Jawaharlal Nehru

Eus Wikipedia
Jawaharlal Nehru er bloavezhiou 1920

Jawaharlal Nehru (???????? ????? en hindi, distaget [d???aː??r?laːl ?neː?ruː]) (ganet e Allahabad d’ar 14 a viz Du 1989 ha marvet e Delhi d’ar 27 a viz Mae 1964 ) a voe ur politikour eus India hag unan eus pennou an emsav evit dizalc’hiezh India. Kentan ministr India e voe adalek dizalc’hidigezh ar vro d’ar 15 a viz Eost 1947 betek e varv e 1964. E verc’h nemeti, Indira Gandhi , a voe Kentan ministr ivez adalek miz Genver 1966 .

Eus kostezenn sokialour Kendalc’h Broadel India e oa Nehru ha klask a reas lakaat da dalvezout en India steunvou diorren armerzhel war meur a vloaz e-giz re an Unvaniezh Soviedel , da lakaat war-sav en e vro ur sokialouriezh demokratel a vefe mesket enni an elfennou gwellan eus ar sokialouriezh hag ar gevalaouriezh .

E vuhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Nehru da 15 vloaz, e skol Harrow, e-kichen Londrez.

Mab e oa da v- Motilal Nehru , unan eus renerien Kendalc'h Broadel India . Mont a reas da Vro-Saoz d’ober e studiou, e skol Harrow hag e Skol-veur Cambridge , ha distrein da India goude, da vezan alvokad . Kregin a reas da stourm da vat evit dizalc’hiezh ar vro, war skouer e dad, a-raok pignat tamm-ha-tamm e strollad ar C’hendalc’h betek dont da vezan prezidant ar strollad e 1929 ha bezan unan eus an dud tostan da v- Mohandas Gandhi .

Abalamour d’e stourm e voe lakaet meur a wech en toull-bac’h gant ar Saozon (etre 1920 ha 1945 e tremenas 10 vloaz er vac’h). Gantan e voe savet ar gouarnamant indian kentan e miz Gouere 1946, daoust da enebiezh ar C'hevre Muzulmat a glaske sevel ≪ Pakistan ≫, ur stad dizalc’h evit muzulmiz Indez. Da Nehru e voe roet an enor da sevel banniel India e Delhi d’ar 15 a viz Eost 1947, an deiz ma teuas India da vezan dizalc’h. Daoust da enebiezh Pakistan e voe staget Kachmir ouzh India gantan, ar pezh a voe abeg d’ar brezel kentan etre Pakistan hag India (1947-1949). Gant Nehru ivez e voe staget prinselezh Haidarabad (pe Hyderabad) ouzh India.

Evel kentan ministr e klaskas Nehru lakaat India da vezan ur vro distag diouzh an daou c’halloud bras ( Stadou Unanet Amerika hag Unvaniezh Soviedel ) ha dont a reas da vezan unan eus renerien emsav ar broiou distag diouzh an daou vloc’had bras evel-se (gant Tito ha Nasir ). E 1956 e savas a-du gant Nasir pa oa bet taget Kanol Suez en Ejipt gant armeou Breizh-Veur, Bro-C’hall hag Israel. A-hend-all e renas ur politikerezh mennet a-enep an trevadennin : lakaat a reas Bro-C’hall da asantin d’un emglev evit ma vefe lakaet ar c'hontoueriou gall evel Puducherry e-barzh India e miz Du 1954 ; e miz Kerzu 1961 e voe aloubet trevadenn bortugalat Goa ha staget e voe ouzh Unaniezh India.

Goude trec’h strollad Nehru, Kendalc’h Broadel India, e mouezhiadeg 1957, e voe kavet abeg buan e politikerezh e c’houarnamant. Sonjal a reas Nehru rein e zilez, aet skuizh gant ar c’hevezerezh etre pennou ar C’hendalc’h evit tapout ar galloud, met kenderc’hel a reas en e bost. Pa voe dilennet e verc’h, Indira Gandhi , da brezidantez strollad ar C’hendalc’h e 1959, e voe kavet abeg ennan adarre ha lavaret e klaske mirout ar galloud evit e familh. Aloubadeg Goa e 1961 a lakaas brud Nehru da greskin avat hag e mouezhiadeg 1962 ez eas an trec’h gant Kendalc’h Broadel India adarre, daoust ma kreskas ar votou a-du gant ar strolladou all evel Bharatiya Jana Sangh , eus an tu dehou, pe Strollad Komunour India .

