Sisjordania

Eus Wikipedia
Sisjordania.

Sisjordania , anvet alies ivez ar C'hlann Gornaouek ( arabeg : ????? ???????? a?-?affah l-?arbiyyah, hebraeg : ???? ????????, HaGadah HaMa'aravit) anvet ivez en hebraeg: ????? ????????? Yehuda ve-Ha'Shomron ( Judea ha Samaria ), da lavaret eo ar c'hlann gornaouek eus ar ster Jordan , eo al lodenn reter eus an tiriadou Palestinian , al lodenn all eo strizhenn Gaza . Luziet eo ar galloud politikel er vro, hag ul lodenn eus ar vro a zo melestret gant stad Israel ha lodennou all gant Aotrouniezh Palestina .

An anv [ kemman | kemman ar vammenn ]

"Sisjordania" a dalvez kement hag "(ar vro) en tu-man d'ar Jordan". Graet e veze gant "Transjordania" pe " Treuzjordania " (ar vro en tu-hont d'ar Jordan) evit ober anv eus ar pezh a zo stad Jordania breman. En arabeg, e saozneg ( West Bank ) hag e meur a yezh all e vez graet gant un droienn hag a dalvez “ar c'hlann gornaouek”, hag a deu diwar ar memes skeudenn e-kenver ar ster Jordan. Gant Israel e vez graet gant anvaduriou istorel ha biblek, ha sede "Judea ha Samaria", met gwelet e vez en droienn-se un doare d’ober anv eus "vro yuzev", ar pezh a vez nac'het gant ar Balestinianed hag ar Gumuniezh etrebroadel (dre vras).