod tud ober gant Moskou diwar skouer ar galleg Moscou  ; Jarl Priel a reas gant Moskov en e oberenn Va Buhez e Rusia e 1955 .

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 1156 e c'hourc'hemennas ar prins Youri Dolgoroukiy a Rostov sevel ur voger goad, ar C'hremlin, hag a voe ret adsevel meur a wech evit gwarezin ar ger a oa war eskorin [2] . Goude bezan bet dizalbadet ha peurzevet ker ha bet lazhet he annezidi gant ar Vongoled e 1237 ? 38 e voe adsavet Moskov, a zeuas da vezan ker-benn prinselezh Vladimir-Souzdal e 1327 [3] . En argrec'h d'ar ster Volga eman ker, ar pezh a gendaolas d'he c'hresk ingal. Dont a reas da vezan Dugelezh Veur Moskov , ur brinselezh vleunius a sachas kalz tud eus Rusia a-bezh.

Gant Ivan I an Kalita e kemeras Moskov lec'h Tver evel kreizenn bolitikel Vladimir-Souzdal ha dastumer tailhou evit an Impalaeriezh Vongol. P'edo o paean un truaj bras d'ar c'han e c'hounaas Ivan ur goulezad bras : ne oa ket rannet Moskov etre e vibien hogen lezet d'an hini henan, er c'hontrol d'ar prinselezhiou all. Kreskin a eure an enebiezh ouzh ar vestroni estren. E 1380 e voe ar prins Dimitri Donskoi a Voskov e penn ul lu rusian unanet ha trec'h e voe war Tatared ar Vostad Aour en Emgann Koulikovo . Ne voe ket krennus en emgann avat, ha daou vloaz goude e voe preizhet Moskov gant ar c'han Tokhtamysh . E 1480 e teuas a-benn an tsar Ivan III da zieubin ar Rusianed eus reoladur an Datared. Dont a reas Moskov da vezan kreiz ar galloud e Rusia [4] .

E 1571 e voe preizhet Moskov adarre, gant Khanat Krimea ar wech-se. Devet e voe pep tra estreget ar C'hremlin [5] .

Douaroniezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Hin [ kemman | kemman ar vammenn ]

Un hin gevandirel c'hleb eo hini Moskov. Tomm ha gleb e vez en hanv, yen ha hir e vez ar goanvezhiou. Gallout a ra ar gwrezverk sevel ha diskenn eus 15°C da 30°C en hanv hag eus -25°C da zreist 0°C er goanv. E-pad an amzer c'hor en hanv 2010 e oa bet tizhet ar rekord a 39°C d'an 29 a viz Gouere e kreiz-ker hag en aerborzh Domodedovo. Ar rekord a yenijenn a oa bet tizhet e miz Genver 1940 gant -42.2°C. Erc'h a vez e-pad etre tri ha pemp mizvezh bep bloaz ; kregin a ra da ober e miz Du, ha teuzin a ra e miz Ebrel. E dibenn miz Genver/miz C'hwevrer e vez ar mareadou yenan ; miz Gouere eo ar miz tomman.

An hin e Moskov, 1991 - 2020 ? Rekordou : 1879 -2020
G C'h M E M M G E G H D K Bloaz
Rekord uhel (°C) 8,6 8,3 19,7 28,9 33,2 34,8 38,2 37,3 32,3 24 16,2 9,6 38,2
Keitad uhel pemdeziek (°C) -3,9 -3 3 11,7 19 22,4 24,7 22,7 16,4 8,9 1,6 -2,3 10,1
Keitad pemdeziek (°C) -6,2 -5,9 -0,7 6,9 13,6 17,3 19,7 17,6 11,9 5,8 -0,5 -4,4 6,3
Keitad izel pemdeziek (°C) -8,7 -8,8 -4,2 2,3 8,1 12,2 14,8 13 8 3 -2,4 -6,5 2,6
Rekord izel (°C) -42,1 -38,2 -32,4 -21 -7,5 -2,3 1,3 -1,2 -8,5 -20,3 -32,8 -38,8 -42,1
Glaveier keitat (mm) 53 44 39 37 61 78 84 78 66 70 52 51 713
Gwiskad erc'h uhelan (cm) 24 35 29 2 0 0 0 0 0 0 4 12 35
Deveziou glav (keitad) 8 6 9 15 16 16 15 16 16 17 13 8 155
Devezhiou erc'h (keitad) 25 23 15 6 1 0 0 0 0,3 5 17 24 116
Glebor keitat (%) 85 81 74 68 67 72 74 78 82 83 86 86 78
Eurvezhiou heoliek (keitad miziek) 33 72 128 170 265 279 271 238 147 78 32 18 1 731