E 1962 e voe brezel etre India ha Republik Pobl Sina , abalamour d’un dizemglev war an harzou etrezo ha dre ma oa bet roet bod d’an Dalai Lama gant India e 1959. Faezhet e voe India ha war-lerc’h e klaskas Nehru lakaat un darempred gwelloc’h etre an div stad amezek. Argad arme Sina war harzou India hag aloubadeg tammou eus Asam ha Kachmir a ziskouezas pegen gwan e oa arme India. Rediet e voe Nehru da skarzhan ministr an Difenn ha da c’houlenn sikour digant ar Stadou Unanet. E 1963 e krogas yec’hed Nehru da fallaat ken e rankas diskuizhan e-pad meur a viz e Kachmir. E 1964, pa seblante mont gwelloc’h gantan en devoe un taol kalon .

Mervel a reas d’ar 27 a viz Mae 1964 . Devet e voe e gorf hervez boaziou an hindouegezh ha stlapet e voe e ludu er ster sakr Yamuna . En e obidou e voe kantadou a viliadou a dud, evel ma oa bet en obidou Gandhi.

Politikerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Nehru a vame ouzh steunvou diorren armerzhel an Unaniezh Soviedel ha klask a reas aozan un dra bennak henvel evit India. Fellout a rae dezhan degas d’e vro tuiou mat ar sokialouriezh hag ar gevalaouriezh ha sevel en India un doare sokialouriezh demokratel. Met, ma teuas an taol da vat gantan war meur a dachenn, e krouas ivez a-hend-all ur velestradurezh luziet hag enni e-leizh a gargidi breinet gant an arc’hant alies. E 1956 e voe roet lans gant Nehru d’ar Reveulzi c'hlas evit stourm ouzh an naonegezh : adingalan an douarou, kleuzian kanoliou ha sevel stankellou da c’hallout douran ar parkeier… War un dro e roas lans da labouriou bras evit kaout tredan diwar dour ar steriou ha da enklaskou evit pourvezan energiezh nukleel da India.

Herezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Nehru e-touez skolidi e Nongpoh e Meghalaya .

Dre ma voe Nehru Kentan ministr India ha Ministr an Aferiou diavaez en devoe kalz a veli evit stumman gouarnamant ha sevenadur politikel India en XX vet kantved . Meulet e vez e labour evit sevel ur reizhiad skoliou kentan derez a dizhas holl gorniou ar vro. War dachenn an deskadurezh bepred e voe savet gantan skoliou uhel a bouez, evel an All India Institute of Medical Sciences [1] , an Indian Institutes of Technology ("Ensavaduriou Teknologiezh India") [2] hag an Indian Institutes of Management ("Ensavaduriou Mererezh India").

En e amzer ivez e voe savet ur reizhiad a glask rein an tu d’an holl d’ober studiou ha da gaout labour, n’eus forzh piv e vefent (minorelezhiou, maouezed, ar c’hastaou izelan, feizidi an holl relijionou…) [3] , [4] Klasket e voe kas da get ar gwallziforc’hiou a-enep ar maouezed hag ar c’hastaou izelan [5] . ha pa ne vefe ket bet tizhet ar pal-se c’hoazh.

Penn Jawaharlal Nehru war un timbr eus an Unaniezh Soviedel e 1989

War un dro e tiskouezas Nehru bezan ur broadelour mennet da rein un identelezh voutin da holl dud India, daoust d’an diforc’hiou bras a oa er vro. Goude dizalc’hidigezh India diouzh ar Saozon e voe splann an diforc’hiou-se, e-kenver yezh ha sevenadur, pa ne oa ket da stourm ouzh un enebour boutin ken. Savet e voe raktresou bras an National Book Trust, [6] hag an National Literary Academy evit skoazellan da drein skridou lennegel pep hini eus yezhou India ha da vroudan an eskemmou etre an holl yezhou-se.

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Lec’hienn ofisiel an All India Institute of Medical Sciences
  2. Indian Institutes of Technology
  3. Jackson, Thomas William, From Civil Rights to Human Rights , University of Pennsylvania Press, 2007
  4. Manor, J.; Dua, B.D., Nehru to the Nineties: The Changing Office of Prime Minister in India , C. Hurst & Co. Publishers, 1994
  5. Zachariah, Benjamin, Nehru , New York: Routledge, 2004
  6. NBT: History

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .