Beijing

Eus Wikipedia
Beijing
ker-benn , ker , direct-administered municipality , national central city , global city , megacity , former capital , Metropolenn , ker vras
Anv ofisiel 北京市   Kemmañ
Anv er yezh a orin 北京市   Kemmañ
Anvet diwar ker-benn , norzh   Kemmañ
Yezh ofisiel yezhou sinaek   Kemmañ
Kevandir Azia   Kemmañ
Stad Republik Pobl Sina   Kemmañ
Ker-benn eus Republik Pobl Sina   Kemmañ
Ker-benn Tongzhou District   Kemmañ
E tiriad Republik Pobl Sina   Kemmañ
Gwerzhid-eur UTC+08:00   Kemmañ
War ribl Yongding River , Qing River   Kemmañ
Lec'hiadur North China   Kemmañ
Enclave within Hebei   Kemmañ
Daveennou douaroniel 39°54′15″N 116°24′27″E   Kemmañ
Poent uhelan Mount Dongling   Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant mayor of Beijing   Kemmañ
Party chief representative Cai Qi , Yin Li   Kemmañ
Penn an aotrouniezh Yin Yong   Kemmañ
Korf melestradurel People's Government of Beijing Municipality   Kemmañ
Korf lezennin Beijing Municipal People's Congress   Kemmañ
Ezel eus Creative Cities Network , World Tourism Cities Federation   Kemmañ
Perc'henn war Beijing Infrastructure Investment Co., Ltd.   Kemmañ
Erlec'hian a ra Khanbaliq , Peiping   Kemmañ
Yezh implijet djineg , manchoueg   Kemmañ
Darvoud-alc'hwez Battle of Zhongdu , Siege of the International Legations , Manifestadegou ar blasenn Tiananmen e 1989 , C'hoariou Olimpek hanv 2008 , C'hoariou Olimpek goanv 2022   Kemmañ
Kod-post 100000   Kemmañ
Deskrivet en URL https://baike.sogou.com/v4412.htm   Kemmañ
Hashtag 北京 , Beijing , Pekin , Hanbalık   Kemmañ
Arouez ofisiel Styphnolobium japonicum , Platycladus , Rosa chinensis , Chrysanthemum morifolium   Kemmañ
Douaroniezh an danvez geography of Beijing   Kemmañ
Istor history of Beijing   Kemmañ
Ekonomiezh an danvez economy of Beijing   Kemmañ
Poblansouriezh an danvez demographics of Beijing   Kemmañ
Kod pellgomz an takad 10   Kemmañ
Category for honorary citizens of entity Q24924512   Kemmañ
Category for the view of the item Category:Views of Beijing   Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennou Category:Maps of Beijing   Kemmañ
Map

Ker-benn Republik pobl Sina eo Beijing ( sinaeg 北京, Pinyin B?ij?ng), e biz ar vro, hag unan eus ar peder c'heoded e RPS a zo par d'ur provins er frammadur melestradurel sinat. Stok ouzh kumun Tianjin eman, e-kreiz provins Hebei . Ur gumun stag ouzh ar gouarnamant kreiz war-eeun eo Beijing. Rannet eo e 16 distrig ha div gontelezh.

Ker-benn bolitikel ha sevenadurel Sina eo, tra ma z'eo Shanghai ha Hong Kong he c'heriou-penn armerzhel. Unan eus Peder c'her-benn gozh Sina eo ivez.

E 2008 eo bet dalc'het ar C'hoariou Olimpek eno.

Anv [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ker-benn an Hanternoz a dalvez an anv "Beijing". Boutin a-walc'h eo an doare-se da envel ar c'heriou en Azia . Nanjing , anv ker-benn gozh ar Vinged , a dalvez Ker-benn ar Su , tra ma talvez Tokyo Ker-benn ar Reter .

"Pekin" e vez anvet ar ger-se e galleg , un anv a gav e orin e distagadur ar mandarineg er XVII vet kantved . E brezhoneg e c'haller kavout ivez skrivaduriou evel Pekin [1] hag ivez Peking [2] .

