Linux

Eus Wikipedia
Linux logo

Ur reizhiad korvoin diazezet war UNIX eo Linux ha diskarg a wiriou dindan al lanvaz GPL . Krouet e oa bet e 1991 gant Linus Torvalds .

Un tamm istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

E miz Eost 1991 e oa bet kemennet e newsgroup USENET "comp.os.minix" gant Linus Torvald, a oa d'ar c'houlz-se studier e skol-veur Helsinski , e raktres da zanzen ur reizhiad korvoin e vije bet gouest d'implijan ar gwellan ma c'hellje arc'hweliou liespoellad ("multitask functions") ar c'hewerier 386 ergrafet gant INTEL . Un emboellad e oa nemetken evitan hep dezevout en un dazont kenwerzhel.

Pezh a felle da Linus Torvald e oa rein da arveriaded ar reizhiad Minix ur reizhiad digonus. Ur reizhiad UNIX e oa Minix d'ar c'houlz-se skrivet gant Andy Tanen Baum. Deskrivet e oa e reizhiad-en gant Linus Torvald evel-hen : "Gwelloc'h Minix eget Minix".

An handelv kentan e oa an hini 0.01 e miz Eost 1991 rustennus an tamm anezhan. Un nebeud tarzhou a oa dezhan nemetken hag e ranked kempunan anezhan dindan Minix. Abaoe ez'eus bet kantadou a zanzenerien o skoazellan Linus Torvald dre ar genrouedad .

Evel-se e oa bet lakaet war-wel un doare nevez da zanzen meziantou .

Gant an doare-se da zanzen, ne vez aozadur ebet oc'h evezhian al labouriou. Un den a zo kiriek d'un erbar hag ez'eus tud all o kemer perzh da skrivadeg boneg ar gouleviou .

Linux dindan al lanvaz GPL [ kemman | kemman ar vammenn ]

Linus Torvald 'ni eo a zo kiriek d'ar graonell Linux hag e vez ouzhpenn o tivizan a-zivout dasparzhan an tarzhou. Evit komz louer, dindan giriegezh un den e vez pep parzh ar graonell (reizhiad ar restrou, ardein ar memor , [[sturiou...) heman o kreizennan danzenadegou kantadou a zanzenerien hag o kas anezhe da heul da Linus Torvald evit ma o c'henstagfe e-barzh kraonell Linux. Arveret e vez an doare-se da labourat evit danzenadeg pep goulev mavek (pe programm talvoudek) Linux.

Perc'hentiezh Linus Torvald ha pep hini en deus kemer perzh en danzenadeg eo Linux hogen ar boneg tarzh hag ar boneg daouredel a zo dasparzhet diskarg ha digoust dindan al lanvaz GPL ( GNU Public Licence). Hervez al lanvaz-se e c'hell pep implijer ober diskarg gant ar c'henderc'h betek kenwerzhan anezhan.

Koulskoude e rank pep daskemmadur bezan lakaet hegerz diskarg ha digoust d'an holl er bed, pezh a ziogel padelezh meziantou diskarg a wiriou.

Handelviou ar graonell Linux [ kemman | kemman ar vammenn ]

N'eo ket ken Linux e stad "Beta-arnod" abaoe an handelv 1.0 ar 14 a viz Meurzh 1994. Reoliet e oa bet ar bugou bep ma veze an danzen o vont war-raok.

Kendiviz an niverin d'an handelviou Linux a zo : x.y.z

Gant an niverin-se e vez ampar "y" pa vez un handelv e "Beta-arnod" ha par pa vez un handelv stabil. Azvuiadet e vez "z" pa vezer o reizhan ur bug.

E miz Genver 2004 e oa an handelv stabil an hini 2.6.0. An handelv "Beta-arnod" a oa bet war-lerc'h e oa an hini 2.7 neuze. Hag an hini stabil a oa o heulian : 2.8.

