Skoazell : Penaos degas kemmou en ur bajenn

Eus Wikipedia

N'eo ket graet ar bajenn-man evit ober taoliou-esae. Implijit ar poull-traezh evit se.


Koulz lavaret e c'hall an holl kemman diouzhtu kement tra a fell dezho en holl bajennou. N'eo ket dav bezan krouet ur gont a-raok stagan ganti zoken.

Setu penaos e vez graet evit kemman pajennou, pazenn ha pazenn?:

Pazenn 1?: Pajenn ar c'hemmou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Evit kemman ar bajenn emaoc'h o lenn, klikit war al liamm kemman , er pempilh zo e laez ar bajenn.

Pempilh 'kemman'


Pazenn 2?: Takad skridaozan [ kemman | kemman ar vammenn ]

A-benn neuze e c'hallit degas kemmou er bajenn rak kavet e vez an destenn a-bezh en takad skridaozan ?:

Takad skridaozan


Displeget eo implij an ostilhou diret kinniget gant merdeeriou zo a-us ar prenestr er pennad Wikipedia:Barrenn ostilhou skridaozan

Gallout a rit skrivan, diverkan ha reizhan an destenn zo en takad-man. Dispartiet eo pep rannbennad dre ul linenn c'houllo. Moarvat e vo kavet e testenn ar pennad arouezennou dibar evel '', ''', [[, ]]. Servijout a ra evit sevel ereadur Wikipedia ; na rit ket bilou gant an dra-se evit poent.

Pazenn 3?: Rakwelet [ kemman | kemman ar vammenn ]

P'ho pez c'hoant e c'hallit rakwelet tres ar c'hemmou degaset ganeoc'h hep enrollan anezho?: Evit se, implijit ar bouton Rakwelet a gaver dindan an takad skridaozan.

Bouton rakwelet


Dont a ra ar pennad war wel er stumm rakwelet (e traon tout ar bajenn eman an takad skridaozan)?:

rakwelet


Gallout a rit kenderc'hel da zegas kemmou hag adimplijout ar rakwelet betek ma plijo an disoc'h ouzhoc'h.

Pazenn 4?: Enrollan ha diverran [ kemman | kemman ar vammenn ]

A-raok enrollan, merkit e berr gomzou peseurt doare kemmou zo bet degaset ganeoc'h er vaezienn Diverran a gaver a-is d'an takad skridaozan. A-benn ar fin, klikit war ar bouton Enrollan .

Bouton Enrollan ha maezienn skridaozan Diverran


Setu, o paouez kemer perzh e Wikipedia emaoc'h.

Pazenn 4bis?: Dilezel ar c'hemmou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Evit dilezel a-greiz pep kreiz ar c'hemmou degaset ganeoc'h, klikit war al liamm Nullan zo e-kichen ar boutonou Enrollan , Rakwelet , ha kement zo.

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Savet eo bet ar bajenn Poull-traezh evit ma c'hallfe an dud pleustrin didrabas.
  • Pajennaozet e vez an destenn (titlou, listennou, liammou, doareou fontou, hag all) dre implijout arouezennou dibar?: ereadur Wikipedia eo.
  • Ma'z eo bet kemmet ar bajenn e oac'h dres o kemman gant implijerien all war an hevelep tro ha c'hwi et teuio ur gemennadenn war wel pa fello deoc'h enrollan ho kemmou. Heuilhit ar pezh a vo merket a-benn lakaat an div destenn nevez da genglotan. Un tabut stummou a vez graet eus se.
  • Marteze e welot, e pajennou zo, al liamm gwelet an tarzh e-lec'h kemman . Gwarezet eo bet ar pajennou-se evit abegou a bep seurt.
  • Mar fell deoc'h distrein d'un doare koshoc'h eus ur pennad, heulhit al liamm istor er pempilh, sellit ouzh deiziad ar stumm hoc'h eus c'hoant da adlakaat, klikit war kemman ha war enrollan .
| Degemer mat | Kemer perzh | Kaozeal | Pajennou da heulian | Reolennou | Wikipedourien | Pajennou meta
Ereadur Wikipedia | Arouezennou dibar | Tiredou | Liviou | Taolennou


Liamm eoret | Liammou diavaez | | Kammedou kentan | Liammou etreyezhou | Ouzhpennan boued | Patromou pajennou
Danvez frank a wiriou | Formulennou TeX | Wikiraktresou | Patromou | Roll ar patromou dinamek