Irak

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Iraq )
??????? ??????
Jumhuriyat Al ‘Iraq
?????? ?????
Komara Iraqe
Banniel Iraq Ardamezioù Jorjia
Banniel Ardameziou
Ger-stur
Allahu Akbar  "Meur eo an doue"

Lec’hiadur Iraq
Yezhou ofisiel Arabeg
Kurdeg
Yezhou rannvroel Aramaeg
Azerieg
Ker-benn Baghdad
Dizalc'h 3  a viz  Here   1932
Statud politikel Demokratelezh
parlamantel
Prezidant Barham Salih
Ministr kentan Mustafa Al-Kadhimi
Gorread
-En holl
-% dour

438,317 km²
1.1%
Poblans
- 2005 war-dro
- Stankter ar boblans

28,807,000
66/km²
Moneiz Dinar Iraq
Kan broadel Mawtini
Devezh ar vro
Kod war ar Genrouedad .iq
Kod pellgomz 964

Irak [1] , pe Iraq [2] ( Al ‘Ir?q ??????), zo Republik Irak/Iraq ( al Jumh?r?yah al `Ir?q?yah ????????? ????????) stumm hir hec’h anv. En norzh d'al ledenez arab eman ar vro-man ha Baghdad eo ar ger-benn anezhi. Muzulmaned (chiited ha sunnited) eus ar Reter-Nesan eo an darn vrasan eus an dud zo o chom enni, met kristenien a gaver niveruzik ivez. Arabed , Kurded ha Turkomaned eo ar poblou niverusan. Aloubet e oa bet gant ar Stadou-Unanet e 2003, met e dibenn ar bloaz 2001 e tlefe ar soudarded amerikan bezan aet kuit, nemet hag un emglev nevez a vefe kavet.

En em ledan a ra Irak war al lodenn vrasan eus Mezopotamia , unan eus kevell ar sevenadur. War riblou ar ster Eufratez , a dremen dre Vaghdad , e oa bet krouet ar skritur 3 000 bloaz zo.

E-pad pell amzer e voe an tiriad-se ul lodenn eus an Impalaeriezh otoman . Aloubet e voe gant ar Rouantelezh-Unanet e derou an XX vet kantved . Start e oa bet an traou evit an alouberien peurliesan.

Goude taol-Stad Saddam Hussein , penn ar strollad Baath , e 1979 e oa bet tri brezel ma oa bet lazhet miliadou a dud. Gwaskerezhiou gwadus, en o zouez gwaskerezhiou a-enep ar Gurded hag ar chiited, a oa bet ivez hag e-pad an dek bloavezhiad embargo. Torret e oa bet e renadur lik e 2003 gant ar Stadou-Unanet. Abaoe an aloubidigezh-se ez eus brezel diabarzh en Iraq, ma vez stourmet ouzh an alouberien, ma vez taoliou spont ha ma stourm ar Sunnited, ar Chiited, ar Gurded an eil ouzh egile.

En eil plas eman Irak evit an niver a viradou tireoul er bed a-bezh hag ezel eo eus an ABET (ABET : Aozadur ar Broiou a Ezporzh Tireoul).

Gwelet ivez ar pennad Brezel Irak (2003-2011).

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Irak zo kavell ar sevenadur sumerian (IIIe milved a-raok Jezuz-Krist). Eno e voe krouet ar skritur hag e oa bet kempennet an doureier a-zoare. Kregin a ra istor Irak da vare keodedou-Stadou Mezopotamia , da vare ?u?an ha Babilon dreist-holl. Astenn a reas an Hitited o beli goude war ar vro, ha war o lerc’h e voe renet ar vro gant an Asirianed , ar Veded .

An tarv askellek, dezhan ur penn den VIII vet kantved.