Kalz eilstummou he deus bet anv ar ger-se e Sina . Etre 1928 ha 1949 e veze graet Bei Ping ( Peoc'h an Hanternoz ) anezhi, rak d'ar mare-se edo gouarnamant Sina e Nanjing . Un tiern a vrezel a rene war ar ger d'ar c'houlz-se, evel war an darn vrasan eus hanternoz Sina, ha ne veze ket kavet gant Republik Sina e oa diazezet e c'houarnamant en un doare reizh.

Hec'h anv kozh a roas ar gomunourien dezhi a-benn diskouez e oa bet adunvanet ar vro, met ne oa ket bet degemeret ar c'hemm-man gant Republik Sina . Betek ar bloavezhiou 1970 e kendalc'he tud Taiwan d'ober gant Bei Ping evit he envel.

Yan Jing a zo un anv arall evit envel ar ger, graet gantan gant tud ar vro. Davein a ra an anv-man d'ar Rouantelezh Yan a rene war ar rannvro da vare ar Rouantelezhiou oc'h Emgannan .

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Zhoukoudian

Ar roudou kentan eus bezan Mab-den e kumun Beijing a oa dizoloet e groc'hiou Tuchenn an askorn aerouant e-tal keriadenn Zhoukoudian e Distrig Fangshan , ma veve Den Beijing . Karrekaennou eus Homo erectus er groc'hiou a oa bloaziet eus 230 000 da 250 000 vloaz zo. An Homo sapiens a vevas eno ivez en Henoadvezh ar maen , war-dro 27 000 vloaz zo [3] . Dizoloet ez eus bet keodedou en-dro da Veijing. Annezet e oant adalek ar c'hentan kantved a-raok J.-K., ha Ji (?/?), ker-benn Stad Yan , unan eus rouantelezhiou Prantad ar rouantelezhiou oc'h Emgannan (473?221 kent J.-K.), a oa diazezet eno [4] .

Azeuldi an Nenv

Hendad Beijing ne oa ket Ji, avat. Dilezet eo bet ar geoded war-dro ar XVI vet kantved ha ne oa nemet keriou bihan er rannvro e-pad an tierniezhou Sui ha Tang .

E 936 e roas tierniezh ar Jin Diwezhatan un darn eus douarou e harziou en hanternoz, Beijing en o mesk, da dierniezh kithan al Liao . Un eil ker-benn, Nanjing hec'h anv, a grouas homan e lec'h m'eman breman Beijing. E 1125 e aloubas tierniezh Jurchen ar Jin al liaoed ha Nanjing a lakajont da ger-benn. Zhong Du (ker-benn ar c'hreiz) a anvjont anezhi.

Distrujan a reas ar Vongoled ker Zhong Du e 1215 hag hec'h adsevel a rejont un tammig pelloc'h war-du an hanternoz . Kubilai Khan he choazas da ger-benn. Khanbalik hec'h anvas e mongoleg (da laret eo "annez meur ar C'han") ha Da Du e sinaeg (da laret eo, "ker-benn veur"). War ar seblant e oa bet choazet Khanbalik da gerbenn gant Kubilai Khan peogwir e oa tostoc'h ouzh Mongolia , edo war vevennou ar bed sinat.

Goude diskar an dierniezh Yuan e voe adsavet ker gant an dierniezh Ming a anvas anezhi Shun Tian . E 1403 e kasas an impalaer Yongle e ger-benn eus Nanjing da Veijing, evit difenn gwelloc'h harzou an hanternoz. Kemeret he deus ker Veijing he neuz a-vreman e-pad ar remziad Ming gant savidigezh ar Geoded Difennet etre 1406 ha 1420 hag Azeuldi an Nenv e 1420 . Pobletan ker ar bed e oa Beijing etre 1420 ha 1650 hag etre 1710 ha 1825 , hervez studiadenn Tertius Chandler [5] .

Goude dibenn ren ar Vinged e chomas Beijing ker-benn tierniezh mandchouek ar Quinged . E-pad Emsavadeg ar Vokserien e 1900 e voe lakaet seziz war ar c'hannatiou estren a oa enni.