Dezverkaduriou ar reizhiad Linux [ kemman | kemman ar vammenn ]

> Ur reizhiad liespoellad eo. Eleze eo gouest da veran (d'ardein) lies poellad en ur predad (lies arload a c'hell bezan loc'het war un dro hep ma vefe unan o tizhout ar re all).

> Ur reizhiad liesarveriad eo. Eleze e c'hell lies arveriad labourat war an urzhiataer war un dro.

> Ur reizhiad liessavenn eo ouzhpenn. Eleze e c'hell arc'hwellan (pe mont en dro) war meur a rizh kewerierou , evel : Intel, Compaq, Alpha, SunSPARC, PowerPC, MAC .....

> Ardein dialuskel sturiou an trobarzhellou . Karget e vez ar molladou er vemor pa vez ezhomm nemetken.

> Kempleg eo diouzh ar skoueriegezh POSIX .

> Keverlec'h eo gant UNIX system V (AT&T) ha BSD evit pezh a sell ouzh an tarzhou.

> En araez eo da c'housolin ar skoueriegezh ISO 9660 (CD-ROM).

> En araez eo da c'housolin lies reizhiad restrou evel Windows 9.x, pe Macintosh da lenn nemetken.

> Gant an areg C e vez danzeet tarzhiou ar reizhiad Linux peurvuian evel ma vez graet evit ar reizhiad UNIX. Arveret e vez ivez a-wechou an areg C++ .

An dasparzhiou Linux [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dasparzhet e vez ar reizhiad Linux gant meur a gumuniezh stlenneg ha meur a embregerezh.

Bez 'e vez kavet en un dasparzh Linux ar graonell, ar mezarc'hiou , ar sturiou, ar gouleviou mavek sternan gant ouzhpenn meziantou mavek a bep seurt (meziantou burevek, c'hoariou, maziantou danzen....) dindan stumm ur bakadenn peurvuian (ha restrou "~.rpm").

Setu un nebeud dasparzhou :

Slackware  : danzeet gant ur gumuniezh stlenneg e oa an hini kentan o lakaat Linux da vezan anavezet gant kalz a dud. Lec'hienn : Dasparzh Slakware

Debian GNU/Linux  : Un dasparzh nann kenwerzhel eo a zo e bal danzen ur reizhiad a berzhded uhel. E ventrezh pakan dezhan e vez arveret evit dasparzhan e reizhiad. Danzen Debian a vez graet dre ar genrouedad evel ma vez graet evit kraonell Linux. Lec'hienn : Dasparzh Debian

Mandrake  : Diazezet war an dasparzh Red Hat eo Mandrake. Danzeet e oa bet gant an dasparzh-se binviou ardein dibar. Lec'hienn : Dasparzh Mandrake na vez ket ken eus al liamm Deuet eo Mandrake da vezan Mandriva : Dasparzh Mandriva Lakaet eo bet e Brezhoneg.

Red Hat ha Fedora  : An dasparzh-se 'ni e oa e oa bet digaset gantan ar c'heal pakadenn. Gant ur bakadenn e vez kavet ur meziant a-gevret gant e deuliou dafarin ha gant pep meziant mavek arveret da sternan, da zisternan ar reizhiad pe d'ober an hizivaat. Adkemeret e oa bet ar meiziad-se gant dasparzhou all abaoe.

Gant an dasparzh-se e vez deroet binviou sternan ha keflunian didres a implijer e mod kevreget pe e mod nodou.

An hendelv digoust eus Red Hat eo Fedora diorreet gant ur gumuniezh danzenerien.

Lec'hienn : Dasparzh Red Hat

SuSE  : Diazezet e penn kentan war an dasparzh Slackware eo anavezet an dasparzh SuSE evit bezan solius, danzeet e bro Alamagn . E vinviou meran dezhan en deus. Ar c'hevredad SuSE a oa bet adprenet gant Novell n'eus ket pell 'zo. Lec'hienn : SuSE dasparzhet gant Novell

Ubuntu  : Diazezet war Debian un handelv e brezhoneg eus an dasparzh-se a zo o vezan danzeet. Lec'hienn : lec'hienn etrebroadel Ubuntu

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]