Traoniennou an Tigris hag an Eufratez a voe dindan dalc’h meur a impalaeriezh war-lerc’h : an impalaeriezh sasanit, an impalaeriezh pers (o doa degaset ganto ar zoroastriegezh, ur relijion zo anezhi c’hoazh e provinsou zo), an impalaeriezh c’hresian (da vare aloubidigezhiou Alexandr Veur), ar vuzulmaned o tiskenn eus an ( Diernezh Ummaya hag eus an Diernezh Abbassid ), ha war-lerc’h an impalaeriezh otoman XIII vet kantved , hag evit echuin an impalaeriezh trevadennel vreizhveuriat.

E-pad ar Brezel-bed kentan e voe aloubet Irak gant ar Vreizhveuridi ha d’ar 1an a viz Here 1919 e voe diskleriet e oa anezhi ur vro dizalc’h diouzh an impalaeriezh otoman. D’ar 25 a viz Ebrel 1920 e fizias Kevredad ar Broadou (an aozadur a oa bet anezhan a-raok ABU ) er Rouantelezh-Unanet evit meran Mezopotamia .

D’an 3 a viz Here 1932 e teuas Irak da vezan ur vro dizalc’h. Un unpenniezh e beli ar Rouantelezh-Unanet e oa. Skoazellet e voe ar Republikaned da vat gant an Alamaned e 1941, p’o doa graet an taol-Stad. Ar Vreizhveuridi avat o doa adsavet an unpenniezh.

E 1955 , da vare ar brezel yen , he doa sinet Iraq emglev Baghdad hag evel-se e voe skoulmet ul liamm gant ar Stadou-Unanet .

E 1958 en doa kemeret ar jeneral Kassen ar galloud da-heul un taol-Stad all. Hennezh a voe drouklazhet avat d’an 9 a viz C’hwevrer 1963 e-pad un taol-Stad nevez.

D’an 31 a viz Gouere 1968 e voe graet un taol-Stad adarre gant ar jeneral Ahmed Hassan al-Bakr . E 1979 e voe erlerc’hiet gant Saddam Hussein .

D’an 22 a viz Gwengolo 1980 e tisklerias Saddam Hussein ar brezel da Iran abalamour da Chatt-el-Arab (delta an Tigris hag an Eufratez). Ar brezel Iran-Iraq pe brezel kentan ar pleg-mor Arab-ha-Pers . Lakaet e voe un termen d’ar brezel e 1988 met ne oa bet gounid ebet.

E-pad an hanv 1990 e voe aloubet Koweit gant Iraq. Pennkaoz e voe an aloubidigezh-se da eil brezel ar pleg-mor Arab-ha-Pers . Da c’houde ar brezel e voe lakaet embargo war ar vro e-pad daouzek vloavezh, diwar ziviz an ABU. Ur spont e oa bet evit Irakiz (1,5 milion a dud bet lazhet).

D’an 20 a viz Meurzh 2003 e oa bet taget Iraq gant armeou kenunvanet ar Stadou-Unanet hag ar Rouantelezh-Unanet , hag un dek bro bennak all : Japan , Sukorea , Polonia , Spagn hag Italia . Diskaret e oa bet renad Saddam Hussein teir sizhun war-lerc’h. D’ar 1an a viz Mae e voe lakaet un termen d’ar trede brezel ar pleg-mor Arab-ha-Pers . Abaoe eo aloubet ar vro gant an armeou kenunvanet.

D’an 28 a viz Mezheven 2004 e oa bet lakaet war-sav ur gouarnamant da c’hortoz, diwar ziviz, hag Iyad Allaoui an hini eo a renas ar vro diwar ar mare-se. D’an 30 a viz Genver 2005 e oa bet aozet ur gwir dilennadeg demokratel, ar pezh na oa ket bet graet er vro abaoe 1953 , daoust d’ar sponterien a glaske levezonin an dud da chom hep mouezhian. Chiited ha Kurded Iraq avat a oa bet ur c’halz anezho o vouezhian.

D’ar 6 a viz Ebrel 2005 e oa bet dilennet ur prezidant kurd Jalal Talabani evit ar wech kentan en Irak.

D’ar 5 a viz Du 2006 e voe kondaonet Saddam Hussein d'ar marv, kerkoulz ha daou geneil dezhan, gant lez-kastiz uhel Irak. Kaset e voent dirak al lez-varn-se evit bezan lakaet 148 den eus ur geriadenn chiit d'ar marv er bloavezhiou 1980.