An Dispac'h Xinhai a ziskaras an dierniezh Quing e 1911 met kerbenn Republik Sina nevez-savet a chomas e Beijing pa grogas ar jeneral Qing Yuan Shikai da gontrollin ar gouarnamant daoust da enebiezh dispacc'herien kreisteiz ar vro. Embann a reas Yuan Shikai e 1915 e oa deuet da vezan impalaer , met ne oa ket degemeret e renerezh gant ar rannvroiou. Kouezhan a reas ar vro etre daouarn an dierned a vrezel . Ar re grenvan anezho a stourmas da gontrollin Beijing e-pad ar brezeliou Zhili-Anhui ha Zhili-Fengtian .

Goude Argasadeg an Hanternoz en em stalias gouarnamant ar C'huomintang e Nanjing . Adanvet e oa bet ar ger Beiping , ar pezh a c'hell bezan troet Peoc'h an Hanternoz pe Hanternoz peoc'hekaet , a-benn diskouez ne oa ket reizh-diazezet gournamant an dierned a vrezel o doa staliet o galloud enni.

E-pad ar Brezel etre Sina ha Japan e oa bet tapet Beijing gant ar Japaniz d'ar 29 a viz Gouere 1937 . Dindan o dalc'h e adkavas hec'h anv kozh ? Beijing ? hag e voe lakaet da sez ur gouarnamant c'houllo : Danvez Gouarnamant Republik Sina . Heman a oa kendeuzet gant Gouarnamant Wang Jingwei edo e sez e Nanjing . Goude kodianigezh Japan , avat, e oa bet adanvet ar ger Beiping .

D'an 31 a viz Genver 1949 en em gavas ar gomunourien e Beijing hep stourm. D'ar 1 an a viz Here ez eo eno e embannas Mao Zedong krouidigezh Republik Pobl Sina . Divizet e oa bet ur pennadig a-raok e vefe bet lakaet Beijing da ger-benn ar Stad nevez o lakaat hec'h anv kozh dezhi en-dro.

Pa oa deuet en-dro da vezan ker-benn ar vro he deus gwelet Beijing kalz trubuilhou e-pad dekvloaziadou diwezhan an XX vet kantved , en o zouesk manifestadegou Tienanmen , e 1976 hag e 1989 .

Kregin a reas Beijing da ziorren goude adreizhaduriou armezhel Deng Xiao Ping (adalek 1978 ) hag ar c'hresk-man en deus degaset kudennou niverus ( saotradur , tremen) d'e heul.

Douaroniezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Luc'hskeudennou eus Beijing tapet gant Landsat 7 .

Lec'hiet eo Beijing e hanternoz plaenenn hanternoz Sina . Gant meneziou eo gwarezet kostez ar c'hornog, an hanternoz hag ar gwalarn ouzh gwent ar stepou .

E gwalarn ar ger e kaver ar Meneziou Jundu tra m'eo riblet ar c'hornog gant ar Meneziou Xinshan . Lec'h uhelan ar geoded eo ar Menez Dongling (2303 m) war vord Hebei . Talvoudekaet eo bet ar meneziou-man pa'z eo bet savet Moger Vras Sina a wareze ar ger a-enep d'ar gantreidi.

Teir ster a red dre Beijing : ar Yongding , ar Chaobai hag un darn eus ar ster Hai . E penn diwezhan Kanol Vras Sina , kleuzet etre hanternoz Sina ha Hangzhou , eman Beijing ivez.

Kriz e vez hin Beijing, gant hanvezhiou gor ha gleb abalamour da vonson Azia ar Reter ha goanvezhiou avelek , yen ha sec'h, levezonet gant adkelc'hwidenn Siberia . Gwrezverkou keitat miz Genver a vez etre -7° ha -4° C pa vezont tro 25° C e miz Gouere . Bez eus war dro 600 mm a zour-glav bep bloaz, 75 % anezho a gouezh e-pad an hanv.

Saotret-tre e vez aer rannvro Beijing ha barrou-avel deuet eus an dezerzh a vez alies. O kempenn ker eman ar gouarnamant avat, a-raok ma vo dalc'het ar c'hoariou olimpek eno.

