Jozef Stalin

Eus Wikipedia
Gwellaat ar pennad-man a vo ret a-raok ma vo gallet lavarout ez eo ur pennad a live holloueziadurel, ken e-kenver danvez, ken e-kenver brezhoneg .
Ma fell deoc'h rein hoc'h ali, resisaat petra zo da wellaat, grit e pajenn ar gaozeadenn .

  • Pa vo bet graet ar gwellaennou e vo ret dilemel ar patrom-man.
Jozef Stalin
den
Reizh pe jener paotr   Kemmañ
Bro ar geodedouriezh Impalaeriezh Rusia , Russian Socialist Federative Soviet Republic , Unaniezh ar Republikou Sokialour ha Soviedel   Kemmañ
Lealded Unaniezh ar Republikou Sokialour ha Soviedel   Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den ????? ?????????? ?? ????????? , Иосиф Виссарионович Джугашвили   Kemmañ
Anv ganedigezh ????? ?????????? ?? ?????????   Kemmañ
Anv-bihan Ioseb   Kemmañ
Anv-familh Stalin   Kemmañ
Lesanv Сталин   Kemmañ
Moranv Коба , Uncle Joe   Kemmañ
Deiziad ganedigezh 18 Kzu 1878   Kemmañ
Lec'h ganedigezh Gori   Kemmañ
Deiziad ar marv 5 Meu 1953   Kemmañ
Lec'h ar marv Kuntsevo Dacha   Kemmañ
Doare mervel abeg naturel   Kemmañ
Abeg ar marv cerebral hemorrhage   Kemmañ
Lec'h douaridigezh Kremlin Wall Necropolis   Kemmañ
Tad Besarion Jughashvili   Kemmañ
Mamm Keke Geladze   Kemmañ
Breur pe c'hoar Joseph Davrichachvili , Mikhail Jughashvili , Giorgi Jughashvili   Kemmañ
Pried Ekaterina Svanidze , Nadezhda Alliluyeva   Kemmañ
Kompagnun(ez) Lidiya Pereprygina   Kemmañ
Familh Stalin family   Kemmañ
Yezh vamm jorjieg   Kemmañ
Yezhou komzet pe skrivet jorjieg , rusianeg   Kemmañ
Yezh implijet dre skrid jorjieg , rusianeg   Kemmañ
Micher politiker , reveulzier , opinion journalist , statesperson , yezhoniour   Kemmañ
Tachenn labour reveulzier , politiker , opinion journalist   Kemmañ
Implijer Pravda , Brdzola , Tbilisi Observatory , galloud publik   Kemmañ
Bet war ar studi e Tbilisi Theological Seminary , Gori school   Kemmañ
Lec'h labour Sant-Petersbourg , Moskov   Kemmañ
Derou ar prantad labour 1895   Kemmañ
Strollad politikel Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel , Mesame Dasi , Russian Social Democratic Labour Party , Russian Social Democratic Labour Party (bolshevik)   Kemmañ
Relijion dizoueegezh   Kemmañ
Vehicle normally used ZIS-115   Kemmañ
Liv an daoulagad dark brown   Kemmañ
Liv ar blev blev rous   Kemmañ
Partner in business or sport Winston Churchill , Franklin Delano Roosevelt   Kemmañ
Grad milourel Marshal of the Soviet Union , Generalissimus of the Soviet Union   Kemmañ
Korf an arme Lu Ruz   Kemmañ
Anvet diwar Jozef   Kemmañ
Luskad Marksouriezh-leninouriezh   Kemmañ
Ideologiezh politikel Stalinouriezh   Kemmañ
Levezonet gant Karl Marx , Vladimir Lenin   Kemmañ
Darvoud-alc'hwez Turukhansk exile of Joseph Stalin   Kemmañ
Bet kinniget evit Priz Nobel ar Peoc'h , Priz Nobel ar Peoc'h   Kemmañ
Oberennou zo en dastumad NIOD Institute for War, Holocaust and Genocide Studies   Kemmañ
Statud e wiriou aozer Ar gwiriou aozer ne dalvezont ket ken   Kemmañ
Facial hair Mourrou , handlebar moustache , walrus moustache   Kemmañ
Stalin e 1945

Iosif Visarionovitch Djougachvili (????? ?????????? ?? ?????????, Ioseb Besarionis dse Djouc'hachvili e jorjieg ) (ganet d'an 21 a viz Kerzu 1879 - marvet d'ar 5 a viz Meurzh 1953 ) e oa anv gwirion Jozef Stalin (Иосиф Сталин, Iosif Stalin ), ur politikour ha penn-Stad soviedat , a orin jorjiat . Lesanvet Sosso (berradur Iosif) pa oa bugel, lesanvet e voe goude-se Koba (adal un haroz pobl jorjiat) e-pad e c'hentan bloavezhiou stourm kuzhit. Diwar an anv rusek сталь ( stal ) a dalvez kement ha "dir" e teu e lesanv istorel. Lesanvet e oa ivez Vojd (ar sturier) pe tad bihan ar poblou .

Sekretour meur ar strollad komunour soviedel adalek 1922, e-penn an URSS e voe etre fin ar bloavezhiou ugent betek e varv. Lakaet en doa e-plad un diktatouriezh personel gwadus : hervez an istorurien ( Daveou a vank ) e vefe kirieg eus marv un 3 betek 20 milion a dud.

Dre obererezhiou kuzh ha war hir dermen, kement hag emgleviou lies e-touez luskadou ar strollad bolchevik e voe tu dezhan implij ar polis politikel evit bezan penn nemetan ar strollad nemetan. Goustadik e voe kemmet URSS e stumm ur renad hollveliek gant un azeulerezh rediet dezhan.

Broadelaet an holl douarou hag industrielezhiou. Roet en doa lans d'ar greanterezh gant planiou pempbloaziek evit an URSS. Kement-se a voe kaoz d'ur goust denel ha sokial ramzel. E ren hir a voe diazezet war ar spont, ar flatrerezh, ar barnadennou d'ar marv pe d'ar Goulag evit milionou a dud dreist holl e-pad ar c'holiktivizadur ha Spurjou meur 1936-1937 .

Kirieg e voe eus diblasadennou poblansou lies ha ramzel, gant dezougen ret ur 15 bennak a boblou minorelezhiou broadel, bez e voe ivez an diazezadur ret da boblou kantreerien Azia Kreiz. Nac'het en doa e vije bet eus barradou naonegezh drastus 1932-1933 ( Holodomor ) ha naonegezh 1946-1947. Ar re-se a oa bet krouet evit ul lod bras dre ur politikerezh dizamant urzhiadou ret produerezhiou an douar war ar maeziou.

Implij ar propaganda hag ar spurjan tud pe an adskrivan diellou a oa un elfenn diazez da ren hollc'halloudek stalin ( Ali personel )

. An envor a vez eus Stalin a chom stag gant trec'h milourel ar Gevredidi war an Alamagn nazi dre ma oa bet an Unvaniezh soviedel un aktour penn d'an trec'h. Goude tagadenn an URSS gant Alamagn an trede Reich d'ar 6 a viz even 1941, dre an Oberiadur-brezel Barbarossa , an URSS a oa bet tost da gouezhan en e foul met dre kollou denel ha dafar ramzel e oa bet trec'het an enebour. Kement-se a zegasas ur brud bedel da Stalin hag a roio harp d'e galloud war an impalaeriezh ledet eus harzou kornog ar Republik Demokratel Alamagn betek ar Meurvor Habask .

D'an 9 a viz C'hwevrer 1946, Stalin en devoa graet ur brezegenn foran ar pezh a oa ral ar pal a oa da embann sklaer ne oa ket kenglotus ar gomunouriezh hag ar gapitalouriezh. Lakaet en devoa ivez war-raok e oa o tont war-wel ur stourm evit an danveziou diazez hag ar marc'hadou ekonomikel. An Eil Brezel-bed hervezan na oa bet nemet hini diwezhan un heuliad brezeliou a vefe echuet pa vije troet an holl broiou d'ar gomunouriezh. Stalin a gendalc'has gant an hent-se e-pad peurrest e ren o tegas ar Brezel Yen .

Bugeliezh ha stummadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Jozef Stalin e 1894

Ganet eo bet e Gori e Jorjia , ha savet eo bet e yezh e vro. E dad a oa kereour, ha lonker, a zorne anezhan gwashan ma c'halle, ha ne felle ket dezhan e raje studiou. E vamm avat, a felle dezhi ober un eskob gantan, a skoe gantan ivez.
Mont a reas d'ar skol gant ar veleien, d'ar mare ma oa nevez deuet an urzh da ober skol e ruseg hepken, ha da gloerdi ortodoks Tiflis ( Tbilisi hiziv), met ne voe ket beleget . Gloazet e voe e vrec'h en ur gwallzarvoud ha chom a reas mac'hagnet. Darbet e voe dezhan mervel gant ar vrec'h , ha chom a reas merket e zremm.

Troet e oa da lenn ha d'en em gannan. Abred e lennas levriou Darwin , Hugo , Zola , ha Marx . Skrivan a reas un nebeud barzhonegou en e yezh, hag a voe embannet. Darempredin a rae dispac'herien en un tu, ha hailhevoded en tu all, ha gante ez eas da laerezh bank Tiflis.

Ar gouestl en oberezhiou dispac'hel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pa oa bet roet lamm d'ar tsar e-pad Dispac'h miz C'hwevrer 1917 e tistroas raktal eus e doull-bac'h e Sibiria evit mont e-touez pennou uhel Strollad Komunour Rusia e Sankt-Peterbourg . Goude marv Lenin e miz Genver 1924 ez eas da sekretour Strollad Komunour an URSS pa oa kevezerezh etre en ha Trotski evit kemer lec'h tad an dispac'h komunour. E 1928 e voe skarzhet Trotski gantan. Ar IVe Etrebroadel a vo krouet gant heman e 1938 . E 1940 avat e vo drouklazhet gant Ramon Mercader , war urzh Stalin.

Ar Spurjou meur [ kemman | kemman ar vammenn ]

E Miz Kerzu 1934, Serguei Kirov , penn ar strollad komunour e Leningrad , a oa lazhet. Kirov e oa ar penn soviedel brudetan ha karetan en URRS. Bet e oa dilennet gant ar muian a vouezhiou er poellgor kreiz. Dre-se e oa posubl dezhan bezan un deiz o kemer plas Stalin e penn ar sekretouriezh kreiz. Stalin a oa bet dilennet gant an nebeutan a harp e-kenver an holl gannaded bet dilennet.

( Ali personel )

Daou abeg a oa bet d'ar muntr-se: lazhet e oa bet enebour pennan Stalin da genver politikerezh, ouzhpenn da-se e oa bet tu gant Stalin da implij an heug e-touez ar bobl eus ar muntr-se evit kenderc'hel gant spurjan er strollad ha goude-se er-maez eus ar strollad.

Ar Spont bras stalinour a oa bet kroget an nozvezh ma oa bet embannet un dekred a roe lamm d'an holl gwiriou keodedourel, kement ha d'ar goulennou distaol ur wech kondaonet d'ar marv gant leziou-barn ispisial an NKVD . Dont a reas Stalin da Leningrad evit kemer penn skrapadenn milierou a annezidi.

Miz Eost 1936, kentan prosez Moskva (diwar tri) a grog evit lazhadegan ar volcheviked kentan a oa bet el luskad ( Ali personel )

. Stalin dre-se a zeu a-benn da vougan da vat ha da viken e enebourien kevezerien eus ar bloavezhiou 1920. Ar re-se a oa trec'het dija da genver poltikel abaoe pell met c'hoant en devoa Stalin da vezan sur ne vefe ket mui riskl ebet ganto.

Pelloc'h evit ar pal-se, Stalin a zo menet gant erlec'hian an holl pennou a oa bet o sikour hag harpan anezhan etrezek hent ar galloud er bloavezhiou 1920-1930 gant ur remziad tud nevez. Ar re yaouank-se lesanvet ≪ remziad 1937 ≫ ( Khrouchtchev , Beria, Malenkov, Jdanov, Brejnev, hag all.) n'o deus bet anavezet nemet Stalin e-penn ar vro, ouzhpenn da-se e oa bet roet pep tra dezho gant Stalin. Un azeulerezh o deus evitan, ar remziad a-raok a oa leal da Stalin met a wele anezhan evel ur penn doare primus inter pares ha n'eo ket evel un doue bav. Ar remziad kosoc'h a c'helle burutellan sellou Stalin pa ne seblante ket dezho e oa speredek ar pezh a oa divizet. Etre 1937 ha 1939, Stalin a raktres lazhadeg hanter ar Politburo , eus an tri c'hard eus izili ar strollad emezelet etre 1920 ha 1935. Ar Spont bras stalinour a dag an holl aozaduriou : troc'hou garv a zo en holl ministeriou, Gosplan , Komintern , Arme Ruz betek (gant an amzer o redek) gwarded ar c'hampou-bac'h Goulag ha poliserien an NKVD .

An Trede etrebroadel [ kemman | kemman ar vammenn ]

E miz Eost 1939 e savas un feur-emglev e Moskva, darn anezhan chomet kuzh d'an ampoent, gant Adolf Hitler , penn faskour an Alamagn, evit klask bezan prest evit ar brezel a rakwele etre an div riez c'halloudusan en Europa. E 1941 e kavas e c'hoarveze re abred pa oa bet aloubet an URSS gant ar Wehrmacht. Neuze e chenchas liv e brezegennou dre ar radio pa lakaas ar pouez war difenn ar vammvro hag e tilezas lod eus an divizou komunour rik. Evel-se e vroudas holl boblou an Unaniezh soviedel da gaout ur spered kalonek evit stankan ouzh an enebourien, ken kriz e vezent pa kemerent tiriadou ar C'hornog. Etre 1943 ha 1945 e roas harz lu an URSS d'ar Wehrmacht a gilas diwar neuze. Betek Berlin ez eas an Arme Ruz . 20 milion a Soviediz a varvas e-pad an Eil brezel bed . Chom a raio ar broiou bet treuzet gant an Arme Ruz dindan beli an URSS goude Kendalc'h Yalta . Dindan evezh strizh Stalin e chomint, ar pezh a vo komprenet gant an holl goude taol Praha e 1948 . E 1947 e voe krouet gantan ar C'hominform , un Etrebroadel nevez a vo dindan ar SKUS (Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel). Displann e vo politikerezh Stalin en Azia avat : un degemer klouar d'an dispac'h e Sina , oberiou gant kalz a evezh e Korea .

Torfedou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Jedin an niver a gouzanverien [ kemman | kemman ar vammenn ]

A-raok 1991 ha fin an URSS, an enklaskerien o devoa klasket gouzout pet a dud a oa marvet dre ar stalinouriezh o devoa lakaet war-raok sifrou etre 3 ha 60 milion. Ur wech disrannet an URSS prouennou a oa kemeret adal an diellou soviediz kavet e oa bet:

  • 799 455 lazhadeget (1921?1953)
  • Tro 1,7 million lazhet er Goulag
  • Tro 390 000 lazhet e-pad dezougen ret ar c'houlaked

En holl e oa neuze 2,9 milion a dud bet lazhet hag enrollet en diellou ofisiel [1]

