Moldova

Eus Wikipedia
Republica Moldova

Republik Moldova
Banniel Moldova Skoed-ardamez Moldova
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur : Limba noastr?-i o comoar?
Kan broadel: Limba noastr?
Lec'hiadur Moldova
Lec'hiadur Moldova
Ker-benn
(ha ker vrasan)
Chi?in?u
47°00′N 28°55′E
Yezh(ou) ofisiel Roumaneg
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Maia Sandu (Майя Санду)
 - Ministr Kentan Dorin Recean (Дорин Речан)
Gorread
 - Hollad 33,843 km² ( 39 )
 - Dour (%) 1.4
Poblans
 - istimadur 2007 4,320,490 ()
 - niveradeg 2004 3,383,332
 - Stankter 111/km² ( 81 )
PDK ( PGP ) 2007 (istimadur)
 - Hollad $9,367 million ( 141 )
 - Keidenn $2,962 ( 135 )
FDD   () 33.2 ( kreiz ) ([[Roll ar broiou hervez Feur an Diorroadur Denel|]])
Moneiz Leu Moldova ( MDL )
Gwerzhid-eur ( UTC +2)
Kod kenrouedad .md
Kod pellgomz +373

Republik Moldova ( roumaneg  : Republica Moldova ), pe Moldavia , a zo ur vro eus Europa ar Reter , lec'hiet etre Roumania er c'hornog hag Ukraina er reter. Un darn eus Prinselezh Moldavia e oa gwechall ha staget e voe ouzh Impalaeriezh Rusia e 1812 hag unvanet gant ar broiou arall roumanek o yezh e 1918. Staget e voe gant Jozef Stalin ouzh an Unaniezh Soviedel e 1945 hag ur republik soviedel e oa betek he dieubidigezh e 1991.

Un ezel eo eus ar Broadou Unanet , WMO , UNICEF , GUAM . Un demokratelezh parlamantel eo. E penn ar stad eman ar prezidant hag e penn ar gouarnamant eman ar ministr kentan.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gant rouantelezh Dasia e oa dalc'het ar pezh a zo Moldova hiziv e-pad an henamzer. Aloubet e voe gant ar Romaned e-pad ren an impalaer Trajan ha staget ouzh an impalaeriezh e 106. Dilezet e voe e-pad enkadenn an trede kantved avat, ha dalc'het gant ar C'hoted daoust ma chomas al latin yezh ar vro.

E-pad ar grennamzer e furme tachenn Moldova reter Prinselezh Moldova . D'ur gwarz eus an impalaeriezh otoman ez eas e-pad ar XVI vet kantved ha staget e voe ouzh Rusia , asambles gant Budjak dre feur-skrid Bukarest e 1812. Gant ar Rused e veze graet anezhi "Guberniya eus Moldova ha Besarabia" ha diwezhatoc'h Besarabia . Kornog ar brinselezh a chomas emren betek ma voe unvanet gant Walachia da vont d'ober Rouantelezh Roumania .

Goude Dispac'h Rusia 1917 ec'h embannas Moldova bezan dieub e 1918. En hevelep bloavez en em unvanas gant rouantelezh Roumania. Transnistria a chomas e-barzh an Unaniezh Soviedel , avat, ha d'ar Republik Emren Sokialour Soviedel Moldova ( RESS Moldova ) ez eas.

1940 e redias an Unaniezh Soviedel da skarzhan kuit ar vro ha stagan a reas anezhi diouzhtu. Hec'h adaloubas a reas Roumania asambles gant nerzhiou an Ahel e 1941 met dalc'het adarre gant an Unaniezh Soviedel e 1944.

Diroumanekaat ar vro a voe klasket ober gant an Unaniezh Soviedel. Ar reter hag an hanternoz, ma oa minorelezhiou slavat ha turkat a voe staget ouzh Ukraina ; degaset e voe Rusianed hag Ukrainaned, er c'heriou dreist-holl er c'heriou tra ma veze kaset un niver bras a Roumanianed da Siberia ha Kazac'hstan . An efed a voe distrujidigezh ar begennou roumaneg o yezh, hag erlerc'hiet e voent gant Slaved. Goude ma voe staget Besarabia ouzh Transnistria da vont d'ober ar Republik Soviedel Moldova e krogas an Unaniezh Soviedel da rein lusk d'un identelezh moldovat dizalc'h. Klask a reas disrannan yezh Moldova diouzh hini Roumania dre rein urzh da skrivan anezhi gant lizherenneg kirillek .

Asambles gant ar republikou soviedel trobarzhell e krogas Moldova d'en em zieubin goude 1989. E miz Eost 1989 e tivizas distrein d'al lizherenneg latin ha da lakaat ar moldoveg da yezh-stad. E miz Eost 1991 ec'h embannas Moldova bezan dieub Moldova hag e miz Kerzu ez eas da ezelez eus Kenglad ar Stadou Dizalc'h . Er memes bloaz e voe dilennet Mircea Snegur prezidant hag anavezet e voe ar vro gant ar gumuniezh etrebroadel.

Reter ar vro, Transnistria , ma oa an darn vrasan eus ar greanterezh, hag a zo ul lodenn vras eus a boblans rusian, a embannas bezan dizalc'h diouzh he zu e 1990. Aon he doa eus ar vroadelouriezh roumanian hag eus un adunvaniezh gant Roumania . Abeg ur brezel berr e voe. Nerzhiou rusian hag ukrainan a skoazellas Transnistria a zeuas a-benn da virout he frankiz, zoken ma n'eo anavezet gant stad ebet. Soudarded rusian a chom enni.

E miz Meurzh 1994 e tivizas ar vro, gant ur referendom, chom dizalc'h diouzh Roumania hag e 2001 e c'hounezas ar strollad komunour an dilennadegou. Ur prezidant komunour, Vladimir Voronin a voe anvet. O washaat e oa an darempredou etre Rusia ha Moldova a-zivout Transnistria avat. Addilennet e voe e 2005 goude m'en doa choazet tuin gant broiou ar c'hornog.

Klask a reas Rusia levezonin dilennadegou 2005 dre hantererezh CIS-EMO , un aozadur na vez ket anavezet el live etrevroadel. Difennet e voe d'e izili mont e-barzh ar vro. Un nebeud anezho a zeuas a-benn da lakaat tabut enni, avat. Kaset kuit e voent, ar pezh a lakaas ar gouarnamant rusian da fulorin.

Politikerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kartenn Moldova

Ur gambr nemeti en-deus ar parlamant. E 101 izel a zilenner evit 4 bloavezh. Gant ar palamant e vez choazet ar prezidant. Heman eo penn ar stad. Envel a ra ar ministr kentan a furm un gouarnamant respontek dirak ar parlamant.


Dilennadegou 2005: [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dilennadegou 2001 [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dieubidigezh ar vro [ kemman | kemman ar vammenn ]

E miz c'hwevrer 1991 e laras ar prezidant Mircea Snegur en ur brezegenn o-doa Roumania ha Moldova un henvelder boutin. Davein a reas ouzh "Rouaniz war an daou du eus ar Prout " hag ouzh ar "Tiriou roumanat sakr dalc'het gant ar soviediz".

Da yezh-stad ar vro ez eas ar roumaneg e 1989 ha goude an dieubidigezh e implijas Moldova banniel Roumania. Da gan broadel Moldova ez eas De?teapt?-te romane! , kan broadel Roumania. Darn vrasan an dud a grede e vefe unvanet prestik an div vro.

Goude 1993, avat, e teraouas Moldova da bellaat eus Roumania. Ar vonnreizh votet e 1994 a implij ar ger "yezh volodovek" e-lec'h "Roumaneg" hag ur c'han broadel nevez, Limba noastr? , a voe choazet. Arnodin a reas ar prezidant Mircea Snegur da adenvel ar yezh-stad "Rouamanieg" met nac'han a reas ar parlamantpeogwir e luskfe an dra-se an "emledegezh roumanat".

Bez ez eus un emsav evit an adunvaniezh en div vro.

Darempredou gant an Unvaniezh Europat [ kemman | kemman ar vammenn ]

Disklaeriet en-deus gouarnamant Moldova e c'hoantae mont e-barzh an Unvaniezh Europat met nebeut araokadennou e oa bet gant ar c'hevreutaerezhiou.

Ur feurskrid a geveleriezh hag a genlabour he-deus sinet ar vro gant an Unvaniezh Europat e 1998 evit dek bloavezh. Ur frammadur evit an darempredou daouduel a aoz ha savellan a ra paliou boutin. Ledanet e voe ar feurskrid da izili nevez an unvaniezh e 2004.

E 2005 e voe savet ur rakres-labour etre an Unvaniezh Europat ha Moldava hag en-deus krenvaet al liammou etrezo. Ul leveer eus ar program TACIS eo Moldova ivez.

Melestradurezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Bannou Moldova

Rannet eo Moldova e 32 bann ( raion , l. raioane), teir c'her ( Chi?in?u , B?l?i ha Tighina ), ha div rannvro emren ( G?g?uzia ha Transnistria hag a zo dizalc'h de facto , zoken ma n'eo anavezet gant riez ebet).

Ar bannou a zo :


Douaroniezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dniestr

An darn vrasan eus ar vro a zo lec'hiet etre ar steriou Nistru ha Prout . Ar ster ziwezhan-se a verk an harzhiou gant Roumania. En Danav en em daol. Er biz eo an Dniestr ar rinver bennan. A-dreuz ar vro e red eus an hanternoz d'ar c'hreisteiz.

Ensanket eo ar vro zoken ma'z eo tost tre ouzh ar Mor Du . Tra ma'z eo torgennek hanternoz ar vro, hec'h uhelder ne zibas ket 430 metr. Al lec'h uhelan a zo Dealul B?l?ne?ti .

Un hinad gevandirel c'houdomm he-deus Moldova gant hanviou tomm met goanviou klouar.

Ar c'heriou pennan a zo ar gerbenn Chi?in?u, e kreiz ar vro, Tiraspol (e Transnistria), B?l?i ha Bender.

Keriou brasan [ kemman | kemman ar vammenn ]

# Ker Poblans (2005) Kontelezh
1. Chi?in?u 716,700 -
2. Tiraspol 164,900 (2001) -
3. Tighina 144,400 (2004) -
4. B?l?i 127,600 -
5. Cahul 119,200. Raionul Cahul
6. Soroca 28,400 Raionul Soroca
7. Orhei 25,700 Raionul Orhei


Armerzh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Moneiz moldovat


Un hinad vat ha douareier strujus he-deus Moldova met peadra maengleuziek ebet a zo ganti. War al labour-douar eo diazezet hec'h armerzh. Ar produiou pennan a zo ar gwin hag ar butun.

Ret eo da Voldova emporzhian tout hec'h energiezh ( eoul-maen , gaz naturel ha glaou ) eus Rusia ar pezh a voe abeg kudennou bras e-pad diskar an Unaniezh Soviedel e 1991.

Goude an dieubidigezh e frankizekaas ar gouarnamant an armerzh. Ur moneiz trous e krouas, frankizekaat a reas ar priziou, paouez a reas da skoazell an embregerezhiou-stad, prevezekaat a reas an douareier ha tennan a ra kuit ar c'hlouedennou-douan. N'en-deus ket kendalc'het ar gouarnamant komunou a vreman en hent-se, avat.

Adkregin a rea da greskin an armerzh e 2001, dek bloazh goude an dieubidigezh. Bresk eo armerzh ar vro, avat, hag ar c'hresk a zo kinniget gant priziou uhel an energiezh ha dioer al lakaerien-arc'hant eus broiou ar c'hornog. E-sped arnodenn ar vro da stabilaat hec'h armerzh e chom izel tre leve ar buhez, zoken e-kenver broiou ar reter arall. N'en-deus ket tizhet PNB ar vro hanter eus ar pezh e oa e 1990. Ar PNB dre benn a zo US $2100. 40% ar boblans a oa dindan ar treuziou-paourentez e 2004 hag HDI ar vro a oa (0.681) e 2004, ar pezh a lakae anezhi d'a 113de plas war 177.

Demografiezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Poblou Moldova e 1989

Tabud ez eus a-zivout kenaozadur gouennel poblans Moldova rak n'eo ket sklaer hag eo ar voldoviz ur bobl wir pe un darn eus ar broad roumanat. Evel un bobl zistag e kont ar gouarnamant anezho hiziv met an dra-se a c'hell kemm.

Hervez kontadeg 2004 eo kenaozet poblans Moldova eus:

Hervez Moldova Azi, burev-neveziou Moldova e kavas ur strollad a brizachourien etrevroadel e oa bet graet en un doare mat ar gontadeg. Un nebeut kudennou a oa, avat :

  • Enderc'hel a ra ar gontadeg un nebeeut moldaviz edo o chom er-maez ar vro.
  • Ar respontou a-zivout ar geneliezh azo disur. War a seblant, an enklaskourien o-deus broudet tud'zo da zisklaerian e voent "moldovat" kentoc'h eget "roumanat" ha n'eo ket sur e kav tud ar vro ez un diforc'h gwir etre an div dermenn.

Ouzhpenn-se an niverou evit Transnistria n'int ket sur rak ar gontadeg a voe graet aze gant gouarnamant disranner.

Relijion [ kemman | kemman ar vammenn ]

Iliz Moldova

Poblans Moldavia a zo kenaozet eus

  • Kristenien ortodoks ar reter : 98%
  • Yuzevien : 1.5%
  • Relijionou arall : 0.5%

Yezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar moldoveg a zo ar yezh-stad. Ur stumm eus dako-roumaneg eo ha n'eo ket dishenvel tre diouzh ar roumaneg . N'eo ket ar Prout un harz yezhoniel hag an diforc'h nematan etre yezh lennegel Roumania hag hini Moldova a zo an doare skrivan rak ar voldivz n'o-deus ket degemeret an adreizhadur reizhskrivadurel 1993; Bez ez eus diforc'hiou lec'hel, avat, ha dishenvel eo yezh Chi?in?u pe Transnistria ouzh hini Ia?i , ur ger roumanat hag a oa un darn eus Prinselezh Moldova .Dre vras eo dishenvelder diouzh ar roumaneg "reizh" hervez men ar boblan slavek he yezh er c'horn-bro.

Tabut ez eus a-zivout statud ar moldoveg reizh. Dar vrasan ar yezhourien a gred eo henvel ouzh ar roumaneg met n'eo ket a-du gant an dra-se ur yezhonour moldovat. Un tamm dishenveloc'h eo ar yezh komzet abalamour da levezon ar rusianeg hag a ziouere e Roumania . Statud ar moldoveg a zo un abeg eus un tabut politikel bras e Moldova hag en-he-maez.

E 1989 e voe votet ur yezh diwar-benn ar yezh a zo ar molodveg henvel ouzh ar roumaneg hervezi. Serzh eo c'hoazh. Un nebeut eus annezidi Moldova a gomz rusianeg ha muioc'h amprestou slavek ez eus e yezh Moldova eget er roumaneg reizh. Oa navezout a ra ar voldoviz mat ha galloud a reont dibab ha fell dezho o implij pe get.

Hervez ar vonreizh eo ar moldoveg ar yezh-stad. Ofisiel eo, asambles gant rusianeg er stad nann-anavezet Transnistria ma vez skrivet gant al Lizherenneg kirillek .

Sevenadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Mihai Eminescu , barzh broadel Roumania ha Moldova

En harziou etre ar bedou latin ha slavat eman Moldova ha tra m'he-deus miret he yezh romanek e voe kalz levezonet gant sevenadur slavat. An daou zen pouezusan eus hec'h istor sevenadurel a zo Dimitrie Cantemir ha Mihai Eminescu .

Dimitrie Cantemir [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dimitrie Cantemir a oa ur prins moldovat. Skrivan a reas livadur douaroniel hag armerzhel kentan ar vro : an Descriptio Moldaviae , embannet e Berlin e 1714 .

Mihai Eminescu [ kemman | kemman ar vammenn ]

Mihai Eminescu a oa ur barzh romantel, hag unan eus ar varzhed roumanek vrudetan.

Tud dibar [ kemman | kemman ar vammenn ]