Saint-Barthelemy (Antilhez)

Eus Wikipedia
Saint-Barthelemy
Ouanalao


Kan broadel : La Marseillaise

Porzh Gustavia
Douaroniezh
Daveennou 17° 53' 52" N
62° 51' 02" K
Gorread 25 km²
Uhelderiou 0 m
296 m (Morne du Vitet)
Melestradurezh
Riez Bro-C'hall  Bro-C'hall
Statud Strollegezh tramor
Pennlec'h Gustavia
Bodadeg-meran Conseil territorial
de Saint-Barthelemy
Prezidant Bruno Magras ( LR )
( 2017 - 2022 )
Prefedez Sylvie Danielo-Feucher
Poblansouriezh
Poblans

hep kontou doubl

10 457 (2020 ) [1]

Stankder 393
Ditourou all
Moneiz Euro
Gwerzhid eur UTC ?4
Kod ISO BLM, BL
Kod pellgomz +590
Kod post 97133
Kod Internet .bl, .fr

Internet www.comstbarth.fr

Saint-Barthelemy , pe Enez Sant-Berteleme [2] , pe Sant-Bartele [3] pe Sant-Bertelami [4] , pe Sant-Bartalami [5] pe Ouanalao (anv karibek an enez), zo unan eus inizi an Antilhez Bihanan hag eus an Antilhez gall , er Mor Karib . Gustavia eo ar pennlec'h.
Saint-Barth' a vez lavaret dre vras gant tud ar vro.

Statud [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ur strollegezh tramor eo abaoe 2007 . A-raok e oa ur gumun c'hall eus departamant tramor Gwadaloup .

Douaroniezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Saint-Barthelemy zo 230 km er gwalarn da Enez Gwadaloup ha 25 km er gevred da Enez Sant-Martin . Meneziek eo an enezenn, 21 km² dezhi (25 km² ma konter an enezigou). 32 km hed eo an aodou.
Un toullad mat a enezennouigou zo tro-dro dezhi : an inizi Chevreau, Coco, Fourchue, Fregate, La Tortue, Le Boulanger, Les Grenadins, Pain de Sucre, Pele, Petit-Jean, Toc Vers ha reou all.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 1784 e voe roet an enezenn da Sveden en eskemm ouzh ar gwir da vernian marc'hadourezh e porzh Goteborg . Dont a ra anv kerig Gustavia eus anv Gustav III , roue Sveden .
E 1878 e voe gwerzhet an enezenn gant Sveden d'ar C'hallaoued.

Perc'henned pinvidik brudet [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Johnny Hallyday (douaret eno)
  • Gwyneth Paltrow
  • David Rockefeller
  • Roman Abramovitch
  • Jean Reno
  • Mikael Silvestre
  • Laurence Parisot
  • Gerard Drouot

Notennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. INSEE
  2. F. Vallee, Geriadur bras galleg-brezhoneg , p. 58b.
  3. F. Vallee, Geriadur bras galleg-brezhoneg , p. 58b.
  4. E. Ernault Dictionnaire breton-francais du dialecte de Vannes p. 21b
  5. E. Ernault Dictionnaire breton-francais du dialecte de Vannes p. 21b