Mec'hiko

Eus Wikipedia

Estados Unidos Mexicanos
Stadou-Unanet Mec'hiko
Banniel Mec'hiko Skoed-ardamez Mec'hiko
Banniel Skoed-ardamez
Kan broadel: Himno Nacional Mexicano
Lec'hiadur Mec'hiko
Lec'hiadur Mec'hiko
Ker-benn
(ha ker vrasan)
Ker-Vec'hiko
19°03′N 99°22′W
Yezh(ou) ofisiel Spagnoleg ( de facto ) 1
Gouarnamant Republik kevredadel prezidantel
 - Prezidant Andres Manuel Lopez Obrador
Dizalc'hded diwar Spagn  
 - Diskleriet 16 Gwengolo 1810  
 - Anavezet 27 Gwengolo 1821  
Gorread
 - Hollad 1 964 375 km² ( 15 vet )
 - Dour (%) 2,5
Poblans
 - istimadur 2018 125 959 205 ()
 - niveradeg 2010 112 336 538
 - Stankter 64,12/km² ( 142 vet )
PDK ( PGP ) 2018 (istimadur)
 - Hollad $2 498 202 milion ( 12 vet )
 - Keidenn $20 028 ( 63 de )
FDD   (2018) 0,774 ( uhel ) ( 74 vet )
Moneiz Peso ( MXN )
Gwerzhid-eur ( UTC -8 da -6)
Kod kenrouedad .mx
Kod pellgomz +52
1 Gwelet notenn e traon ar bajenn: [1]

Mec'hiko [2] (e spagnoleg Estados Unidos Mexicanos , ≪ Stadou-Unanet Mec'hikan ≫, pe Mexico ) a zo ur riez eus Norzhamerika , er su da Stadou-Unanet Amerika (dispartiet eo diouto gant ar Rio Grande , Rio Bravo evit ar Vec'hikaned) ha bevennet er su gant Guatemala ha Belize . Stadou-Unanet Mec'hikan eo anv ofisiel ar vro. Gant ouzhpenn 100 milion a annezidi, hag 20 milion anezho er gerbenn Mec'hiko , eo Mec'hiko an hini bobletan eus an holl vroiou spagnoleger. An trede bro eus Amerika latin eo e-kenver ar vent, war-lerc'h Brazil hag Arc'hantina , hag an eil e-kenver ar boblans . Abaoe 2002 eman gant kentan PDG Amerika latin dirak Brazil.

Anvadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ur bajenn eus Codex Mendoza , warni arouez Mec'hiko e-kreiz an ' Anahuac

Un unvez politikel eo Mec'hiko, ganet e penn-kentan an XIX vet kantved. A-raok an dizalc'hded e veze graet America mexicana (Amerika vec'hikan) eus ar vro da zont. Da goulz Kendalc'h Chilpancingo ( 1813 ) e voe kinniget gant deputeed zo ober gant Anahuac evit henvel ar vro, Anahuac o vezan ar ger a veze implijet gant ar Vec'hikaned evit ober anv eus an tachennadou a oant mestr warno ( Cem Anahuac Tenochca Tlalpan = ar Bed, douar Tenochca). A-benn ar fin e voe bet divizet e vefe Mexico , Mec'hiko, anv ar vroad nevez.

Orin an anv Mec'hiko [ kemman | kemman ar vammenn ]

Martezeadennou a bep seurt a zo diwar-benn ster ar ger Mexico . Un dra a zo sur : ur ger a orin nahouatlek eo, hag an Hen-Vec'hikaned a rae gantan evit ober anv eus kerbenn o Stad. Ar vartezeadenn a zegemerer peurliesan a zispleg eman orin anv ar vro er geriou metztli = loar, xictli = begel pe kreiz , ha -co = lostger a verk al lec’h. Hervezi e talvezfe Mexico kement ha lec’h kreiz al loar , pe ent resisoc’h, lenn al loar, unan eus an anviou a vez implijet gant ar Vec'hikaned evit merkan lenn Texcoco . Al lec'hanvadurezh nahouatlek a yae pelloc'h eget deskrivan. Karget e oa a steriou kevrinek, anavezet gant un nebeud diskibled hepken, evel ma skriv Bernardino de Sahagun en e Historia de las cosas de la Nueva Espana . Er ster rinek-se, e talvez an anv roet da Vec'hiko kement ha Kreiz ar Bed , hag e meur a zornskrid eo taolennet ker Vec'hiko evel al lec’h ma grog an holl dourredennou a dreuz an Anahuac (ar bed, an douar gronnet gant an doureier ). eg), un anv roet d’o doue gwarezer Huitzilopochtli , an evn-kelienenn kleiz. E se e vefe Mec'hiko al lec'h m'eman Huitzilopochtli o chom . Huitzilopochtli, hervez mojennou ar Vec'hikaned, en defe tennet ar meuriad-se eus Aztlan (ul lec’h mojennel anezhan, lec'hiet gant darn e Nayarit pe e Mec'hiko-Nevez ) evit e gas d'un douar grataet. Evit mont di en deus ranket ar meuriad beajin e-pad daou-c'hant vloaz. Ur wech degouezhet gant enezennig Mexihco war lenn Texcoco, e oa bet roet ur sin gant o doue hag o beleg meur, e anv Tenoch.

Pa gejas ar Spagnoled gant ar bobl-se ha pa ziskrivjont o yezh , o doa graet evel-just en ur heulian reolennou spagnoleg ar mare-hont. Gant ar yezh nahouatlek ez eus ur soniad / / (evel ch as ) ha taolennet e oa bet ar soniad-se gant al lizherenn x e spagnoleg. Daoust d’an distagadur bezan kemmet e oa bet miret an x e Mexico evit abegou etimologel hag istorel, evel ma oa bet graet evit anviou all, lec'hiennou pe traezou, a orin mezoamerikan.

Aozerien zo (e Spagn dreist-holl) a skriv anv ar vro hag ar gerbenn evel-henn : Mejico . Ha pa vefe lakaet an daou stumm da reizh gant Akademiezh roueel ar spagnoleg , ez ali an ensavadur-se ober gant ar stumm Mexico hag implijout an x en holl c'heriou deveret. A-hed an istor eo bet implijet ar skrivad gant x gant an darn vrasan eus ar spagnolegerien.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Politikerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ur republik kevreadel eo Mec’hiko, enni 31 Stad hag un Distrig Kevreadel. Gwarantet eo disrannadur an tri galloud ( erounit , lezennel ha lezvarnel ) gant bonreizh 1917 .

Ar galloud erounit [ kemman | kemman ar vammenn ]

E penn ar galloud erounit eman prezidant ar Republik. Dilennet e vez evit ur prantad 6 vloaz diouzh ar mouezhian hollek eeun gant un dro hepken hervez ar muian-niver kenverel. Ne c’hall ket bezan dilennet en-dro. N’eus Kentan ministr ebet. Envel ha dizornan a ra ar vinistred, ar pennprokulor (ministr ar Justis), ar gannadourien hag ar bennkonsuled. Ma tilez e garg pe ma varv, e vez anvet ur prezidant da c’hortoz gant ar C’huntell. Gallout a ra ar prezidant kemer dekredou war dachenn an armerzh hag an arc’hant gant ar galloudou a vez dileuriet dezhan gant ar C’huntell.

Abaoe ar 1 an a viz Kerzu 2006 ez eo Felipe Calderon ( PAN ) zo prezidant Mec’hiko goude bezan bet 35,88 % eus ar mouezhiou en dilennadegou d’an 2 a viz Gouere 2006 , pa oa 35,31 % evit Andres Manuel Lopez Obrador ( PRD ) ha 22,27 % evit Roberto Madrazo ( PRI ).

D’an 13 a viz Gouere e oa bet savet 359 amoug evit direizhderiou dirak LDGLK (Lez-varn Dilennel Galloud Lezvarnel ar C’hevread), 227 kinniget gant ar c'henemsav Evit Mad an Holl, 131 gant ar PAN hag 1 gant ar C’hevredad evit Mec’hiko.
D’ar 6 a viz Gwengolo e oa bet douget he barnedigezh gant LDGLK, ha kadarnaet trec’h Felipe Calderon zo aet en e garg ent ofisiel d’ar 1an a viz Kerzu 2006.

Peogwir e kav skoazell e-barzh ar c’horf lezennel e vez muioc’h a c’halloudou gant ar gouarnamant kevreadel eget gant e gevatal er Stadou-Unanet. Gallout a ra dizornan gouarnerien ar Stadou dilennet diouzh ar mouezhian hollek en abeg d’ur fazi bras, d’ar goubrenerezh, h.a. A-hend-all e teu arc’hant an tailhou d’ar gouarnamant kevreadel dreist-holl, hag ul lodenn vihan hepken a ro en-dro d’ar Stadou.

Ar galloud lezennel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Rannet eo ar C’huntell e div gambr : ur parlamant hag ur sened . Abaoe 1997 e c’hoari ar C’huntell ur roll brasoc’h peogwir e oa bet tapet muioc’h a sezou gant an eneberezh goude ma oa bet dilennet 200 depute dre ar mouezhian kenfeuriek.

  • Ar Sened : Bep 6 vloaz e vez dilennet ar senedourien. 128 senedour zo er Sened, da lavaret eo 4 senedour dre unvez kevreadel. E 2000 e oa ar Sened e dalc’h an PRI gant 60 sez. War e lerc’h e teue an PAN gant 46 sez, hag erfin 15 sez evit PRD . Ar peurrest eus ar senedourien a oa dizalc’h pe a oa da gostezennou bihanoc’h. Goude dilennadegou miz Gouere 2006 eo bet kresket er Sened pouez ar PAN hag PRD diwar goust an PRI. Setu eo deuet PAN da vezan kentan nerzh politikel ar vro gant 53 senedour, war e lerc’h PRD gant 37 senedour, rampo gant an PRI. Koulskoude n’eman ket ar muian-niver dreistel gant PAN er Sened.
  • Kambr an deputeed : Bep 3 bloaz e vez dilennet an deputeed diouzh ar mouezhian hollek eeun. Er Gambr ez eus 500 dileuriad. 300 pastell dilennel a anv pep a zepute ha 200 depute all a vez dilennet diouzh ar mouezhian kenfeuriek er vro a-bezh. Krouet e oa bet an 200 sez-se evit rein tu d’ar c’hostezennou bihan da vont aesoc’h d’ar Gambr. E 2003 e oa aozet ar Gambr evel-henn : 223 sez evit an PRI, 148 evit ar PAN, 97 evit PRD. O vezan ma n’eman ket ar muian-niver er gambr gant ar PAN, ne c’hall ket lakaat lezennou da dremen hep skoazell kostezennou all. War-lerc’h dilennadegou miz Gouere 2006 en deus kollet an PRI un niver bras a zeputeed e-kerz an PAN hag PRD. Deuet eo an PAN da vezan ar c’hentan nerzh politikel e Kambr an deputeed gant 207 sez, war e lerc’h PRD gant 160 sez ha da drede an PRI gant 119 sez hepken. Kouslkoude n’eman ket ar muian-niver dreistel gant an PAN e Kambr an deputeed ha ret e vo dezhan kaout skoazell an eneberezh evit lakaat e lezennou da dremen.