Poblans [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • 13 010 112 a dud a oa o vevn e Moskov hervez an niveradeg e 2021.
Strolladou kenelel (2021)
Kenelelezh Poblans % % diskleriet
Rusianed 9 074 375 69,7 90,2
Tatared 84 373 0,6 0,8
Armeniz 68 018 0,5 0,7
Ukrainiz 58 788 0,5 0,6
Azerbaidjaniz 37 259 0,3 0,4
Ouzbeked 29 526 0,2 0,3
Yuzevien 28 014 0,2 0,3
Jorjianed 26 222 0,2 0,3
Tadjiked 22 783 0,2 0,2
Belarusiz 17 632 0,1 0,2
Kirgized 16 858 0,1 0,2
All 595 543 4,6 5,9
Kenelezh

diskleriet ebet

595 543 4,6 5,9
Hollad 13 010 112 100 100

(10 059 391)

Relijion [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar relijion ortodoks eo an hini bennan e Moskov. Relijionou all a vez disklerier gant Moskoviz : an islam , ar rodnoveri , ar brotestantiezh , ar gatoligiezh , kredenn gozh an Ikiz Ortodoks, ar voudaegezh hag ar yuzevegezh .

Ker-benn Iliz Ortodoks Rusia eo Moskov, gant patriark Moskov er penn anezhi, a zo o chom e manati Danilov.

Sevenadur hag arzou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Brudet eo C'hoariva Bolchoi dre ar bed evit e arvestou barrez . Ret eo menegin ivez Choariva Malyi, hini Vakhtangov ha C'hoariva Arz Moskov. Sirkou zo ivez, ha kalz saliou sinema . E-touez ar mirdiou brudetan eman Palier Tretiakov , Mirdi Arzou-kaer Pouchkin ha Mirdi Istor ar Stad .

Treuzdougen [ kemman | kemman ar vammenn ]

Metro Moskov

Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

Pemp aerborzh etrebroadel zo e Moskov : Sheremetyevo (SVO), Domodedovo (DME), Vnukovo (VKO), Zhukovsky (ZIA) hag Ostafyevo (OSF)) ; un aerborzh broadel nemetken zo : Bykovo (BKA), na gas nemet da Voskov ha da Rusia.

Nav forzh-houarn bras (возкал vokzal e rusianeg) zo e Moskov :

Drezo e c'haller mont da galz korniou en Europa hag en Azia , da skouer gant an Treuzsiberian holl-vrudet. An holl diez-gar-se zo tost da greiz-ker ha kenereet gant linenn 5 ar metro , kelc'hiek he stumm. Ar bannlev (пригород prigorod ) ha keriou tost zo kenereet gant an tren tredan anvet электричка elektrichka . Tiez-gar bihanoc'h zo ivez.

Daou dremenva zo e Moskov war ribl ar steriou Moskva hag Oka , evit an dudi dreist-holl. Ur ganol a gas d'ar ster Volga.

E 1935 e voe digoret e linenn gentan Metro Moskov (Московского Метрополитена Moskovskogo Metropolitena ). Breman ez eo ur rouedad a 188 arsavlec'h. Unan eus donan ha brasan metroiou ar bed eo, implijet gant tro-dro da 10 milion a dud bemdez. Anavezet e vez evel unan eus aroueziou ker abalamour d'e ginklerezh pinvidik ha liesseurt.

Ur rouedad stank busou, trollebusou ha trammgirri zo ivez, ouzhpenn d'un tren unroudenn zoken. Marc'hou-houarn emservij anvet Velobike a zo kinniget da Voskoviz abaoe 2013 .

Ouzhpenn 2.6 milion a girri a vez e ker bemdez. Mell stankadegou a gaver er bloavezhiou diwezhan. Ur bern taksiou a zo ivez. Chenchet en deus kalz ar servij-man er bloavezhiou diwezhan abalamour d'an arloadou implijet gant an dud war o hezoug : Yandex Taxi, Uber...

Tud brudet ganet e Moskov [ kemman | kemman ar vammenn ]

.

Darempredou etrebroadel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gevellerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Afrika

Amerika

Azia

Europa

Emgleviou a vignoniezh ha kenlabour [ kemman | kemman ar vammenn ]

Emgleviou torr [ kemman | kemman ar vammenn ]

Eizh ker o deus torret o liammou gant Moskov a-c'houde aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022 .

Notennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Geriadur brezhoneg An Here , 2001, p. 1432 ( ISBN 978-2-86843-236-0 )
  2. (en) Russia Engages the World: The Building of the Kremlin, 1156?1516 . The New York Public Library. Kavet : 03/01/2024 .
  3. (en) Along the Moscow Golden Ring . Moskov, Kreizenn-gelaouin an douristed. Kavet : 03/01/2024 .
  4. (en) Vogel, Michael. The Mongol Connection: Mongol Influences on the Development of Moscow . Indiana University South Bend. Kavet : 03/01/2024 .
  5. (en) John F. Richards, John F. : The Unending Frontier: An Environmental History of the Early Modern World] . University of California Press, 2006, p. 260 ( ISBN 0-520-24678-0 )