Pajenn
skoazell
raktres ar Wikipedia brezhonek eo ar pennad-man.
Enni e kavot liammou war-du rubrikennou a bep seurt.
|
Mar sav
goulennou
ennoc'h ez eus chansou mat e c'hallot kavout ur respont dezho war hor
Foar ar goulennou
eman enni ar respontou d'ar goulennou boutinan.
|
- Degemer an dud nevez
- Hetin a reomp deoc'h un degemer a-feson war Wikipedia.
- Kammedou kentan
- Aze ez eus un nebeud kuzuliou krak-ha-berr evit stagan ganti ha kaout un tanva kentan gant mont en-dro Wikipedia.
- Poull-traezh
- Pa viot o vont dre ar skoazell ho po c'hoant, sur a-walc'h, da lakaat e pleustr ar pezh a vez displeget deoc'h. Evit se eo bet ijinet ar poull-traezh. Testit ennan kement tra a dremen dre ho spered.
- Diwar-benn Wikipedia
- Dizoloit berr-ha-berr petra eo Wikipedia, an istor anezhan, penaos ez a en-dro, hag all.
- Ar pezh n'eo ket Wikipedia
- Dizoloit ivez ar pezh n'eo ket Wikipedia hag ar pezh na gavot ket aman neuze.
- Gwiriou-eilan
- Tu gwiraouel Wikipedia.
- Deizlevr Wikipedia e brezhoneg
- War ar bajenn-se e c'hallot heulian araokadennou ar raktres abaoe m'eo bet lanset en hor yezh.
- Respontou d'an abegou boas
- Un nebeud respontou d'ar goulennou a c'hall sevel ennoc'h diwar-benn ar fed m'eo digor Wikipedia d'an holl verdeerien.
- Luc'haj en implij war Wikipedia
- Moarvat e kavot war o hent geriou un tamm "iskis" an neuz anezho; evit gouzout an dalvoudegezh anezho e c'hallit mont da sellet ouzh ar pennad a denn d'al luc'haj en implij gant ar Wikipedourien.
- Pennaennou diazez
-
Ar faziou yezh stankan
-
Atav displegan ar c'hemmou degaset ganeoc'h er voestig Diverran
-
Reolennou kenvevan
-
Bezan tagnous e emzalc'h
-
Geriou nevez
-
Boued dispis
-
Reolennou implijout ar skeudennou
- Gant an hollad reolennou-se e c'hall ar gumuniezh mont en-dro plaen en un aergelc'h plijus.
- Dezverkou degemer ar pennadou
- Ur bajenn zo displeget warni pere eo ar pennadou a c'haller degemer e Wikipedia.
- Kavout pennadou
- Aze e kavot an holl doareou dishenvel da gavout pennadou war Wikipedia.
- Klask ur bajenn gant al lusker enklask
- Alies-kaer n'haller ket mont war-eeun d'ar pennad a glasker. Ret eo sevenin un enklask. War ar bajenn-se e kavot an holl doareou talvoudus evit ma vo frouezhus hoc'h enklask.
- Kont implijer
- Daoust ma n'eo ket ret bezan krouet ur gont evit kemer perzh e Wikipedia ez eo spletus evit an den krouin unan. Sellit penaos krouin ho kont.
- Penndibabou implijer
- Breman p'eo bet krouet ho kont ganeoc'h e c'hallit chench ar penndibabou anezhi evit ma vo muioc'h diouzhoc'h.
- Sturlevr - Kregin gant Wikipedia
- Un tamm levr-henchan a gavot ennan kement titour hoc'h eus ezhomm evit gouzout penaos kregin da gemer perzh e Wikipedia (pennaennou, kemman ur bajenn, ereadur diazez...).
- Kemman testenn en ur bajenn
- Setu aze an tamm pouezusan, da lavaret eo an doare da zegas kemmou er pajennou.
- Ereadur Wikipedia
- Tra gaer eo kemman pajennou, met kalz gwelloc'h eo pa ouzer penaos. Emaoc'h war-nes dizolein an ereadur da vezan implijet war pajennou Wikipedia. Ne vo ket kavet aze holl an tammou ereadur a c'haller ober ganto, dreist-holl evit krouin taolennou, enklozan skeudennou... met liammou a vo war-du ar pajennou m'eman displeget pep tra dre ar munud.