Stadou kevreadel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Stadou Mec’hiko
Banniel an EZLN
An iskomandant Marcos e Chiapas

Mec’hiko zo enni 31 stad hag un distrig kevreadel

Chiapas hag an EZLN [ kemman | kemman ar vammenn ]

E fin an XXvet kantved e tiskulias tud dibourvez Chiapas an diouer a interest gant ar galloudou foran evit o Stad, unan eus re baouran Mec’hiko. Klemm a raent dre ma oa ret d’un niver bras a henvroidi paean taosou da berc’henned douar na oant ket eno, daoust ma oa bet prometet abaoe ar bloavezhiou 1920 gant ar gouarnamant mec’hikan rein d’ar beizanted perc’henniezh an douarou bet gounezet ganto abaoe meur a remziad. Mellad 27 ar vonreizh a warant d’an henvroidi ar gwir d’un ejido pe perc’henniezh stroll.

Echuet e oa bet adreizh an douarou en darn vrasan eus ar vro, nemet e Chiapas . Gant enkadenn 1982 e voe lakaet un termen da gontroll an armerzh gant ar Stad hag ar prevesaduriou a voe da-heul a roas ar plas brasan d’an embregerezhiou prevez. A-benn neuze e paouezas adreizh an douarou da vezan er renk a-raok. E-pad respet ar prezidant Carlos Salinas de Gortari e voe lakaet digoradur ar vro d’ar c’henwerzh etrebroadel dreist an traou all. Da-heul al lanvad adreizhou frankizour e oa bet modernaet an armerzh a oa serret warnan e-unan ha gwarezour, ha lakaet e-barzh kenwerzh ar bed. Astalet e voe gant ar gouarnamant ar gwir bonreizhel evit ar c’humuniezhiou war ar maez da vezan perc’henn war ejidoiou. Emglev frankeskemm Norzh Amerika ( EFNA ) lakaet da dalvezout d’ar 1 an a viz Genver 1994 a voe sellet outan gant henvroidi Chiapas evel ur brouenn ouzhpenn e vezent lezet a-gostez gant ar gouarnamant kevreadel : kreiz ha norzh ar vro a ziorroe buan gant an tost ma oant da amezeg bras an norzh, tra ma chome ar su er baourentez hag en isdiorroadur.

En endro-se e oa bet ganet an Ejercito Zapatista de Liberacion Nacional (EZLN, = Arme zapatour a zieubidigezh vroadel). Ul luskad peoc'hgar eo ar zapatourien ha "broudet" e voent da implijout an armou evit gwarantin ar gwir d’an ejidoiou d’an henvroidi. An Iskomandant Marcos , anezhan levier al luskad zapatour, a zeuas a-benn da sachan evezh ar gumuniezh etrebroadel war stourm poblou Chiapas war-bouez teknologiezhiou nevez ar c’helaouin (internet peurgetket).

E miz Eost 2003 e tisklerias an EZLN e oa emren an holl dachennad zapatour e-kenver Mec'hiko. Abaoe he deus labouret an EZLN gant ar gouarnamant evit diorren ar yec’hed hag an deskadurezh e kumuniezhou tud dibourvez Chiapas.

Douaroniezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Armerzh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Poblans ha keriou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Tremen poblansouriezhel [ kemman | kemman ar vammenn ]


Feur kresk naturel

Dasparzh dre oad

Poblans Mec’hiko]]

E-pad an XIX vet kantved a-bezh n’he deus graet poblans Mec’hiko nemet doublan. Kenderc’hel a ray an tuadur-se e-pad 20 vloaz kentan an XXvet kantved. E 1920 e weler ur c’holl 2 vilion a annezidi zoken. Se a c’haller displegan gant an Dispac’h mec’hikan etre 1910 ha 1920.

Buanaet eo kresk ar boblans etre 1930 ha 1980, gant sifrou en tu-hont da 3%. Doublan a rae poblans Mec’hiko bep 20 vloaz ha diouzh al lusk-se ez istimed e vefe 120 milion a annezidi e Mec’hiko a-benn ar bloavezh 2000. Neuze e oa bet krouet Kuzul Broadel ar Boblans gant ar gouarnamant kevreadel, ha lakaet da gefridi dezhan sevel politikerezhiou da gontrollan ar genel ha kas da benn studiadennou war boblans ar vro. Efedus e oa bet an darbarou-se ha koazhan en doa graet feur kreskin ar boblans betek 1,6% etre 1995 ha 2000. E 2005 e oa 103 milion a annezidi e Mec’hiko.

Tremen a reas an hoali eus 36 vloaz e 1895 da 75 vloaz e 2005. Setu ez istimer eman Mec’hiko o paouez kregin gant prantad diwezhan an tremen poblansouriezhel . Evit gwir, ar feur gouennan n’eo ken nemet 2,45 bugel dre vaouez, ha feur mervel ar vugale zo 20,91 marv evit 1000 ganedigezh.

Feur kreskin ar boblans (sifrou 2005)

Rak evit ar wech e vez negativel ar ventel enbroan-divroan, ha sevel a ra da ouzhpenn 450 000 Mec’hikan ar bloaz. Ar Stadou-Unanet a chom an termen kentan.

Ha pa vefe yaouank poblans Mec’hiko hiziv an deiz (n’eus nemet 5,6% eus ar boblans en tu-hont da 65 bloaz) ez eo krog ar boblans da goshaat ha buanaat a ray an dra-se er bloavezhiou a zeu.

