Chicago

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-man ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuin.
Gallout a rit skoazellan Wikipedia dre glokaat anezhan
Skeudenn eus Chicago, tennet gant ul loarell

Chicago (distaget: [???k?ː?o?] ) a zo ur ger eus Stadou-Unanet Amerika , en Illinois . An trede brasan ker eus ar vro eo gant 2 707 120 a annezidi e 2011 , hag 8 711 000 a dud gant ar bannleviou. Eman lec'hiet e norzh ar Stadou-Unanet, er reter d'ar ster Mississippi .

Geografiezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar Willis Tower

Chicago eo an trede ker vrasan er Stadou-Unanet, goude New York ha Los Angeles , hag ur penn-ahel ekonomikel pouezus. Ur mor a douriou uhel a ziskouez ar Cental Business District (CBD), pe karter an aferiou. Tri eus touriou uhel Chicago a zo e-touesk 20 tour uhelan er bed : ar John Hancock Center (344 metrad uhelder), an Aon Center (346 metrad uhelder) hag ar Willis Tower (442 vetrad uhelder). Chicago en em led war 47 km war mervent ribl ar ster eus al lenn Michigan .
"Windy city" (ker an aveliou) eo lesanv ker Chicago abalamour ma vez aveliou krenv enni a-hed ar bloavezh.

Ekonomiezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kreiz-ker Chicago diouzh noz

Chicago eo ar greizenn trenou gentan. Kalz a genwerzh a vez graet, ur penn-ahel greantel pouezus eo (govelerezh, metalouriezh, kimiezh, moullan, agrovouedel, elektronek, hag all) hag unan eus ar marc’hadou bedel brasan e-kenver hadou ha chatal.

Rannet eo Chicago e tri c’harter bras : an norzh (kentoc’h tiez ha touriou evit lojan), ar c’hornog (lodenn greantelaet) hag ar su (karteriou evit lojan). Bez' eman ivez ar c’hreiz-ker, "the loop" (ar c’helc’h). War-bouez un nebeud kilometradou aod riblet gant greanterezhiou, tost an holl aodou a zo implijet evit an amzer vak (mirdiou, aodou ha gourliorzhou). Savadur an tour-uhel amerikan kentan e 1885 en deus merket ganedigezh skol Chicago, an dudennou skouerius o vezan Louis Sullivan , William Baron Jenney , Daniel H. Burnham , Frank Lloyd Wright ha Mies van der Rohe . Ar Sears Towers, 110 estaj, a zo bet e-pad pell an tour brasan er bed, a-raok bezan distremenet gant touriou Petronas (452 metrad uhelder) e Kuala Lumpur .

Sevenadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar Field Museum

Mirdiou bras a zo e Chicago, an Art Institute of Chicago ( 1879 ) da skouer, unan eus ar mirdiou amerikan pouezusan en arzou-kaer, pe c’hoazh, ar Field Museum of Natural History (skiantou naturel ha skiantou ar vuhez diwar-benn an den). Laz-senin simfoniek Chicago, krouet e 1891 , a zo anavezet e-giz unan eus ar re wellan er bed. Ker-benn ar blues eo Chicago: eus stadou ar su e oa deuet kalz a sonerien evit klask muioc’h a arvesterien.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 1673 , an ergerzhourien c’hall Jacques Marquette ha Louis Jolliet a zizoloas an dachenn e-lec’h m’eman Chicago staliet breman, ur c’hantved a-raok ma krogfe an dud da erruout evit stalian ker. E 1848 , kleuzadenn kanol an Illinois ha donedigezh an hentou-houarn a aotreas brasadur ar geriadenn, setu perak e teuas kalz a dud da chom enni.
E-kerzh ar berzh (1919-1933), Chicago a zeuas da vezan brudet gant al laerien hag al lazherien, Al Capone o vezan an hini anevezetan.
Kalz labouriou a zo bet graet evit adnevesaat karteriou a zo.

Gevellerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gevellet eo Chicago gant eizh ker warn-ugent [1] . Kalz anezho a zo, evel Chicago, eil ker o bro. Ul lodenn all zo keriou pennan o bro, met ez eus deuet diouto kalz divroidi da Chicago.

Ker Bro abaoe Ker Bro abaoe Ker Bro abaoe
Accra Ghana  Ghana 1989 Amman Banniel Jordania Jordania 2004 Aten Gres  Gres 1997
Beograd   Serbia 2005 Birmingham Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz 1993 Bogota Bolivia  Bolivia 2009
Busan Republik Korea Republik Korea 2007 Casablanca Maroko  Maroko 1982 Delhi India  India 2001
Durban Banniel Suafrika Suafrika 1997 Gaillimh Iwerzhon  Iwerzhon 1997 Goteborg Banniel Sveden Sveden 1987
Hamburg Alamagn  Alamagn 1994 Kyiv Banniel Ukraina Ukraina 1991 Lahore Banniel Pakistan Pakistan 2007
Luzern Suis  Suis 1998 Ker-Vec'hiko Banniel Mec'hiko Mec'hiko 1973 Milano   Italia 1973
Moskov Rusia 1997 Osaka Banniel Japan Japan 1973 Pariz Frañs  Frans 1996
Petah Tikva Banniel Israel Israel 1994 Praha Banniel Tchekia  Tchekia 1990 Shanghai   Sina 1985
Shenyang   Sina 1985 Toronto Banniel Kanada Kanada 1991 Vilnius Lituania  Lituania 1993
Varsovia Banniel Polonia  Polonia 1960

Braswel eus Chicago


Braswel eus Chicago

Daveou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Roll meneget war Chicago Sister Cities International Gwiriet e Kerzu 2012.


Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .