Rusianeg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Rusek )


Rusianeg
( русский язык )
Ar bed rusianek
MM   Ofisiel     MM  Stank
Perzhiou
Komzet e : Rusia ha meur a vro all
Rannved : Europa ar reter hag Azia
Komzet gant : 260 milion
Renkadur : 4-7
Familh-yezh  : Yezhou indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel  e : Rusia
Banniel Belarus Belarus
Banniel Kazakstan Kazakstan
Banniel Kirgizstan Kirgizstan
Banniel Aozadur ar Broadoù Unanet Aozadur ar Broadou Unanet
Akademiezh : Росси?йская Акаде?мия Нау?к
Urzh ar geriou : SVO
Kodou ar yezh
ISO 639-1 ru
ISO 639-2 rus
ISO 639-3 rus
Kod SIL RUS
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh .

Ar rusianeg [1] , pe ruseg [2] , pe rouseg [3] (ру?сский язы?к, rousski yezik ) zo ur yezh eus skourr slavek ar reter e familh ar yezhou indezeuropek . Er strollad-se eman ivez an ukraineg hag ar belaruseg . Ouzhpenn 300 milion a rusegerien zo. Yezh ofisiel Kevread Rusia , Belarus , Kazakstan ha Kirgizstan eo, an tu krenv a zo gantan e rannvroiou 'zo eus Ukraina (pergen e Su hag e Reter ar vro hag er ger-benn Kiev ), e Moldova , Latvia , Estonia ha broiou all bet e-barzh an Unaniezh Soviedel . Yezh darempredin eo e-barzh Kenglad ar Stadou Dizalc'h , hag ur statud a yezh ofisiel en deus ivez en Aozadur ar Broadou Unanet .

Reoliet eo gant Росси?йская Акаде?мия Нау?к ( Akademiezh skiantou Rusia ).

Ober a reer gant ul lizherenneg kirillek a 33 lizherenn evit skrivan ar rusianeg. Dibar eo ar yezh evit meur a abeg. Daou fonem dishenvel a c'hall bezan al lodenn vrasan eus he c'hensonennou : unan staonekaet (blot) hag egile drekstaonekaet (kalet). War lerc'h ar c'hensonennou kalet eman ar vogalennou а, е (er geriou estren), э, о, у, ы, ъ (doare skrivan kozh) pe vogalenn ebet, ha war lerc'h ar c'hensonennou blot eman ar vogalennou я, е, ё, и, ю, ь. Atav kalet eo ar c'hensonennou ж, ш ha ц, atav blot eo ч ha щ. Ur yezh taol-mouezhiet eo ar rusianeg. Chench a ra distagadur ar vogalennou n'int ket pouezet. Gallout a ra plas an taol-mouezh chench ster ar ger eta : da skouer замо?к (zamok, hag a dalv kement ha krogenn-alc'hwez ) and за?мок (zamak, kastel ).

Gwelet ivez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger rusianeg er
wikeriadur , ar geriadur frank.

Notennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Stumm nemetan e Geriadur Vallee , Geriadur Martial Menard, Geriadur brezhoneg An Here , Geriadur R. Le Gleau, en tu galleg-brezhoneg Geriadur Hemon-Huon ...
  2. Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon , Geriadur ar brezhoneg a-vreman , geriadur enlinenn G. Cornillet .
  3. Hervez Andre Markowicz ha Yann-Varc'h Thorel .