Tehran

Eus Wikipedia
Tehran e-harz ar meneziou Elbourz, gwelet eus ur c'harr-nij.

Tehran (????? Tehr?n e perseg , distaget [t?eh???ːn] ) eo ker-benn Iran .

E miz Eost 2010 e oa annezet gant 8 429 807 a dud [1] , ar pezh a dalvez ez eo Tehran ker vrasan Iran hag an 19vet ker vrasan er bed, a-fet poblans [2] .

Tehran eo kreizenn greanterezh Iran, e meur a dachenn : kirri-tan, tredan, armou, gwiadou, kimiezh... Unan eus kreizennou bras Iran eo ivez evit ar gwerzhan arrebeuri ha pallennou. En XX vet kantved ez eus tud e-leizh a dud eus maeziou Iran da Dehran da chom. Abalamour da se e kaver enni mesk-ha-mesk meur a bobl, a yezh, a sevenadur, a relijion ivez (kristenien eus Armenia, Yuzevien...). Ouzhpenn ar savaduriou kozh, ar moskeennou , an ilizou , ar sinagogennou hag an templou zoroastrat , e weler ivez e Tehran savaduriou arnevez, evel an Tour Azadi hag an Tour Milad zo deuet da vezan aroueziou eus Tehran. Unan eus keriou marc'hadmatan ar bed eo Tehran, a-fet koust ar vuhez [3] , [4] .

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. World's largest cities and towns and statistics of their population
  2. World Urbanization Prospects: The 2009 Revision Population Database, Esa.un.org, 25-09-2010
  3. "Tehran remains least expensive city in the world among 124 surveyed cities", Payvand.com, 25-09-2010
  4. "Top 10 Cheapest Cities In The World", Housingnepal.com, 28-02-2009 & 25-09-2010 .