Frammadur ker [ kemman | kemman ar vammenn ]

Karteriou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Karteriou pennan Beijing eo :

Beijing da noz.
Ul levrdi e Xidan .

Meur a anv-lec'h e Beijing a echu gant an elfenn -men (?), ar pezh a dalvez kement ha dor . Diwar anviou doriou moger gozh ar ger int bet savet. Reou arall a echu o anviou gant an dibenn cun (村) a dalvez kement ha keriadenn . Ar c'heriadennou a zo kaoz anezhe aman a oa lec'hiet d'en tu all da voger-difenn ar ger.

Keriou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Un nebeud keriou a zo enframmet e-barzh kumun Beijing met er-maez an tolead-ker end-eeun :

Rannou melestradurel [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 18 rann eo lodennet keoded Beijing. 16 anezho a zo bannou pe distrigou, an div all zo kontelezhiou .

E eizh bann eo rannet ar ger hag he bannlev tost-kaer.

Bann Poblans (Niveradeg 2000) Gorread (km²) Stankter (/ km²)
Bann Dongcheng (?城?: D?ngcheng Q? ) 536,000 24.7 21,700
Bann Xicheng (西城?: X?cheng Q? ) 707,000 30.0 23,567
Bann Chongwen (崇文?: Chongwen Q? ) 346,000 15.9 21,761
Xuanwu (宣武?: Xu?nw? Q? ) 526,000 16.5 31,879
Chaoyang (朝??: Chaoyang Q? ) 2,290,000 470.8 4,864
Bann Haidian (海淀?: H?idian Q? ) 2,240,000 426.0 5,258
Bann Fengtai (?台?: F?ngtai Q? ) 1,369,000 304.2 4,500
Bann Shijingshan (石景山?: Shij?ngsh?n Q? ) 489,000 89.8 5,445
Ker end-eeun + banlev 8.50 milion 1377.9 6,171

Ar c'hwec'h distrig pelloc'h a endalc'h ar banleviou pellan ha keriou staget ouzh Beijing.

Bann Poblans (Niveradeg 2000) Gorread (km²) Stankter (per km²)
Bann Mentougou (????: Mentoug?u Q? ) 267,000 1,331.3 201
Bann Fangshan (房山?: Fangsh?n Q? )
kontelezh Fangshan betek 1986
814,000 1,866.7 436
Bann Tongzhou (通州?: T?ngzh?u Q? )
kontelezh Tong betek 1997
674,000 870.0 775
Bann Shunyi (???: Shunyi Q? )
kontelezh Shunyi betek 1998
637,000 980.0 650
Bann Changping (昌平?: Ch?ngping Q? )
kontelezh Changping betek 1999
615,000 1,430.0 430
Daxing District (大??: Dax?ng Q? )
kontelezh Daxing betek 2001
672,000 1,012.0 664
Banleviou diavaez 3.68 milion 7,490 491

En tolead diwar ar maez ha tost-kar ag ar maeziou eman an div gontelezh hag an daou vann arall.

Bann Poblans (Niveradeg 2000) Gorread (km²) Stankter (per km²)
Bann Pinggu (平谷?: Pingg? Q? )
Kontelezh Pinggu betek 2001
397,000 1,075.0 369
Bann Huairou (?柔?: Huairou Q? )
Kontelezh Huairou betek 2001
296,000 2,557.3 116
Kontelezh Miyun (密云?: Miyun Xian ) 420,000 2,335.6 180
Kontelezh Yanqing (延??: Yanqing Xian ) 275,000 1,980.0 139
Tro 1.39 milion 7,947.9 175

Sifrou diwar Geohive

Armerzh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kreizenn armerzhel nevez Beijing.