- Liamman pennadou kenetrezo
- Un holloueziadur mat zo un holloueziadur ma c'haller tremen aes-tre eus an eil pennad d'egile. Setu perak eo ret, pa grouit pennadou, sonjal lakaat liammou enno war-du pennadou all en holloueziadur.
- Krouin taolennou
- Dizaliet eo, e Wikipedia, krouin taolennou en ur implijout an HTML. Ur c'hod a-ratozh evit ar Wiki zo evit krouin taolennou.
- Formulennou TeX
- Gant TeX, ez eus tu da grouin formulennou jedoniel a-feson ha brav-kenan.
Implijout skeudennou, soniou, videoiou
[
kemman ar vammenn
]
- Penaos eilan ur skeudenn war ar servijer
- Evel n'haller ket implijout skeudennou n'int ket bet pellgarget en a-raok war Wikipedia eo pouezus gouzout penaos en em gemer evit ar pellgargan (pe enkargan en degouezh). Setu ar pezh a vez displeget aman ma heuilhit al liamm.
- Penaos embreger ur skeudenn
- Goude ar skrid eo ar skeudennou an titourou implijetan war Wikipedia. Skeudennaouet eo ar pennadou ganto dre ul luc'hskeudenn pe ur chema. Deskit penaos enklozan skeudennou.
- Krouin ur skeudennaoueg
- Mar fell deoc'h lakaat ur strobad skeudennou n'eo ket dav deoc'h krouin un daolenn evit klenkan anezho. Un diskoulm eeun-tre a ginnig deoc'h ereadurezh ar Wiki.
- Penaos enklozan ur restr son
- Tu zo, da skouer, da enklozan ur restr son evit lakaat dizolein kan broadel bro pe vro.
- Selaou soniou
- Mard eo mat kinnig restrou son eo brav bezan gouest da glevet anezho ivez. Setu aze un dibab meziantou a c'hallot selaou ar restrou-se a-drugarez dezho.
- Sellet ouzh videoiou
- N'eus ket nemeur a videoiou e Wikipedia. M'en em gavit gant unan avat e c'hallot kaout c'hoant da sellet outan. Displeget eo deoc'h penaos dre ar munud.
Ouzhpenn degas kemmou e pennadou zo, e c'haller ivez sevel pennadou nevez hag adframman ar pennadou bet savet abretoc'h en ur adenvel anezho pe en ur ziverkan anezho.
- Penaos sevel ur bajenn nevez
- Ha degaset hoc'h eus kemmou e meur a bennad?? Ha seblantout a ra deoc'h ez eus mankou en holloueziadur war tachennou zo?? Na chomit ket da dermal ha krouit pennadou niverus. Aman e kavot dre ar munud an doare da grouin ur pennad nevez.
- Penaos adenvel ur bajenn
- C'hoarvezout a ra, pa vez krouet pennadou, e teufe an titl bet dibabet evito da vezan kudennek pe amzere. Posupl eo chench anv ar pennadou.
- Penaos diverkan ur bajenn
- A-wechou e vez ret diverkan ur bajenn bet krouet war an holloueziadur. Da skouer m'eo aet ur vandal bennak da grouin unan gant un titl kunujennus, pe ur bajenn bet krouet dre fazi; Diverket e vo ar bajenn. A-hend-all e vo kavet gwelloc'h adenvel anezhi pe sevel un adkas.
- Liamm etreyezhou
- Wikipediaou all zo e yezhou dishenvel-bras. Evit ma c'hallfe ul lenner gellout mont betek ar pennadou skrivet e yezhou all e vez lakaet liammou etreyezhou. Evel-se ez eus tu da gavout titourou all estreget ar re a gaver war ar pajennou brezhonek. Sellit pegen aes eo degas liammou gant yezhou estren.
- Adkas
- Setu aze un doare mat da lakaat meur a bajenn da skein war-du ur bajenn resis. Talvoudus-tre, evit ar berraduriou peurgetket.
- Liammou diavaez
- E pennadou zo eo talvoudus lakaat liammou war-du lec'hiennou dave all er-maez eus holloueziadur Wikipedia.
- Digejan pennadou
- Gallout a ra danveziou dishenvel-mik kaout an hevelep anv. Da skouer
Merc'her
(planedenn),
Merc'her
(deiz) ha
Merc'her
(doue). Kuit da veskan pep tra e vez krouet ur bajenn hollek
Merc'her
anvet "Pajenn henvelstumm".
- Implijout ar rummadou
- Gant ar rummadou e c'haller rummata (bodan dre rummou) ar pennadou dre demou.
- Implijout ar patromou
- Implijit patromou bep tro ma santit an ezhomm d'en ober. Pa vo degaset ur c'hemm bennak er patrom e talvezo ar c'hemm evit an holl bajennou a ra gant ar patrom-se. Evel-se e vo reizhpoell ha kinniget brav ho pennadou.
- sevel ur raktres nevez
- Goude ur pennad amzer tremenet war Wikipedia ho po c'hoant, marteze, da lansan ur raktres zo pouezus evidoc'h. Bezan e-unan evit lakaat pennadou da emdrein a c'hall bezan ur bec'h re vras avat. Evit ma teufe ur gumuniezh vihan d'ho harpan e c'hallit krouin ur raktres?; aesoc'h e vo deoc'h en em glevet ha termenin pere eo ar pennadou da vezan skrivet.
- Krouin ur porched
- Penaos krouin ur porched tematek war Wikipedia.
- Kavout e hent etre ar seurt pajennou dishenvel zo er raktres
- Ma'z oc'h dedennet gant gouzout penaos eo aozet Wikipedia, sellit ouzh ar bajenn-man war an
Esaouennou anv
. Teknikel a-walc'h eo.
Graet e vez emgleviou eus ar reolennou bet dibabet gant ar gumuniezh. Peurliesan eo bet diazezet an emglev dre ur vot. Er Wikipedia brezhonek n'eus ket bet diazezet kalz a emgleviou c'hoazh.
- Emgleviou stil
- Emgleviou diwar-benn an niverou
- Emgleviou diwar-benn an titlou
- Emgleviou tipografek
- Emgleviou levrlennadurel
- Menegit ar mammennou implijet ganeoc'h
- Reizhskrivadur
- Kalz plijusoc'h eo lenn pennadou difazi.
- Tiredou
- Arabat implijout re a liviou er pennadou
- Brav eo lakaat liviou... arabat lakaat re avat rak diaesaat a ra al lenn.
- Tuniou ha plegou
- Penaos degas boued er pennadou hep re a boan
- Arabat termal?!
- Greomp war-dro hor moc'h bihan
- Skridaozan pennadou ar c'heriou
(pe hini ur geoded pe ur gumun vihan)
- Kuzuliou hag erbedadennou evit ar pennadou Istor
- Kaozeal
- Roll keneskemm
- Kemer divizou
- Perzhidi
- Hanterin ha kuzul hanterin
- pa vez tabutou grevus etre perzhidi zo.
- Skoazell:Raktresou Wikipedia
- Kemennadenn degemer
- Plijus eo atav d'an den resev un degemer c'hwek a-berzh ur wikipedour all. Na dermit ket neuze ha degemerit ar re nevez en ur lakaat ar c'hemennadennou-se war pajenn Ma c'haozeadennou an implijerien nevez.
- Arabat sailhan ouzh ar re nevez
- Deraouidi zo bet eus an holl ac'hanomp ha kement hini en deus bet graet faziou. Mat eo diskouez pasianted eta ha displegan an traou en un doare sioul.
- Stalian ar meziant
- N'eo nemet ar penn-kentan. N'eus, evit ar mare, tamm teul klok ebet a zisplegfe penaos stalian Wikipedia war e urzhiataer.
- Rekedou SQL
- Ar voest ostilhou
- Kavout a reot war ar bajenn-se kement hag a c'hallfec'h kaout ezhomm.
Ma chom c'hoazh tra pe dra amskler ganeoc'h goude bezan lennet an holl bajennou skoazell e c'halllit atav mont da welet kostez
Skoazell:Goulenn un dra bennak
.
Setu c'hwi degouezhet e dibenn ar bajenn Skoazell. N'eo ket echu ho tro gant Wikipedia evit kelo-se avat. Kalz traou a vo diskoachet ganeoc'h en amzer da zont c'hoazh, sur ha n'eo ket marteze. Spi hon eus e vo bet talvoudus ar bajenn-man deoc'h. Klaskit dont en-dro war Wikipedia an aliesan ar gwellan evit ma kendalc'ho ar raktres stroll dispar-man da vezan ur raktres dave evit gouiziegezh Mab-den hag evit mad ar brezhoneg war un dro.