D’ar 26 a viz Kerzu 2006 e voe distaolet galv Saddam Hussein ha d’an 30 a viz Kerzu 2006, da 6 eur vintin, e voe krouget.

Politikerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Betek 2003 e oa Iraq ur repubik ofisiel renet gant Saddam Hussein a rene ar vro abaoe ar 16 a viz Gouere 1979 .

E 2003 e oa bet taget Iraq gant ar Stadou-Unanet hag ar Rouantelezh-Unanet , skoazellet gant un dek bro bennak all. Rak-se e oa bet diskaret gouarnamant Saddam Hussein . Armeou o tont eus ar Stadou-Unanet, eus Polonia hag eus ar Rouantelezh-Unanet zo dreist-holl er vro abaoe.

  • Gouarnamant da c’hortoz

D’an 3 a viz Mae 2005 e voe lakaet ar chiit Ibrahim al-Jaafari e penn ar gouarnamant da c’hortoz. Jahal Talabani , unan eus pennou bras ar Gurded, zo prezidant nevez ar gouarnamant da c’hortoz.

Un irakad oc’h ober arouez an trec’h en ur ziskouez e viz merket gant liv diverkus

D’an 30 a viz Genver e oa bet dilennet un ur vodadenn vroadel vonreizhan , a ya 275 sez d’hec’h ober. Dilennet e voe ur prezidant nevez ha daou vesprezidant. Da c’houde e voe anvet ur ministr kentan gant an tri den-se hag ur gouarnamant nevez ivez e-lec’h ar gouarnamant da c’hortoz. Anv a oa ivez gant ar 14,2 milion a irakiz enskrivet war roll an dilennerien (hervez priziadur Bodad dilenn Iraq) da zilenn, hervez o rannvro, an 51 ezel eus Kuzul Baghdad hag an 41 ezel zo e pep hini eus ar 17 Kuzul-provins. Ar Gurded o doa ivez da zilenn ar 111 kannad eus ar vodadenn emren .

E-pad devezh an dilennadeg e voe graet gwalldaoliou ma oa bet marvet 36 den, 30 anezho ne oant ket soudarded. Daoust d’ar feulster ne oa ket bet Irakiz evit chom hep mont da vouezhian : 58 % eo ar feur perzhian (8 456 266 o doa mouezhiet). Aet e oa ar maout gant Kevredad unanet Iraq , ul listenn [[chiit] harpet gant an aiatola meur Ali al-Sistani . 4 075 000 den o doa mouezhiet evitan, bezet 48,1%. 2 175 000 mouezh (25,7 %) a oa aet gant ar C’hevredad kurd ; 1 168 000 mouezh (13,8 %) gant listenn ar Ministr kentan kozh Iyad Allaoui  ; 150 680 mouezh (1,7 %) gant liestenn ar prezidant kozh sunnit Ghazi al-Yaouar . Disoc'hou an dilennadeg

Bodad skrivan ar Vonreizh , bet skrivet lezenn diazez Iraq gantan a-raok ar 15 a viz Eost 2005 , zo enni 55 ezel, en o zouez 25 sunnit. Kinniget en doa da bobl Iraq mouezhian al lezenn diazez-se d’ar 15 a viz Here 2005 : 61 % eus ar geodediz o doa kemeret perzh er vouezhiadeg-se, daoust ma oa bet klasket mirout outo ober. 4 den a oa bet marvet en holl er vro. Anavezet e oa bet an disoc’hou d’ar a viz Here 2005 : 78 % eus Irakiz o doa demegeret ar Vonreizh met e daou brovins sunnit ( Salah ad Din hag Al Anbar ne oa ket bet degemeret. Lavaret he doa ar Bodad dilenn dizalc’h, staliet e Baghdad, e oa bet doujet da reolennou etrebroadel an demokratelezh.

