Den

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Homo sapiens )
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-man ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuin.
Gallout a rit skoazellan Wikipedia dre glokaat anezhan
den
organisms known by a particular common name
Iskevrennad eus mammal , Den , individual animal , omnivore , natural person   Kemmañ
Rann eus Kevredigezh , denelezh , biosferenn   Kemmañ
Arvez denelezh   Kemmañ
Perzhiad e obererezh mab-den   Kemmañ
Efed artificial object   Kemmañ
Studiet gant antropologiezh , human ecology   Kemmañ
Physically interacts with endro naturel , Douar   Kemmañ
Istor istor an denelezh   Kemmañ
Mammenn emvagan bennan human food   Kemmañ
A implij artificial physical object , ostilh , yezh   Kemmañ
Produced sound human voice   Kemmañ
Stumm gourel an dikedenn homulo , humano   Kemmañ
ID en Thesaurus NCI C14225   Kemmañ
Enebet ouzh non-human animal   Kemmañ




Den

Homo sapiens
Rummatadur filogenetek
Riezad  : Animalia
Skourrad  : Chordata
Kevrennad  : Mammalia
Urzhad  : Primates
Kerentiad  : Hominidae
Genad  : Homo
Anv skiantel
Homo sapiens sapiens
Linnaeus , 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-man.

An Den , ( liester  : Tud ha Denennou ) a c'hell bezan termenet diwar savboentou bevoniel , sokial ha speredel .

Yezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Ar ger den a c'hall talvezout gwaz , pried , evel en dro-lavar ma den .

Bevoniezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Renket eo an Den er spesad Homo sapiens (e latin " Den a oar traou ") hag ur primat hag un draoudroadeg eo. Renket eo ivez er c'herentiad Hominidae gant un nebeud marmouzed all : ar chimpanzeed , ar gorilhed , hag an orangoutaned . En uskerentiad e vez kavet ivez marmouzed hucherien ha gibboned .
An hominidae a zo ur c'herzhed sonn ganto hag e lez dieub an izili uhelan evit doarnata an traezou. Graet e vez an daoudroadegezh deus an doare kerzhout-se. Un empenn diorroet-tre o deus ivez hag a ro dezho ar varregezh evit ar preder difetis, ar c'homz , al lavar hag an imbroud-spered . Meur a ouizieg a gred eo deuet seurt emdroadur eus an Den diwar an ezhomm redek war dennadou hir. Ha n'eus nemet un nebeud loened hag a zo gouest d'ober evel-se.

Spered an den [ kemman | kemman ar vammenn ]

Perzhiou dishenvel an eil diouzh egile a zo da spered pep Den. Rein a ra dezhan ur c'hundu kemplez hag ennan al lavar. Kuriusted hag arsellerezh a vez lakaet alies evel abeg an emskiant hag hini al liammou etre ar spered hag ar c'horf .
Evit studian mont-en-dro ar spered bet savet kelennou ar bredoniezh , ar bredvezegiezh hag ar bredelfennerezh .
E kredennou a gaver er relijionou e vez pouezet war meizad an ene evel perzh dibar ar vevenn denel ha war ezhomm azeulin un doue pe meur a zoue pe teuziou|deuziou.
Ar brederouriezh a glask kompren pep a veizad o tennan d'ar spered denel e pep kenver.
Leun eo an arzou , ar sonerezh hag al lennegezh eus oberennou o fal dezho eztaolin ar meizadou-se hag ar santimantou .

E-kenver ar gevredigezh hag ar sevenadur  :
An dud a zo bevien sokial dre herezh . Krouin a reont frammou sokial kemplez, enno un toullad bras a strollou o kenlabourat koulz hag o kevezan an eil gant ar re all.
Gwelout a reer ar c'hunduiou etre broadou, riezou, strollerezhiou ha familhou hag ivez e live ar c'humuniezhou hag an hiniennou.
Diouzh-se e teu diorroadur an deknologiezh hag ar skiant evel kenderc'hadou ar gevredigezh ha re an ober hiniennel.
Diouzh an etreoberiou -se e teu ivez ar sevenadur pa en em sil er gevredigezh talvoudegezhiou, kredennou , gwengelou , lidou , hengouniou , boaziou , reoladou kevredigezhel.

Kredennou a denn d'an Den [ kemman | kemman ar vammenn ]

Meur a savboent zo diwar-benn natur ha sustans an Den.

  • Danvezelouriezh  : n'eo ket an dud bevien fizikel hep perzhiou speredel pe dreistnaturel hepken. Degemer a reont an [[naturojavascript:insertTags(' ',' ','Link title'); Link titleuriezh ]] ha ne zegemeront ket an dreistnaturouriezh .
  • Hervez menoziou ar relijionou abrahamek , fizikel ha speredel eo natur an Den a zo bet krouet evel skeudenn Doue . Hervezo e c'hello chanch e stad en dazont goude ma ne vo ket ar bed-man.
  • Hollzoueegezh  : pa'z eo an dud elfennou eus ar bed krouet gant Doue ha diouzh-se elfennou Doue int asambles, rak Doue eo ar bed hag ar c'hontrol.
  • Nes d'an hollzoueegezh eo an hollenzoueegezh a laka ar bed da vezan Doue, met brasoc'h eo Doue eget ar bed. An unegezh , al loenegezh , relijion ar Veda ha meur a stumm prederouriezh eus ar Reter a zispak menoziou henvel.