Voyager 1
a zo ur sontenn amerikan bannet d'ar
5 a viz Gwengolo
1977
evit studian planedennou diavaez
Koskoriad an Heol
(
Yaou
,
Sadorn
). Goude bezan studiet Yaou hag hec'h adplanedennou e
1979
, Sadorn hag hec'h adplanedennou e
1980
, e krog e
1989
ar rann etresteredel eus ar gefridi. E miz Eost 2012 ez a er-maez eus an
heliosfer
, al lodenn eus an hollved dindan levezon an
Heol
, hag ec'h antre er
metou etresteredel
. Ar wech kentan eo d'un ijinenn savet gant mab-den mont er-maez eus Koskoriad an Heol ha beajin dre ar metou etresteredel-se. Betek ar bloaz 2025 e tlefe ar sontenn skignan titourou skiantel.