Divaezian ha keriekaat [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gwel eus ker Vec’hiko
An dek ker pennan
Ker Pob. (2000)
Ker-Vec'hiko ( DF - Mec'h - Hgo ) 19.231.829
Guadalajara ( Jal ) 4.095.853
Monterrey ( NL ) 3.664.331
Puebla-Tlaxcala ( Pue - Tlax ) 2.109.049
Toluca de Lerdo ( Mec'h ) 1.610.786
Tijuana ( BC ) 1.484.005
Leon ( Gto ) 1.425.210
Ciudad Juarez ( Chih ) 1.313.338
Torreon ( Coah - Dgo ) 1.110.890
San Luis Potosi ( SLP ) 957.753

E penn kentan ar c’hantved e veve 90% eus an dud war ar maez. E niveradeg 1960 e teuas poblans ar c’heriou da vezan ar muian-niver evit ar wech kentan gant 50,6% eus poblans Mec’hiko o vevan e keriou bras pe vrasoc’h. An dregantad a dud a oa o chom en o stad c’henidik e 1895 a oa 96,6%, goude ma oa 80% eus ar Vec’hikaned o chom en ur Stad estreget an hini ma oant bet ganet e 1950.Dre ar sifrou-se e c’haller meizan anadenn an diorren greantel e keriou Mec’hiko hag an divaezian zo liammet outan. Hiziv an deiz e kendalc’h ar Vec’hikaned da vezan prest da zilojan e diabarzh ar vro, dreist-holl eus an eil ker d’eben. Koulskoude e c’haller lavaret eo echu da vat an divaezian a-vern a oa bet en dekvloaziadou kent.

Ar Stadou zo ennan al lodenn vrasan eus poblans Mec’hiko eo an distrig kevreadel ha Stadou Mec’hiko , Jalisco , Nuevo Leon , Puebla ha Veracruz . Er c’hontrol, ar re enno an nebeutan a dud eo Campeche , Baja California Sur ha Quintana Roo . En div Stad diwezhan-man avat eman ar feuriou kreskin e-touez re uhelan ar vro abalamour da ziorroadur an touristerezh e keriou evel Cancun , zo enni 50% eus poblans Quintana Roo, pe Los Cabos ha La Paz , zo deuet da vezan un eldorado evit an Amerikaned.

E ker Vec’hiko ez eus tolpet 18 396 677 a dud (sifrou 2000), ar pezh a ra anezhi brasan ker ar bed. Guadalajara ha Monterrey eo 2l ha 3e brasan ker ar vro a-getep, dezho ouzhpenn 3 milion a annezidi.

Torfedou, dramm ha paourentez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Hervez ar Bank Bed eo pignet Mec’hiko en 12 vet plas war skeul galloudou armerzhel ar bed. E 2005 e oa bet roet un FDD a 0,814 da Vec’hiko gant Programm ar Broadou Unanet evit an Diorren (PBUD). Gant se eman en 53e renk er bed, hag e rummad ar broiou ma’z eo uhel an diorren denel (FDD > 0,8).

Padal ez eus diforc’hiou gounidou bras etre ar re binvidik hag ar re baour. Kalz e ra ar blegenn-man evit feur uhel an torfedou [1] e ker Vec’hiko. Gant ar goubrenerezh e meur a live er polis hag er melestradur n’en deus ket gallet ar stourm enep an torfedou ober berzh. Dishenvel-bras eo ar jeu er peurrest eus ar vro avat. Brudet eo ar Vec’hikaned evit bezan tud onest ha servijus.

Goubrenerezh ar polis hag ar soudarded zo unan eus kudennou pennan Mec’hiko. Arc’hantet e vez ar c’hartelou mec’hikan gant marc’had gounidus an dramm hag an divroan e-maez lezenn war-du ar Stadou-Unanet. Ganto e vez pourchaset ouzhpenn an hanter eus ar metamfetamin a vez prenet er Stadou-Unanet. Roet ez eus bet lans d’ur stourmad bras gant ar gouarnamant kevreadel evit gwellaat ar surentez ha stourm ouzh an torfedou frammet dre ober gant an teknologiezhiou nevez. Enfredet eo bet maer kozh New-York zoken, Rudolph Giuliani , brudet an tamm anezhan evit e daoliou-kaer enep an torfedou e ker-benn armerzhel ar Stadou-Unanet, evit adober e gur e ker Vec’hiko. Dre vras e c’haller lavaret n’eo ket gwall c’houbrenet ar polis kevreadel (kevatal d’an archeriezh). Kresket kalz eo bet goprou ar bolised hag uheloc’h eo o live deskadurezh eget er polisou all.

Ur ger zibar e chom ker Vec’hiko. Eno e vez etre 2000 ha 3000 torfed ar bloaz. 600 eus an torfedou-se hepken a vez diskuliet d’ar polis. Daoust da se n’eo ket ken uhel niver ar muntrou hag a vije lezet da gredin gant sifrou an torfedou. Well-wazh e vez e ker Vec’hiko 2,5 muntr bemdez, ar pezh n’eo ket kalz e-skoaz an niver a annezidi (war-dro 20 milion). E Washington, da skouer, eo 5 gwech uheloc’h ar feur torfedou dre annezad.

Henvroidi ha divroerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dasparzh kenelel
Henvroidi
e Mec’hiko
Strollad Poblans
Nahuatl 2.445.969
Maya 1.475.575
Zapoteco 777.253
Mixteco 726.601
Otomi 646.875
Totonaca 411.266
Tzotzil 406.962
Tzeltal 384.074
Mazahua 326.660
Mazateco 305.836
Mammenn : CDI (2000)

Mec’hiko he deus un tammig muioc’h eget 106 milion a annezidi. Ar vro spagnoleger pobletan eo dirak Spagn , hag an 3e bro pobletan e kevandir Amerika war-lerc’h ar Stadou-Unanet ha Brazil . Unnekvet bro pobletan ar bed eo war-lerc’h Sina , India , ar Stadou-Unanet , Indonezia , Brazil , Pakistan , Bangladesh , Rusia , Nigeria ha Japan .