Beijing zo unan eus ar c'heriou diorroetan e Sina gant an industriezh eus an trede gennad a gont evit 73,2 % eus ar PDK . Ar c'hentan ker postindustriel eo e Sina, war an douar-bras [6] . An arc'hanterezh eo an obererezh pennan eus Beijing [7] . E diwezh 2007, 751 embregerezh arc'hanterezh a oa e Beijing ha gounit a raent 128,6 miliard RMB gounidegezh, ar pezh a zo kevatal da 11,6 % eus gounidegezh hollek greanterezh arc'hantel an holl vro ha 13,8 % eus PDK Beijing, da laret eo an dregantad uhelan eus holl geriou Sina [8] . 26 embregerezh eus ar Fortune Global 500 zo e Beijing, da laret eo an trede disoc'h er bed a-drenv T?ky? ha Pariz [9] .

E 2009, PDK Beijing a oa eus 1,19 bilion RMB (174 miliard a zolariou), gant ur c'hresk bloaziek eus 10,1 %. E PDK dre annezad a dizhe 68 788 RMB (10 070 $), da laret eo ur c'hresk eus 6,2 % e-kenver ar bloavezh kent. Ar gennad kentan, hag an eil hag an trede gennad a boueze 11,83 miliard, 274,31 miliard ha 900,45 miliard RMB . Gounidegezh an 20 % a annezidi a oa o gounidegezh an izelan a oa kresket a 16,7 %, eleze 11,4 % ouzhpenn evit re an 20 % pinvidikan. muier Engel evit annezidi takadou kerel Beijing a dizhe 31,8 % e 2005 hag hini an takadou diwar ar maez 32,8 %, o tigreskin a 4,5 hag a 3,9 poent dregantad e-kenver 2004 [10] .

E 2005 e oa PBK Beijing 681, 45 $ RMB (war-dro 84 miliard $ SU ), kresket anezhan eus 11,1 % e-korf ur bloaz. Ar PBK dre zen a oa a 44,969 RMB, 8,1% muioc'h eget e 2004. Kresket kalz o doa niver ar c'hirri-tan (+ 18 % e-kerzh ur bloaz) ha priz an tier.

E Guomao eman kreizenn arc'hantel nevez ar ger. Enni e kaver seziou embregerezhiou , kreizennou kenwerzh ha lojeizou pompadus. Ar greizenn armerzhel kozh a zo rannet etre Fuxingmen ha Fuchengmen tra m'eo Wangfujing ha Xidan toleadou kenwerzhel dreist-holl. E Zhongguancun , lesanvet "Silicon Valley" Sina, eo lec'hiet ar braz eus an embregerezhiou elektronek.

War du ar c'hornog eman ar c'helc'hiadou greantel pennan hag er-maez ar ger e c'hounezer maiz ha gwinizh .

Da vezan buan-tre e kendalc'h kresk Beijing, ar pezh en-deus dilerc'hou diblijus. Brudet eo ar ger evit he "smog" ha "programou espern energiezh" divizet gant ar gouarnamant. Perzh an dour a zo fall tre hag ar gaz hag an tredan a zo ker-tre. Arnodin a reas ar gouarnamant dirouestlan ar gudenn o rein an urzh d'ar greanterezhiou da bostan arc'hant da wellaat glander an aer, da adklec'hian an dilerc'hiou, ha kement zo. Divarrek d'hen ober e oa bet lod anezho ha aet int kuit da geriou arall evel X'ian

Tisaverezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Un Hutong .

Tri stumm a disaverezh a gaver e Beijing. Da gentan, an tisaverezh impalaerel a zo he skoueriou gwellan : Tienanmen , ar Geoded Difennet hag Azeuldi an Nenv . Bez ez eus ivez un tisaverezh soviedel e stumm gant savaduriou savet etre 1950 ha 1970. Savaduriou savet goude 1980 a zo muioc'h a-vreman o stumm, gant ur meskaj a disaverezhiou kozh ha nevez.

Poblansouriezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Karter Wangjing ma kaver kalz tud eus Korea ar C'hreizteiz .

Poblans Beijing, eleze an holl zo o chom e Beijing abaoe muioc'h eget c'hwec'h miz pep bloaz, a oa 15,38 milion. 11,870 anezho o doa an hukou , ar gwir da chom e Beijing dibaouez. Ar peurrest o deus un aotreadur amzeriat hepken. Bez ez eus un niver dianav a zivroidi eneplezenn deuet diwar ar maez. Hei ren pe dud zu anver anezho.

