Maroko

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Marokan )
Maroko
??????? ????????
Al-Mamlakah al-Maghrib?yyah
??????? ? ???????
Tagldit n Lma?rib
Banniel Maroko Skoed Ardamez Maroko
Banniel Ardameziou
Ger-stur broadel : ????? ?????? ?????
All?h, al-Wa?an, al-Malik
"Doue, ar Vro, ar Roue"

Lec'hiadur Maroko
Yezhou ofisiel arabeg ha tamazigh
Ker-benn Rabat
Statud politikel Rouantelezh vonreizhel
Roue Mohamed VI (???? ??????, ?????? ???? ????)
Kentan ministr Aziz Akhannouch (???? ?????, ????? ?????)
Gorread
-En holl
-% dour

446 550 km²
0,056
Poblans
-Hollad
-Stankter ar boblans

33 241 259 (2005)
70/km²
Dizalc'hiezh (diouzh Frans )
2 a viz Meurzh 1956
Moneiz Dirham Maroko (MAD)
Kan broadel Kan broadel Maroko (Nachid wa?ani maghribi)
Devezh ar vro 2 a viz Meurzh
Kod war ar Genrouedad .ma
Kod pellgomz +212
Maroko

Rouantelezh Maroko , pe Maroko ent-berr (??????, al-Ma?rib en arabeg ; ??????? Lma?rib e tamazight ), a zo ur vro e gwalarn kevandir Afrika . Bevennet eo gant ar Mor Kreizdouar en hanternoz, gant Aljeria er reter, gant ar Meurvor Atlantel er c’hornog, ha gant Sahara ar C'hornog er c’hreisteiz (douarou aloubet gant Maroko e 1975 ). Rabat eo ar ger-benn velestradurel ha politikel, ha Casablanca ar ger vrasan hag ar ger-benn armerzhel. Div ger stag ouzh Spagn a zo enklozet e Maroko, war aod ar Mor Kreizdouar: Ceuta ( Sabta ) ha Melilla ( Maliliya ).

Ar Meneziou Atlas a dreuz ar vro penn-da-benn, eus ar mervent d’ar biz. Er reter hag er su d’ar meneziou-se en em led dezerzh ar Sahara , m’eo gwall zistank an dud. Eman an darn vrasan eus annezidi Maroko o chom er gwalarn da aradennad an Atlas. Aodou he deus ar vro war ar Mor Kreizdouar en Norzh hag ar Meurvor Atlantel er C'hornog. 34 milion a annezidi he deus hervez niveradeg 2014, ha 446 550 km² zo dezhi (47,51 ann./km²) pe 710 850 km² gant Sahara ar C'hornog .

An arabeg hag an tamazigh eo ar yezhou ofisiel. Div yezh a vez kaozeet er vro: arabeg Maroko , zo dishenvel-mat diouzh an arabeg unvan , hag ar berbereg (anvet tamazight alies). Ledet a-walc’h eo an anaoudegezh eus ar galleg, yezh an drevadennourien gozh, hag ar spagnoleg e lodennou ’zo eus ar vro. Implijet e vez ar galleg en ensavaduriou gouarnel, er mediaou, er bed ekonomikel hag en diplomatiezh. Kelennet e vez dre ret en holl skoliou Maroko.

Ezel eo Maroko eus an ABU , ar Gevre Arab , Unaniezh Afrika , Unaniezh Maghrib Arab , Aozadur ar c'henober islamek , Aozadur etrebroadel ar frankofoniezh , Strollad ar 77 , Unaniezh evit ar C'hreizdouar, ha war ar renk eman evit emezelan da Gumuniezh Armerzhel Stadou Kornog Afrika .

An Islam , an "arabiezh" hag an "amazighiezh" a zo despizet gant bonreizh ar rouantelezh evel ≪ lodennou diazez ≫ identelezh ar bobl varokan. Relijion ar Stad eo an Islam, met diogelaet eo gantan ar frankiz azeulin evit an holl relijionou.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Roudou Hominidae zo bet kavet hag a zo 700 000 bloaz kozh. Er Ragistor e oa o chom Berbered eno. Diazezet e voe ar pezh a vez gwelet evel ar stad varokan kentan gant an emir Idris Ian e 789 .

Un nebeud mareou pouezus en istor ar vro :

Armerzh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pempvet armerzh Afrika eo hini Maroko, hag an trede er Maghreb goude Ejipt hag Aljeria . Tremenet eo ar PDG eus 56 da 107 miliard a zolarou etre 2004 ha 2014, ha mestroniet eo ar monc'hwez gant ur c'heitad bloaz 1.8 %. Hervez ministrerezh an armerzh e oa 1.6% ar monc'hwez e 2015, ha 4.8 % ar c'hresk , sachet gant ur bloavezh labour-douar mat, ur sifr uheloc'h eget ar 4.4% a oa bet rakwelet gant al lezenn arc'hant 2015.

Bras e chom an digevatalderiou sokial avat, hervez un danevell savet gant an AMG Oxfam [1] .

Sevenadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Brudet eo ar fantasia varokan, un abadenn varc'hegezh hengounel a denn d'ar meuriad , d'al labour-douar ha d'ar relijion. Graet e veze bep bloaz e koulz ar mousem , gouel an eostou ha gouel sant ar meuriad. E-pad an arvest-se e vez drevezet argadou gant ar varc'hegerien war o c'hezeg harnezet brav, o tennan gant o fuzuilh poultr-tarzh .

Spisou a vez implijet kalz er c'heginerezh marokan hag a zo ur meskad eus ar re vorian, europat ha kreizdouarat. Produet e vez safron e Tetouan , bent hag olivez e Meknes , hag oranjez ha sitrons e Fes . Kig-yar eo ar c'hig ar muian debret er vro, a-raok kig-bevin ha kig-danvad . Kouskous ha tajin eo ar meuziou brudetan.

Notennou ha daveou [ kemman | kemman ar vammenn ]