An diellou ofisiel soviedel na gontont ket gouzanverien an deportou gouennel, dezougen ret ar boblansou alaman e-fin pe goude an Eil Brezel-bed . eric D. Weitz en doa skrivet, "E 1948, hervez Nicolas Werth (Diazezadur Hoover), feur marvel an dud dezouget ret eus ar C'haokaz, 600 000 anezho, etre 1943 ha 1944 en doa tizhet 25%." Da ouzhpennan a vefe al lazhadegou kaset da benn gant an NKVD evel Lazhadeg Katyn , mougadennou an "enebourien diabarzh", lazhadegou en tiriadou nevez aloubet gant URSS ha lazhadegou ramzel izili an Arme Ruz (dizerterien pe tud lakaet da dizerterien) e 1941. E-pad ar brezel a-bezh ar soviediz a lazhadegas 158 000 soudard en abeg da vezan dizertourien, an "unvezhiou talan" eus an NKVD a fuzuilhas milierou all.

Goude an Eil Brezel-bed [ kemman | kemman ar vammenn ]

Marv Stalin [ kemman | kemman ar vammenn ]

Marvet eo d'ar 5 a viz Meurzh 1953 [2] , [3] , [4] , [5] . Sergey Prokofyev ar sonaozour brudet a oa marvet 50 munutenn a-raok Stalin. C'hwec'h devezh a oa ebt gortozet a-raok embann ar c'helou er Pravda evit ma chomfe sellou an holl war marv Stalin. Pouezhet krenv e oa bet war familh Sergey Prokofyev evit ma chomfent mut.

D'an 9 a viz Meurzh 1953 e voe obidou Stalin e Moskov . E-pad al lid e voe un hortad, mervel a reas kantadou a dud marvet pe flastret pe mouget. Istimet e vez e oa bet 5 milion a arvesterien, a youl vat pe deoget, devezh an obidou.

Stalin hiziv-an-deiz [ kemman | kemman ar vammenn ]

Er maez Rusia [ kemman | kemman ar vammenn ]

1an a viz Mae 2009 e Londrez, strolladou an tu kleiz pellan gant ur banniel Stalin

Lod tud pe aozaduriou a gemer awen pe a lid Jozef Stalin c'hoazh hiziv-an-deiz.

Mojennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Lod tud a gred dezho e vefe Jozef Stalin ur mab amreizh da Nikolay Prjevalsky an ergerzhour brudet. Ar vojenn a zo diazezet war tresou dammhenvel dremmou an daou zen. N'eus prouen istorel ebet a ziskouezfe e vefe bet Nikolay Prjevalsky o weladennin Georgia .

Gwelet ivez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dave ha notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Stephen G. Wheatcroft, ≪ Victims of Stalinism and the Soviet Secret Police: The Comparability and Reliability of the Archival Data. Not the Last Word ≫, mammenn : Europe-Asia Studies, Vol. 51, no 2 (mars 1999), pp. 315?345, a ro ar sifrou: e-pad 1921?53, an niver a dud kondaonet evit "torfedou politikel" a oa 4 060 306 kondaonet ; 799 473 kondaonet d'ar marv ; 2 634 397 er c'hampou-labour ; 413 512 skarzhet ; 215 942 all. Ouzhpenn-se war ar mare 1937?52, e oa bet 14 269 753 kondaonadur nann politikel, gant 34 228 kondaonet d'ar marv, 2 066 637 kondaonet d'ar c'hamp evit 0?1 bloaz 4 362 973 kondaonet evit 2?5 bloaz, 1 611 293 kondaonet evit 6?10 bloaz, ha 286 795 kondaonet evit 10 vloaz pe ouzhpenn..
  2. Vagif Samadoghlu, Azerbaijan International
  3. ≪Mars 1953, on pleure le camarade Staline≫, France Culture
  4. Robert Littell, pennad-kaoz gant La Lettrine
  5. Michel Winock, Les Francais pleurent le petit pere des peuples... , L'Histoire , miz C'hwevere 2003