Voyager 1

Eus Wikipedia

Voyager 1 a zo ur sontenn amerikan bannet d'ar 5 a viz Gwengolo 1977 evit studian planedennou diavaez Koskoriad an Heol ( Yaou , Sadorn ). Goude bezan studiet Yaou hag hec'h adplanedennou e 1979 , Sadorn hag hec'h adplanedennou e 1980 , e krog e 1989 ar rann etresteredel eus ar gefridi. E miz Eost 2012 ez a er-maez eus an heliosfer , al lodenn eus an hollved dindan levezon an Heol , hag ec'h antre er metou etresteredel . Ar wech kentan eo d'un ijinenn savet gant mab-den mont er-maez eus Koskoriad an Heol ha beajin dre ar metou etresteredel-se. Betek ar bloaz 2025 e tlefe ar sontenn skignan titourou skiantel.