95% eus an dud o chom e Beijing a zo Han . Kavout a reer ivez Mongoled , Mandchoued , Hui ha Tibetiz . Bez ez eus ur skolaj tibetat evit ar re yaouank a zo tibetat o zud.

Bodadou etnek Beijing, kontadeg 2000
Broadelezh Poblans Dre gant
Han 12,983,696 95.69%
Mandchou 250,286 1.84%
Hui 235,837 1.74%
Mongoled 37,464 0.28%
Koreiz 20,369 0.15%
Tujia 8372 0.062%
Zhuang 7322 0.054%
Miao 5291 0.039%
Uyghur 3129 0.023%
Tibetiz 2920 0.022%

Sevenadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

C'hoariva Chang'an

Rannyezh Beijing a gomz tud bet ganet e kelc'hiadou kerel Beijing. Un doare mandarineg eo ha warni eo diazezet ar sinaeg standart. Er-maez ker e komzer rannyezhou tost a-walc'h ouzh hini provins Hebei .

Brudet e vez C'hoarigan Beijing evel begenn ar sevenadur sinat. Diazezet eo war ur meskaj a ganou, a gendivizou komzet hag a oberennou. Gant ur yezh kozh he stumm e vez graet ennan, ar pezh e laka da vezan diaes da gomprenn.

Ar Siheyuan (四合院) eo an anv a roer da dier hengounel Beijing. Un savadur karrezek eo gant kambrou a c'hronn ur porzh diabarzh. Heman a vez ennan ur wezenn (ur c'hreunadenn alies) pe un oglenn gant pesked. Un Hutong (胡同) zo anezhan un heuliad Siheyuanou gant banellou ha ribinou. Boutin tre e oant e kreisker Beijing gwechall met distrujet e vezont e framm ar politikerezh arnevezadur renet gant ar gouarnamant. D'o annezidi e vez roet ranndiou er mellad-tiez nevez met lod anezho a glemm. Un nebeud hutongou a zo gwarezet, avat, evit abegou sevenadurel hag istorel.

Keginerezh Beijing a zo keginerezh mandarinat, an houad rostet eo e veuz brudetan. Niverus eo an tiez-te e Beijing hag an te a zo ur perzh pouezhus eus ar sevenadur lec'hel. Meur a zoare te a zo, Lod anezhe ker-tre.

Treuzdougen [ kemman | kemman ar vammenn ]

Deuet eo Beijing da vezan ur greizenn bennan a dreuzdougen adalek adreizhadur armezhel Deng Xiaoping . Pemp hent-tro ha nav gourhent a gelc'h ar ger. Un aerborzh etrevroadel he deus ivez.

Hentou-houarn [ kemman | kemman ar vammenn ]

E-barzh ar Gar Beijing

Daou di-gar pennan a zo e Beijing : Gar Beijing ( sinaeg 北京站; Hanyu Pinyin : B?ij?ng Zhanha ) Gar Beijing ar Reter (Hanyu Pinyin: B?ij?ng X?kezhan , sinaeg : 北京西客站) a zo deut da vezan ar gar brasan e Sina . Gariou bihanoc'h a zo ivez evel Beijing ar Reter, Beijing an Hanternoz ha Fengtai.

Ur greizenn hent-houarn eo Beijing. Linennou a liamm anezhi ouzh keriou brasan ar vro evel Guangzhou , Shanghai , Harbin , Baotou , Taiyuan , Chengde ha Qinhuangdao . Reou arall zo betek Rusia pe Korea an Hanternoz

Emeur o sevel ul linennn-tren-tizh-bras. Echuet e vo e 2007 ha liamman a raio Bejing ouzh Tianjin

Hentou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ur stoc'had e Beijing

Liammet eo Beijing gant holl rannou Sina dre an hent. Nav gourhent (ha c'whec'h arall emeur o sevel) ha unnek hent broadel a liamm Beijing d'ar provinsou. E-Barzh Beijing eo bet savet pemp hent-tro.

