Priedelezh

Eus Wikipedia
Priedelezh
legal institution , nominal kinship , darvoud , ensavadur
Iskevrennad eus intimate relationship , end of betrothal   Kemmañ
Arvez relijion , sexual morality , procreation   Kemmañ
Raklec'hiet gant Danvez-pried , Eured   Kemmañ
Heuliet gant legal separation   Kemmañ
Dezverket dre type of marriage   Kemmañ
Arouezenn Unicode ?   Kemmañ
Enebet ouzh not married   Kemmañ

Ar briedelezh eo ar stad a vuhez a zo bet aozet, dre un emglev hervez al lezenn, etre ur paotr (ar pried , ar gwaz pe an ozhac'h ), hag ur plac'h (ar bried pe ar wreg ), pe a-wechou ivez en un nebeudig broiou etre daou waz pe div vaouez, en oad da zimezin hervez al lezenn da sevel un tiegezh .

An dimezin a vez graet eus an emglev-se, ha lidet e vez peurvuian gant un eured .

Dimezin henvelrevidi [ kemman | kemman ar vammenn ]

(Gwelit ivez ar pennad pennan: " Dimeziou etre paotred pe etre maouezed ")

Abaoe 2001 ez eus bet degemeret gant un toullad stadou er bed dimezin tud gante an hevelep rev : Stad an traou e miz Ebrel 2013:

Ouzhpenn e vez anavezet gant Israel , Aruba hag an Antilhez Nederlandat an euredou etre tud gante an hevelep reizh bet lidet e lec'h all

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Un dra a-bouez eo an emglev-se, rak bevan a c'hall daou zen an eil gant egile hep ma vefent priedou anavezet gant al lezenn.

Gwechall ne c'halle ket tud ha ne oant ket dimezet hervez al lezenn bevan asamblez. Rak kement-se a dalveze e oant e-maez al lezenn, hag e c'hallent bezan kastizet.

Mennet e oa an dimezin da aozan urzh ar gevredigezh, dre reolin enni an darempredou reizhel ha frouezhusted ar gwragez, ha kadarnaat an aotrouniezh (hini an ezec'h) en tiegezh.


Unpriedelezh, liespriedelezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Komz a reer eus unpriedelezh , pe stad unpried peurvuian, rak en hon bro eo difennet kaout muioc'h eget ur pried pe ur bried. Ne vez ket kont evel-se en holl vroiou. E broiou arab pe afrikan zo eo aotreet ar gwaz da gaout meur a wreg: komz a reer neuze a lieswregiezh .

Ral eo liespredelezh ar merc'hed. Met e rannvroiou zo eus Azia eo aotreet ar briedelezh lieswaz, al lieswaziezh .

Eured [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kregin a ra ar briedelezh gant ul lid anvet eured , a c'hell bout relijiel pe nann.

Rediou ar briedelezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Hervez al lezenn e rank an daou bried chom en hevelep ti ha bezan feal an eil ouzh egile, da lavarout eo

  • kaout darempredou reizhel an eil gant egile,
  • hag an eil gant egile hepken.

War an div redienn-se eo diazezet ar briedelezh hervez lezenn.

Betek kreiz an XXvet kantved dreist-holl en Europa, hag e broiou zo c'hoazh, e talveze ar briedelezh da gaout darempredou reizhel hervez lezenn. Rak en doare-se e tlefe pep hini kaout ur vuhez reizhel hervez reolennou ar gevredigezh. E gwirionez ez eus bet a-viskoazh ur vuhez reizhel all, kuzh alies, e-kichen an hini a oa hervez lezenn, gant an henvelrevidi pe an dud a gave o c'hont e tier arbennik anvet fouzhlec'hiou .

Gant freuz ar reolennou kevredigezhel kozh ez eo deuet war wel an dishenvelderiou e buheziou reizhel an dud.

Koulskoude e chom en o sav an div reolenn a zo diazez ar briedelezh, div reolenn n'int ket bet doujet atav, met a zo bet diazez ar gevredigezh, gant doareou un tamm dishenvel a-wechou, en istor an darn vrasan eus ar sevenaduriou, evel ma weler koulz er Bibl evel en oberennou Homeros .


Diwezh ar briedelezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Echuin a ra ar briedelezh

  • pa varv unan eus an daou bried,
  • pa vez torret an emglev sinet en eured en ur stumm bennak
    • pe dre ma ne vev ket an daou zen dimezet en hevelep ti
    • pe dre ma vez torret an dimezin hervez al lezenn; komz a reer neuze eus torr-dimezin , pe dizimezin .

Da viken en iliz katolik [ kemman | kemman ar vammenn ]

Hervez relijionou zo, evel ar relijion gatolik, ne echu ar briedelezh nemet da varv unan eus an daou bried, rak n'eo ket anavezet an torr-dimezin gant an Iliz katolik nag an Iliz anglikan.

Evit kaout an dizober eus e wragez e kave aes ar roue saoz Herri VIII kondaonin anezho d'ar marv, dre abeg pe abeg.

Koulskoude ez eus bet c'hoarvezet terrin dimeziou pa ne oa ket bet gwir briedelezh a-hervez, pe pa ne oa ket bet kaset an dimezin da benn, da lavarout eo pa ne oa ket embaret an daou bried.

Kement-se a c'hoarvezas gant ar roue gall Loeiz XII pa fellas dezhan addimezin gant an intanvez Anna Vreizh , daoust ma oa-en dimezet, ha bev e wreg, hag en bet embaret ganti dirak testou tost da vat da noz e eured. Aotreet e voe gant ar pab Alesant VI da zimezin memes tra, met kerik e koustas an aotre-se.

Pa vez difennet terrin an dimezin, pe dizimezin e vez difennet dimezin d'un den dimezet dija, goude ma vije dizimezet. Pa felle d'ar roue saoz Edward VIII dimezin d'ur vaouez dizimezet e voe nac'het ar gwir-se outan, ma rankas dilezel e gador a roue.

Pennadou kar [ kemman | kemman ar vammenn ]