D’an 8 a viz Mezheven [[2006] en deus ar Parlamant degemeret anvidigezh ministred an Difenn, an Diabarzh hag ar Surentez vroadel, ar pezh na oa ket bet graet abaoe an 20 a viz Ebrel , da lavaret eo abaoe m’eo bet kemeret ar galloud gant gouarnamant ar Ministr kentan Nouri al-Maliki . Ar Sunnit Abdul-Qadre Mohammed Jassim zo bet anvet da vinistr an Difenn. Ar Chiited Jawad al-Bolani ha Cherwan al-Waili zo bet anvet da vinistr an Diabarzh ha da vinistr ar Surentez vroadel.

Provinsou [ kemman | kemman ar vammenn ]

18 provins ( muhafazat (unander), muhafazah (liester)) a ya d’ober Irak :

Douaroniezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kartenn Iraq
Skeudenn dre loarell eus Iraq e miz Gwengolo 2003

Keriou pennan [ kemman | kemman ar vammenn ]

Armerzh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Feur deskin lenn ha skrivan an oadourien (% 2000-2004) :

  • Hollad : 39
  • Paotred : 55
  • Merc’hed : 23

Er blegenn e oa armerzh ar vro da-heul aloubidigezh ar vro met krog eo d’ober berzh en-dro daoust d’an diasteriou zo anezho hiziv c’hoazh er vro. Kresk bras zo : 29,3 miliard a zollariou eo ar produadur diabarzh kriz (PDK), tra ma oa 18,4 miliard e 2005 gant ur produadur broadel kriz (PBK) dre zen a 780 $ e 2002, hervez ar Bank-bed .

An eoul-maen eo barregezh kentan ar vro. 2,03 milion a varilhadou tireoul a veze produet bemdez e 2004 daoust ma oa kudennou surentez er vro. Priziet e voe miradou tireoul Iraq da 115 miliard a varilhadou e 2004 . N’eo ket reizh ar sifrou-se, war a seblant, hervez arbennigourien zo. Gant-se e oa Iraq en trede plas, dres war-lerc’h Arabia Saoudat hag Iran, evit an niver a viradou tireoul.

Degemeret buan-tre o deus Irakiz an teknologiezhiou kehentin nevez (4,5 milion a dud koumantet d’ar pellgomz ? pellgomzeriou difinv ha pellgomzeriou hezoug ? e miz Eost 2005 , pa oa 883 000 den koumantet hepken a-raok an aloubidigezh. 147 000 den a veze koumantet d’ar Genrouedad e miz Meurzh 2005 e-skoaz e 2002, ma ne oa nemet 4500).

N’eo ket kemmet al lezennou sokial a oa bet lakaet da dalvezout gant renadur Saddam Hussein. N’eo ket mui Kengevread Hollek ar sindikadou ar sindikad nemetan er gennad (bihan) prevez. Kevread irakat ar sindikadou , ar sindikad nemetan anavezet gant ar Stad, zo bet lakaet en e lerc’h. Er gennad foran eman ar c’hevread-se ivez, daoust ma’eo berzet ar sindikadou gant al lezenn. Sindikadou dezho skourrou emren a vod dreist-holl kelennerien ha tud a labour er gennad tireoul. ABET (ABET : Aozadur ar Broiou a Ezporzh Tireoul).


Poblans [ kemman | kemman ar vammenn ]

Emdroadur ar boblansouriezh etre 1961 ha 2003 (sifrou gant FAO , 2005). Poblans e milierou a dud.

Annezidi : 26 074 906 (miz Gouere 2005 ) [1]

  • Arabed (75~80 %) (sunnited : 18 %, chiited : 50~55 %)
  • Kurded (22~25 %)
  • Turkomaned (2~3 %) (sunnited an darn vrasan anezho)

Relijionou : 97 % eus an dud zo muzulmaned, 55 % anezho zo chiited. 3 % a gristenien, ortodoksed an darn vrasan anezho, zo o vevan er vro, dreist-holl e Baghdad hag en trowardroiou.

Sevenadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Lenn ivez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Levr Istor-Geografiezh, 6 vet , TES .
  2. Geriadur brezhoneg An Here , 2001, p. 1430.