Wikipedia : Dishenvelout

Eus Wikipedia
O trein ar pennad-man emeur
→ Evit gouzout hiroc'h sellit ouzh ar bajenn gaozeal ?; evit kenderc'hel da drein klikit war kemman ha kendalc'hit da lakaat e brezhoneg al lodennou chomet en ur yezh all.


Boutin a-walc'h eo e vije pennadou eus wikipedia gant titlou henvelstumm, daoust dezho bezan gouestlet da tud pe danveziou dishenvel. Da skouer, Merc'her a zo anv an doue roman Merc'her , ar blanedenn Merc'her hag an deiz Merc'her . A ziwar se ez eus ur gudenn etre henvelstummou, pe kudenn dishenvelout. Evit dirouestlan seurt kudennou eo bet savet ar bajenn-man.

Kudennou etre henvelstummou [ kemman ar vammenn ]

Kudennou etre henvelstummou a vez dirouestlet dre krouin ur bajenn dishenvelout ?:

hag ur pennad dre danvez, o lakaat un elfenn spisaat pe dishenvelaat etre kromellou, evit ma vije dibar pep pennad?:

Pajenn dishenvelout [ kemman ar vammenn ]

Krouidigezh [ kemman ar vammenn ]

Ur bajenn dishenvelouta zo ur bajenn evel ar re all: krouet e vez evel n'eus forzh peseurt pennad all.

Diwallit ma chenchoc'h ur pennad dre ur bajenn dishenvelout, neuze eo ret reizhan al liammou a za war-zu ar bajenn dishenvelout?! Bezit war evezh da genver ar reolennou evit henvel ar bajennou dishenvelout.

Framm [ kemman ar vammenn ]

Setu framm ur bajenn dishenvelout?:

  • Da gentan penn eo ret lakaat e krec'h ar bajenn ar patrom dishenvelout?: {{ dishenvelout }}
  • Goude-se e teu listenn ar pennadou henvelstumm. Lakaat titl ar pennadou henvelstumm e druz a sikour al lenner da gavour buan ar pezh eman o klask. Un displegadenn berr a sikour d'ober buan d'ober an diforc'h etre pep pennad ha dibab an hini emeur o klask.
  • N'eus ket ezhomm lakaat rummadou dre ma vez lakaet war eeun ar rummad "henvelstummou" gant ar patrom.
  • Hag a benn ar fin e c'heller lakaat liammou etrewiki .

Pajenn dishenvelout evel ma vez lennet

Merc'her a c'hall bezan?:


Pajenn dishenvelout evel ma vez skrivet

{{dishenvelout}}
'''Merc'her''' a c'hall bezan?:

*Ur blanedenn?: s.o. [[Merc'her (planedenn)]]
*Un deiz er sizhun?: s.o. [[Merc'her (deiz)]]
*Un doue roman?: s.o. [[Merc'her (doue)]]

Reolennou henvel [ kemman ar vammenn ]

Evit rein un anv d'ar bajenn dishenvelout ez eus 2 darvoud?:

  1. Ma vez sujedou dishenvel gant ar memes pouez hag ar memes anv e lakaer neuze an anv-se evel pajenn dishenvelout. Skouer?: Meurzh . Dre-se ez eo Meurzh ar bajenn dishenvelout.
  2. Ma 'z eus ur sujed a gemer muioc'h a blas eget ar re all. Da skouer?: Brest. En darvoud-man e vez lakaet ar patrom e pennkentan ar pennad hag anvet eo Brest (dishenvelout) ar bajenn dishenvelout. Dre an doare-se e vez lakaet ul liamm eus ar bajenn Brest betek ar bajenn dishenvoult evit sikour an dud a glaskfe kentoc'h ar pennad Brest-Litovsk da skouer.

A-wechou e c'hell bezan diaes gouzout ma vez ur sujed a gemmer ur plas brasoc'h eget ar re all. Un nebeut elfennou evit sikour?:

  1. Dre studial ar pajennou liammet d'ar pennad (klikan war "Pajennou liammet" a gleiz d'ar bajenn er Boest ostilhou ) e c'heller kavout titourou a dalvoudegezh.
  2. Dibab talvoudegzh orin ar ger, evel Logodenn ha Logodenn (loen)