Ar red a zo unan eus kudennou pennan Beijing. Bemdez e vez ar stoc'hadou, dreist-holl e kreisker e-kichen rabin Chang'an. Abalamour da zirouestlan an diaesteriou-se ez eus bet brasaet straedou meur ar ger d'o liamman gant an trede hent-tro. Esperin a reer e vo aesoc'h tremen eus un hent-tro d'an egile evel-se.

Ma'z eus kudennou red gant Beijing n'eo ket en abeg d'he ment hepken. An moaiennou treuzdougerezh boutin a zo skort ha leun e vez alies ar busou. Bez ez eus ur metro met re vihan eo c'hoazh da vezan talvoudus. Hervez ar gouarnamant e wellao an traou er bloavezhiou da zont hag e tlefe ar stoc'hadou mont da get a-raok ar c'hoariou olimpek .

Aerborzhiou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar Aerborzh etrebroadel ker-benn Beijing (Sinaeg eeun: 北京首都??机?; Sinaeg hengounel: 北京首都國際機場; pinyin: B?ij?ng Sh?ud? Guoji J?ch?ng , pe e saozneg Beijing Capital International Airport ) eo aerborzh pennan ar ger. E-kichen Shunyi eman, 20 km eus kreisker. Ennan e erru an darn vrasan eus an nijadennou evit Beijing. Liammet eo da greisker gant Hent-tizh an Aerborzh (机?高速公路, Hanyu Pinyin: J?ch?ng G?osu G?nglu ). Mont a ra war-dro 40 munut da vont eus kreisker d'an aerborzh. An aerborzhiou arall a zo Liangxiang, Nanyuan, Xijiao, Shahe ha Badaling met gant al lu e vezont implijet dreist holl.

Treuzdougenou boutin [ kemman | kemman ar vammenn ]

Peder linenn a zo e metro Beijing (Sinaeg hengounel: 北京地鐵; Sinaeg eeun: 北京地?; pinyin: b?i j?ng di ti? ), div anezho a dremen dindanzouar, an div arall a zo a us d'an douar. Rakwelet a reer sevel muioc'h anezhe evit ar C'hoariou Olimpek . Bez e oa ivez 599 linenn bus ha trolleybus e 2004.

Busou gant an aerian a gousk 2 Renminbi evit 10 km. Ar re heptan ne goustont nemet 1 renminbi. An tikedou metro a goust 3 Renminbi evit al linennou 1, 2, 13, hag 8T, 5 RMB evit tikedou a bae ur veaj el linenn 13 ha 4 RMB evit tikedou ar beajou el linenn 8T.

Boutin-kenan eo an taksiou. Koustan a reont 10 RMB evit an dek kilometr kentan ha daou evit pep kilometr ouzhpenn. Goude 15 km e kresk ar priziou eus 50%. Kreskin a reont a 20% ivez etre 11 eur ha 6 eur noz. Ar c'hreskou-se a zo a-verniou.

Touristelezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar Palez Hanvek.

En-desped da freuzou ar brezeliou hag eus an Dispac'h Sevenadurel eo pinvidik Beijing e monumantou. Daoust ma anavez tud ar c'hornog anezhi abalamour d'he fouez politikel dreist-holl ez eo Tiananmen (dor ar peoc'h nenvel) unan eus diduellou pennan ar ger. Lec'hiou arall a zo : Moger Vras Sina , a zo un darn anezhi e-kichen Beijing, ar Palez Hanvek hag Azeuldi an Nenv

Lec'hiou touristel pennan e-barzh ar ger [ kemman | kemman ar vammenn ]

Monumantou

Azeuldiez

Liorzhiou

Karteriou Kenwerzhel

E-maez ker

Pagoda Wansong

Ostaleriou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Betek ar bloavezhiou 1970 ne oa ostaleri wirion ebet e Beijing en abeg da stad an traou armezhel ha kevredel. Ar veajerien a yae er zhaodaisuo , un doare ostaleri-Stad. Un nebeud anezho a vez implijet c'hoazh hiziv an deiz.

Er bloavezhiou 1970 e krogas Sina d'arnodin sachan arc'hant tud ar c'hornog. Un niver bras a ostaleriou a zeraouas da sevel neuze. Kalz ostaleriou, reou zo uhel-tre o live, zo breman e kerbenn Sina . An hini vrudetan eo Ostaleri Beijing (北京?店), a zo perc'hennet gant ar Stad. E-touez ar re arall e kaver An Ostaleri Sheraton, an Ostaleri Jianguo, An Ostaleri Vedel Sina, Ar St. Regis, Ar Grand Hyatt hag Palez al Ledenez.

Bez' ez eus Ostaleriou evit ar Re Yaouank met n'int ket gwall niverus.

Buhez an noz [ kemman | kemman ar vammenn ]

Oberiant ha liesseurt eo buhez an noz e Beijing. Dansvaou niverus a voe krouet abaoe adreizhaduriou Deng Xiao Ping . War-dro Sanlitun pe e-kichen Sportva al labourerien eman an darn vrasan anezho. Kavout a reer reou er c'harter Wudaokou e gwalarn ker. Ar c'harteriou ma vez digor an tavarniou diwezhat eo Sanlitun , Houhai ha Yuandadu .

Deskadurezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Skoliou-meur niverus a gaver e Beijing, meur anezho a live etrebroadel. Ar re vrudetan a zo :

A-drugarez d'e renk a gerbenn sevenadurel ha melestradurel Sina e herberc'h Beijing kalz muioc'h a skoliou-meur eget tout ar c'heriou arall er vro. Melestret ez int gant Deskadurezh Stad Sina. War-gresk eo niver ar studierien estren.

Roll skoliou-veur Beijing [ kemman | kemman ar vammenn ]

Media [ kemman | kemman ar vammenn ]

Burev-neveziou Xinhua

Skinwel ha skingomz [ kemman | kemman ar vammenn ]

Skinwel Beijing a skingas war an holl chadennou etre 1 ha 10. Er c'hontrol d'ar Skinwel-Kreiz Sina , n'en deus ket a chadenn e saoznek. Bez ez eus tri skingomz e saozneg, avat : Hit FM war FM 88.7, Easy FM gant Skingomz Etrevroadel Sina (CRI) war FM 91.5, ha Radio 774 war AM 774.

Kazetennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar gazetenn vrudetan eus Beijing eo Neveziou an Abardaez Beijing ( Beijing Wanbao ). Bennoz e vez embannet hag enni e kaver an holl nevezentiou Beijing hag he rannvro. Ar c'hazetennou pennan arall a zo :

  • Neveziou Beijing ( Xin Jing Bao )
  • Steredenn bemdeziek Beijing
  • Nevezentiou Mintin Beijing
  • Kazetenn-bemdeziek ar re Yaouank ( Beijing Qingnian Bao )

E Beijing e vez embannet Kazetenn-bemdeziek ar Bobl ( Sinaeg : 人民日?; Pinyin : Renmin Ribao ) ha China Daily e saozneg .

Sportou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar C'hoariou Olimpek zo bet aozet e Beijing e 2008. Meur a skipailh-sport ez eus enni, en-o-zouez :

Notennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Roparz Hemon, Dictionnaire breton-francais & francais-breton , Emb. Al Liamm
  2. Daveenn da zont
  3. The Peking Man World Heritage Site at Zhoukoudian .
  4. Beijing's History . China Internet Information Center. Kavet : 1 May 2008 .
  5. Four Thousand Years of Urban Growth: An Historical Census
  6. 北京已率先?入后工????代, china.com.cn , 20 a viz Meurzh 2008
  7. Beijing’s Bankosphere, bankosphere.com , 11 a viz Eost 2008
  8. 北京市金融??展新??布? zhengwu.beijing.gov.cn , 27 a viz Gouere 2008
  9. [ http://money.cnn.com/magazines/fortune/global500/2009/cities/ Global 500 2009: Cities
  10. Beijing's GDP grew by 11.9% annually during 10th Five Year , People's Daily

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

中文世界門戶 Porched ar bed sinaat  ? ?到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadou a denn d'ar bed sinaat.