Tremenet e oa dregantad an dud a gomz yezhou hengounel (an dezverk nemetan gant INEGI evit merkan an henvroidi) eus 17% e 1895 da 7% hepken e 2000. E-kenver an niver anezho avat, e oa bet ur c’hresk eus 1 milion e 1895 da 7 milion e 2000. A-unan eman an arbennigourien [2] evit lavaret ez eus kentoc’h 12,7 milion a henvroidi e Mec’hiko, ganto ur yezh hengounel pe get. Betek 1980 e tivroe an henvroidi war-du ar c’heriou bras tost d’al lec’h ma oant bet ganet, met adalek ar bloavezhiou 1990 ez aent a-zruilh war-du ar Stadou-Unanet.

Ar Stadou-Unanet eo ar vro ma vev ar muian a Vec’hikaned war-lerc’h Mec’hiko. Lavaret a reer eo Los Angeles , brasan ker Kalifornia anezhi, an eil ker vec’hikan e-kenver ar boblans rak an niver a enbroidi hag a ziskennidi eus Mec’hikaned eno zo en tu-hont d’ar 4 milion a dud zo o chom e Guadalajara , eil ker Mec’hiko. Mec’hikaned zo bet en tu all d’ar Rio Grande kerkent ha destaget tachennadou mec’hikan bras-divent gant ar Stadou-Unanet. Evel-se e oa en em gavet un toullad Mec’hikaned war an tiriad amerikan, ha dalc’het o doa d’o boaziou ha d’o yezh. Stad Mec'hiko Nevez a ziskouez mat an dra-se. D’an dud-se e ranker ouzhpennan niver bras ar braceros aet da vevan d’ar Stadou-Unanet, evit ur mare hepken a-wechou, da-heul un emglev labour etre gouarnamantou Washington ha Mec'hiko. Aet eo enkadennou armerzhel diwezhan Mec’hiko a-du gant an divroan war-du an norzh hag istiman a reer e oa tost 38 milion a Vec’hikaned pe a ziskennidi eus Mec’hikaned o vevan er Stadou-Unanet e penn kentan an XXvet kantved. E Kalifornia, e Texas pe e Mec’hiko-Nevez eman an darn vrasan eus ar re-se. En Europa ez eus ivez kumuniezhou bras a Vec’hikaned, e Spagn , en Alamagn , e Frans hag er Rouantelezh Unanet peurgetket.

Deskadurezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Araokadennou bras zo bet graet gant Mec’hiko war dachenn an deskadurezh e-pad an ugent bloavezhiou diwezhan. E 2004 e ouie 92,2% eus an dud lenn ha skrivan, ha 96% e oa ar feur evit ar re yaouank 15-24 bloaz. Digoust ha ret eo an deskadurezh kentan hag eil derez (9 bloaz). Abaoe ar bloavezhiou 1960 ez eus meur a brogramm deskadurezh divyezhek evit ar c’humuniezhou henvroidi met lans zo bet roet dezho dreist-holl abaoe an adreizh bonreizhel e fin ar bloavezhiou 1990 gant levriou skol skrivet en un daouzek yezh henvroat bennak. Hiziv an deiz eo divyezhek an darn vrasan eus an henvroidi.

E 1970 e oa bet Mec’hiko ar vro gentan o tiazezan ur reizhiad pellgelennerezh. Graet e vez telesecundarias eus ar skoliou a implij ar reizhiad-se. Skignet eo bet ar reizhiad-se e lod broiou eus kreiz Amerika, e Kolombia hag e stadou zo e su ar Stadou-Unanet zoken.

An div skol-veur bublik mec’hikan anavezetan eo Skol-veur Vroadel Emren Mec’hiko (UNAM) [3] , bet fontet e 1551, hag an Ensavadur Liesteknik Broadel (IPN). Brudet-kaer int o-div en Amerika latin a-bezh. Hiziv an deiz, lod skoliou-meur prevez zo ken brudet hag ar skoliou-meur publik, ha muioc’h c’hoazh a-wechou. An teir skol-meur brevez pennan brudet er bed a-bezh eo Ensavadur Teknologel Studiou Uhel Monterrey [4] (ITESM), Ensavadur Teknologel Emren Mec’hiko [5] (ITAM) hag ar Skol-veur Iberamerikan [6] . Ar skoliou-meur-se o deus kresket kalz ha skoulmet o deus darempredou gant ar skoliou-meur estren brudetan.

Sevenadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Yezhou broadel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Skritur Maya
Yezhou henvroat pennan [7]
Yezh Niver a dud
Nahuatl 1.659.029
Maya (yukatek) 892.723
Miksteg (Tu’ u n savi) 510.801
Zapoteg (Binizaa) 505.992
Tzotzil (Batsil k’op) 356.349
Tzeltal (K’op o winik atel) 336.448
Otomi (Hna hnu) 327.319
Totonaco (Tachihuiin) 271.847
Mazateg (Ha shuta enima) 246.198
Huaksteg (Teenek) 173.233

Lezenn ar Gwiriou Yezhel e 2001 he doa roet ar statud a yezhou broadel d’ar spagnoleg ha da dremen 60 yezh henvroat komzet gant 7% eus ar boblans. Daoust ma n’eus dikleriadur ebet er vonreizh a gement a rafe eus ar spagnoleg ar yezh ofisiel ez eo honnezh a vez implijet en holl deuliou ofisiel ha komzet gant an holl Vec’hikaned pe dost. Komzet e vez ar yezhou henvroat gant tremen 6 milion a dud a vev e gevred Mec’hiko betek Honduras. Sevel a ra an orin anezho da ouzhpenn pemp milved. Eus ar marevezh klasel (300-800 goude JK) d’an aloubadeg spagnol e oa bet skrivet darn eus ar yezhou-se ( maya klasel ar reter hag an nahuatl peurgetket) war savaduriou, podou ha dornskridou gant ur reizhiad skrivadur hieroglifek.

An div yezh henvroat komzetan eo :

Pouezus e oa bet ar yezhou henvroat a-hed istor ha sevenadurezh Mec’hiko. Da skouer, eman orin anv ar vro er yezh nahuatl gant metztli (loar) ha xictli (begel). O-daou e talvezont kement ha ≪ begel al loar ≫. An henvroidi a zistage mechiko (gant ur c’hwezhenn staon-kildent) ha skrivet e voe Mexico gant ar Spagnoled, son al lizherenn x o vezan emdroet war-lerc’h e spagnoleg. Geriou spagnolek e-leizh zo a orin amerindian, da skouer :

  • cenote , ur puns naturel en torosadou razek (diwar ar maya dz'onot , tremenet e galleg) ;
  • tlapaleria , stal rikou bitellat (diwar an nahuatl tlapalli hag an dibenn-ger - eria }}) ;
  • tianguis , marc’had digor (diwar an nahuatl tianquiztli ) ;

Hep kontan produiou niverus an eskemm kolombian .

Relijion [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gwerc’hez Guadalupe
Iliz-veur ker Vec’hiko
  • Dasparzh ar boblans dre gredennou

Ar muian-niver eus ar Vec’hikaned (89%) zo katolik ha 6% zo protestanted, e ker Vec’hiko dreist-holl. Abaoe kantvedou eman ar yuzevegezh e Mec’hiko. Hiziv an deiz e konter etre 45 000 ha 60 000 a yuzevien e Mec’hiko. Bihan eo an niver a vuzulmaned ha kavet e vezont dreist-holl e kumuniezhou an enbroidi eus broiou muzulman. Un niver bihan a henvroidi eus Chiapas zo troet ouzh an islam. E 1991 e paouezas hengoun enepkloer ar vro pa voe daskemmet ar vonreizh a-benn rein ur statud lezennel d’an ensavaduriou relijiel, hag aotren ar skoliou-parrez peurgetket.

  • Gwerc’hez Guadalupe

Gwerc’hez Guadalupe eo patromez Mec’hiko. Ur gwir gehelerezh zo eviti e Mec’hiko evel e kalz broiou eus Amerika latin. Hervez an denoniour Eric R. Wolf eo Gwerc’hez Guadalupe un arouez hag a liamm ar familh, ar politikerezh hag ar relijion, amzer dremenet an trevadennin hag an amzer vreman, gant perzhiou henvroat, spagnol ha mec’hikan. [8] Ur benniliz vodern zo bet savet gant ar Vec’hikaned da enorin anezhi tost d’al lec’h ma oa en em ziskouezet. 14 milion a weladennerien a vez degemeret er monumant katolik-se bep bloaz.

En em astenn a ra ar virvidigezh relijius-se e broiou all eus Amerika latin, er S-U hag e Frans zoken. D’an 12 a viz Kerzu (deiz he gouel) e kan ar mariachiou en iliz-veur Pariz ma’z eus bet profet un eiladur eus delwenn ar Werc’hez.

Sport [ kemman | kemman ar vammenn ]

Stad olimpek Ciudad Universitaria, er su da ger Vec’hiko

Degemeret e oa bet ar C’hoariou olimpek gant Mec’hiko dija, e 1968 , ha div wech kib vell-droad ar bed, e 1970 hag e 1986 .

Ar sport broadel hengounel zo ur sport war varc’h e anv charreria , met an hini poblekan eo ar vell-droad , diaraoget gant ar baseball en aod atlantel. Ar skipailhou mell-droad pennan eo Las aguilas del America , Las Chivas rayadas de Guadalajara , Los Cementeros del Cruz Azul ha Los Pumas de la UNAM .

Gastronomiezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Tacos
Ar chaousou ruz ha gwer, a-liv gant ar banniel, a gaver e pep lec’h er pretiou mec’hikan

Pinvidik ha liesseurt-kaer eo ar c’heginerezh mec’hikan, hag ur bern spisou a gaver ennan. En amzer an alouberezh spagnol eman e orin, daoust m’eo bet levezonet gant an henvroidi. Diouzh un tu e kaver ar maiz , ar pimant , ar fav ruz, ar c’houlourdrennou, an avoukez , ar patatez dous , an tomatez , ar c’hakao , ar vanilha , ar yer-Indez hag ur bern frouezh ha spisou eus ar bed nevez a vefe re hir renablin aman. Henvel dra, lod tuniou keginan implijet c’hoazh hiziv an deiz a gav o orin gant ar poblou rakspagnek, evel nikstamalan ar miz pe ar malan war molcajete (ur mortez hengounel). Diouzh an tu all, ar Spagnoled a zegasas kig al loened donvaet er bed kozh evel ar moc’h, ar bevin hag ar c’hig-yar, met ivez ar pebr, ar sukr, al laezh hag e zeveradou, an ed, hag ar riz, an aouravalou ha lies aozenn a ya d’ober hiziv an deiz ul lodenn vat eus boued ar Vec’hikaned.

Diwar teuzidigezh daou hengoun koshoc’h eget mil bloaz e teuas war wel ar pozole , ar mole hag an tamalou evel m’emaint breman, ar chokolad , lies seurt bara, an tacos hag un dibab bras a voued-polikan mec’hikan ( antojitos ).Hag ivez evajou evel an atole, ar champurrado, ar chokolad dre laezh hag an evajou distan saouret gant frouezh. Dibennou-pred ivez evel an asitron hag un dibab klok a vadigou strinkennet, ar rompope, ar c’hajeta, ar jericaya hag un toullad traou lipous fardet er c’houentou e pep lec’h er vro.

Arzou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Frida Kahlo ha Diego Rivera
  • Frida Kahlo e voe unan eus brasan livourezed Mec’hiko. En he livaduriou e kaver daveou niverus da sevenaduriou henvroat Mec’hiko. Ur meskad realouriezh , arouezouriezh ha dreistrealouriezh eo he stil. Pried un arzour mec’hikan bras all e voe : Diego Rivera . Ur gomunourez kendrec’het e oa, ha rein a reas bod da d Trotsky e-pad e harlu e Mec’hiko.
  • Diego Rivera : unan eus levierien al luskad kubour e Mec’hiko. Ur c’homunour kendrec’het e oa, ha gwelet a rae er freskennou-moger bras un doare da lakaat an arz tost d’ar bobl.
  • Luis Barragan : un tisavour anavezet er bed a-bezh zo anezhan, peurgetket dre ar priz Pritzker tapet gantan e 1980. Rein a ra danvez d’al luskad modern en disavouriezh vec’hikan.
  • Jose Clemente Orozco : livour war vur a c’haller gwelet e oberennou war un toullad savaduriou mec’hikan eus ar re vrudetan. Da istor Mec’hiko e tenn peurliesan e livaduriou.

Sonerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar ger mariachi a verk war un dro ur seurt strollad senin a orin eus Mec’hiko, ar stil sonerezh c’hoariet gantan, hag ur sevenadur muzikel. Ur strollad mariachi a ya d’e ober div violin da nebeutan, div drompilh , ur gitar , ur vihuela hag ur gitarron . E strolladou zo ez eus meur a zek soner. Eus Stad Jalisco e teu ar mariachiou.

Strolladou pe sonerien amerikan e-leizh zo bet levezonet gant ar sonerezh mec’hikan : Flaco Jimenez , Los Lobos

E-touez ar stilou sonerezh hag an dansou poblek e c’haller menegin ar banda (en norzh) hag ar salsa (er peurrest eus ar vro).

Deiziou gouel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pennad dre ar munud : Goueliou Mec’hiko

Delwenn folklorel (Catrina)
Deiziou gouel ofisiel
  • 1 an a viz Genver : Deiz kentan ar bloaz
  • 5 a viz C’hwevrer : Deiz ar Vonreizh
  • 21 a viz Meurzh : Natalicio Benito Juarez
  • 1 an a viz Mae : Gouel al labour
  • 16 a viz Gwengolo : Deiz-ha-bloaz dizalc’hiezh Mec’hiko
  • 20 a viz Du : Deiz-ha-bloaz an dispac’h mec’hikan
  • 1 an a viz Kerzu : Deiz ar Prezidant (bep c’hwec’h vloaz)
  • 25 a viz Kerzu : Nedeleg
Goueliou all
  • 24 a viz C’hwevrer : Deiz ar banniel mec’hikan
  • 5 a viz Mae : Deiz trec’h Puebla (Lidan a ra ar Vec’hikaned an trec’h enep an armeou gall e Puebla de los Angeles hag a viras ouzh ar Fransizien da vont pelloc’h gant o hent war-du Mec’hiko d’ar 5 a viz Mae 1862 )
  • 12 a viz Here : Deiz ar ouenn (lidadur dizoloidigezh Amerika ha mesk ar poblou)
  • 2 a viz Du : Gouel ar re varv (gouel mec’hikan dibar ; da-genver ar gouel-se ez a ar Vec’hikaned d’ar beredou da lidan o re varv. Kinklan a reont ar beziou, kas boued ganto ha c’hoari sonerezh. Mec’hiko eo ar vro nemeti er bed he devez un darempred festus gant ar marv ha na vez ket gwelet war an tu fall evel e kevredigezhiou ar c’hornog. Ur bern traezou artizanel a daolenn ar marv)
  • 12 a viz Kerzu : Gouel Gwerc’hez Guadalupe

Touristerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Lec’hiennou rummet e glad bedel UNESCO

Daveou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. N'eus yezh ofisiel ebet meneget er vonreizh. Gant Lezenn Veur ar Gwiriou Yezh evit an henboblou eo degemeret an holl yezhou amerindian e-lec'h ma vezont kaozeet, koulz hag ar spagnoleg. Lakaet int da "yezh vroadel" gant "kendalvoudegezh" gant ar spagnoleg en tachennou ma reer ganto.
  2. Meksik e Geriadur Hemon-Huon e 1974 ha 1978, Mec'hiko e 2005.

Levrlennadur, liammou diavaez ha kazetennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Levrlennadur erbedet [ kemman | kemman ar vammenn ]

Holloueziaduriou
  • Enciclopedia de Mexico . Enciclopedia de Mexico, 1977.
  • Historia de Mexico . Mexico D.F.: Salvat, 1978.
  • Mexico a traves de los siglos . Coyoacan: Cumbre, 1985. XXIII edicion.
  • Todo Mexico . Enciclopedia de Mexico, 1985.
Douaroniezh
  • Ayllon Torres, Teresa. Mexico: sus recursos naturales y su poblacion . Mexico: Limusa, 1990.
  • Beltrami, Giacomo Costantino. Mexico . Queretaro: Francisco Frias.
  • Cosio Villegas, Daniel (coordinador). Historia General de Mexico . El Colegio de Mexico, 1981.
  • Cosio Villegas, Daniel. Historia Moderna de Mexico . Mexico, D.F.: Hermes, 1973-1984.
  • D’arpi, Mario. Mexico . Bergamo: Instituto Italiano d’arti grafiche, 1924.
  • Perez Montfort, Ricardo. Estampas de Nacionalismo Popular Mexicano . Mexico: Centro de Investigaciones en Estudios Superiores en Antropologia Social (CIESAS), 1994.
  • Rezedowski, Jerzy. Vegetacion de Mexico . Mexico: Limusa, 1978.
  • St. Louis, Mo. Mexico . Secondand Arsenal: Aeronautical Chart and Information Center, 1965.
Istor
  • Bernal, Ignacio. Kuize Geschichte Mexikos . Editorial Koln, 1974.
  • Hale, Susan. Mexico . Nueva York: Putnam’s, 1906.
  • Quirarte, Martin. Vision panoramica de la historia de Mexico . Editorial Porrua, 1976.
  • Solana, Fernando y otros. Historia de la Educacion Publica en Mexico . Mexico, D.F.: Fondo de Cultura Economica, 1981.
Besrouantelezh Spagn-Nevez
  • Arcila Farias, Eduardo. El siglo ilustrado en America. Reformas economicas del siglo XVIII en Nueva Espana. Mexico, D. F., 1974.
  • Calderon Quijano, Jose Antonio. Los Virreyes de Nueva Espana durante el reinado de Carlos III . Sevilla, 1967-1968.
  • Cespedes del Castillo, Guillermo. America Hispanica (1492-1898) . Barcelona: Labor, 1985.
  • Hernandez Sanchez-Barba, Mario. Historia de America . Madrid: Alhambra, 1981.
  • Konetzke, Richard. America Latina. La epoca colonial. Madrid: Siglo XXI de Espana, 1976.
  • Navarro Garcia, Luis. Hispanoamerica en el siglo XVIII . Sevilla: Universidad de Sevilla, 1975.
  • Perez-Mallaina, Pablo Emilio y otros. Historia Moderna . Madrid: Catedra, 1992.
  • Ramos Perez, Demetrio y otros. America en el siglo XVII . Madrid: Rialp, 1982-1989.
  • Ramos Perez, Demetrio y otros. America en el siglo XVIII . Madrid: Rialp, 1982-1989.
  • Rubio Mane, Ignacio. Introduccion al estudio de los virreyes de Nueva Espana, 1535-1746 . Mexico, D. F., 2ª ed., 1983.
Dispac’h mec’hikan
  • Cockcroft, James D. Precursores intelectuales de la Revolucion Mexicana . Mexico, D. F.: Siglo XXI Editores, 6ª ed., 1980.
  • Cordoba, Arnaldo. La ideologia de la revolucion mexicana . Mexico, D. F., 1974.
  • Cumberland, Charles. Madero y la revolucion mexicana . Mexico, D. F.: Siglo XXI, 1977.
  • Mayer, Jean. La Revolucion Mexicana. 1910-1940. Barcelona: Dopesa, 1972.
  • Roeder, Ralph. Hacia el Mexico moderno. Porfirio Diaz. Mexico, D. F.: Fondo de Cultura Economica, 1973.
  • Vives, Pedro A. Pancho Villa . Madrid: Historia 16 y Quorum, 1987.
  • Womack, John. Zapata y la revolucion mexicana . Mexico, D. F.: Siglo XXI Editores, 14ª ed., 1985.
Armerzh
  • Angeles, Luis. La reforma del Estado . Mexico, D.F.: PRI; IEPES, 1990.
  • Bosch Garcia, Carlos. Historia de las relaciones entre Mexico y los Estados Unidos 1819-1848 . Mexico: Secretaria de Relaciones Exteriores, 1985.
  • Georges Fauriol. Mexico . Washington D.C.: Center for Strategic & International Studes George town University, 1983.
  • Green, Rosario. La deuda externa de Mexico . Mexico: Secretaria de Relaciones Exteriores; Nueva Imagen, 1988.
  • Green, Rosario. Nuevo entorno internacional . Mexico, D.F.: PRI; IEPES, 1990.
  • Ibarra, Carlos M. Economia politica mexicana . Puebla: Linotipografica Economica, 1940.
  • Interpretaciones sobre el sistema politico mexicano . Mexico: PRI; IEPES, 1990.
  • La apertura de Mexico al pacifico. Mexico: Secretaria de Relaciones Exteriores, 1990.
  • La constitucion mexicana, rectoria del Estado y economia mixta . Editorial Porrua 1985.
  • Lopez Gallo, Manuel. Economia y politica en la historia de Mexico . Mexico D.F.: Grijalbo, 1967.
  • Mexico en la decada de los 90 . Banco Nacional de Mexico, Estudios Economicos y Sociales, 1993.
  • Politica exterior de Mexico . Mexico: Secretaria de Relaciones Exteriores, 1989.
  • Tello, Carlos. La politica economica en Mexico . Siglo XXI Editores, 1979.
  • Tena Ramirez, Felipe. Leyes fundamentales de Mexico, 1808-1964. Editorial Porrua, 1964.
  • Toribio, Lucio. Economia actuarial en las empresas industriales . Editorial CEMEX, 2005-2006.
Danveziou all
  • Agricultura en Tabasco . Higuera Bonfil, Antonio; Campos Solano y Maria del Rayo A. Antropologia social de la economia en el sureste de Mexico . Tlalpan: C.I.E.S.A.S. del Sureste, 1985.
  • Mexico en la literatura . Michener, James Albert. Mexico . Madrid: Espasa Calpe, 1994.

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Beajou (lec’hiennou ofisiel)
Beajou (lec’hiennou all)
Traou all
Politikerezh
Armerzh
Trafik drammou

Kazetennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kazetennou pennan
Kazetennou pouezus all
Kazetennou lec’hel