Mezopotamia

Eus Wikipedia
Mezopotamia
cultural landscape , ancient civilization , rannvro istorel
Stad Irak   Kemmañ
Lec'h Azia ar Mervent , Kreskenn Strujus , Tigris?Euphrates river system   Kemmañ
Daveennou douaroniel 33°42′0″N 43°30′0″E   Kemmañ
Douaroniezh an danvez geography of Mesopotamia   Kemmañ
Istor history of Mesopotamia   Kemmañ
Tikedenn Stack Exchange https://history.stackexchange.com/tags/mesopotamia   Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennou Category:Maps of Mesopotamia   Kemmañ
Map
Arabat droukveskan gant an anv spagnolek Mesopotamia , a zo anv ur brovins en Arc'hantina.
Kartenn eus Mezopotamia gwechall

Mezopotamia a oa, en Henamzer , ur vro e kornog Azia , etre ar steriou Eufrates ha Tigris , el lec’h m’eman Irak hiziv. Lavarout a reer ez eo bet "Kavell ar sevenaduriou kentan" rak diorroet-kenan e oa ar sevenadur er rannved-se en Henamzer e-pad 3 000 bloaz. Dre vras en em astenne Mezopotamia etre ar meneziou Zagros hag Anti-Taurus en hanternoz, hag ar Pleg-mor Pers er c’hreisteiz, ar pezh a glot a-walc’h gant Irak hiziv, gant reter Siria ha gevred pellan Turkia ouzhpenn.

Dont a ra an anv Mezopotamia eus ar gregach , ha talvezout a ra kement hag etre steriou . War an div ster-se eo diazezet brud ha pinvidigezh ar vro. Gant o dour e c’helled doura an douarou hag evel-se e c’hellas al labour-douar mont war-raok. En div ster e oa stank ar pesked ha war o riblou e oa puilh al loened gouez hag al laboused. An douarou strujus a daole boued a-walc’h evit an dud a oa o chom er c’heriou. E kreisteiz Mezopotamia, just a-walc’h, e teuas ar c’heriou kentan war wel. Dont a rejont da vezan lec’hiou kreiz evit ar c’henwerzh, an artizanerezh, ar velestradurezh hag an difenn. Annezidi Mezopotamia a implije ar pri d’ober brikennou evit sevel o ziez, ha d’ober taolennou evit skrivan.

Pinvidigezh Mezopotamia a veze c’hoantaet gant ar poblou amezek. Aloubet e voe ganto alies. Abalamour ma veze aon rak an aloubadegou-se eo e voe savet keriou gant mogeriou-krenv difennet-mat.

Gwelet ivez [ kemman | kemman ar vammenn ]