Monako

Eus Wikipedia
Principaute de Monaco
Principatu de Munegu
Principat de Monegue

Prinselezh Monako
Banniel Monako Ardamezioù Monako
Banniel Ardameziou
Kan broadel: Inu Munegaschu
Lec'hiadur Monako
Lec'hiadur Monako
Ker-benn Monako
43°44′N 7°24′E
Ker vrasan Monte-Carlo
Yezh(ou) ofisiel Galleg
Gouarnamant Monarkiezh vonreizhel
 - Prins Albert II (Monako)
 - Ministr Stad Pierre Dartout
Gorread
 - Hollad 1.95 km² ( 231 )
 - Dour (%) 0.0
Poblans
 - istimadur 2020 38,350 ()
 - niveradeg 2000 555,347
 - Stankter 32,020/km² ( 77 )
PDK ( PGP ) 2007 (istimadur)
 - Hollad $976 milion ([[Roll ar broiou dre o PDK (PGP)|]])
 - Keidenn $70,447.5343 ( 2/3 )
FDD   (direnk) 2003 () ( n\a )
Moneiz Euro ( [[ISO 4217| EUR ]] )
Gwerzhid-eur ( UTC )
Kod kenrouedad .mc
Kod pellgomz +377

Prinselezh Monako ( galleg : Principaute de Monaco ; monegaskeg : Principatu de Munegu ; okitaneg : Principat de Monegue ), ent-berr Monako pe Monaco [1] a zo ur vonarkiezh vonreizhel hag ur geoded-riez lec'hiet etre ar mor Kreizdouar ha Frans (departamant an Alpes-Maritimes ). Unan eus ar pemp mikroriez europat eo.

An eil bro vihanan er bed goude ar Vatikan hag an hini gant ar stankter poblans brasan er bed an hini eo. An hini gant ar muian a vilionerion (hag a boliserion) dre annezad eo ivez.

Douaroniezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kartenn Monako

Prinselezh Monako a zo an eil riez dizalc'h bihanan er bed goude ar Vatikan . War vord ar Mor Kreizdouarel eo lec'hiet, 18 km war-du ar reter eu Nice hag e-kichen harz Italia . War tri c'hostez eo kelc'hiet gant ar rannvro Provence-Alpes-Cote d'Azur e Frans . Ur riblenn strizh e-harz an Alpou . E lec'h uhelan a zo "Le Rocher" (140 m).

Brudet eo ar brinselezh evit hec'h hinad. War-dro 8 °C eo an temperadur e-pad ar goanv ha war-dro 26 °C e-pad an hanv. Un draezhenn hir a ra tro douareier ar brinselezh. Eus kostez palez ar Prins, avat, e kaver un tornaod serzh a bign 63 m a-us ar mor.

Melestradur [ kemman | kemman ar vammenn ]

E pevar c'harter eo rannet Monako :

Karter eus La Condamine a zo rannet e :

Monte Carlu a zo rannet e :

  • Monte Carlu, m'eman ar c'hazino
  • Larvotto , m'eman an draezhenn
  • Saint Roman
  • Saint Michel

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Tennan a ra Monako hec'h anv eus ar gresianeg . Trevadennerien c'hresian Marselha a zalc'he un darn vras eus an aod er VI vet kantved kent Jezuz-Krist a oa anvet Monoikos (gresianeg Μ?νοικο?) gant al Liguriz, ar pezh a dalvez "an ti nemetan". Hervez ur vojenn gozh e tremenas Herakles dre rannvro Monako hag un azeuldi a voe savet ennan evitan : azeuldi Herakles Monoikos.

Didu e oa ar vro betek ma voe roet da Genova gant an impalaer Henry VI e 1191. Ar republik a savas ur c'hrenvlec'h enni e 1228. E 1297 e voe kemeret gant Francois Grimaldi a renas e ziskennidi ar vro betek 1731 pa dremenas an tron da Jacques de Goyon-Matignon a-drugarez d'e eured gant herez ar prins diwezhan. Adkemer a reas an anv Grimaldi .

Staget e voe ar brinselezh ouzh Frans e 1793 met adsavet e voe gant Kendalc'h Vienna e 1815. Dindan warezveli Sardigna e voe betek feur-skrid Torino pa berc'hennas Frans Kontelezh Nica . Koll a reas Monako neuze Roquebrune ha Menton (95% ar vro) a oa en em savet a-enep ar prins hag a voe staget ouzh Frans.

E 1911 ez eas ar vro d'ur vonarkiezh vonreizhel hag e 1918 e sinas ar vro ur stagadenn da Feur-skrid Versailhez hag a lakaas anezhi e gwarez Frans . Rainier III a yeas da brins goude marv e dad-kozh Loeiz III e 1949. Ur vonreizh nevez a roas d'ar vro e 1962, dilemel a reas ar c'hastiz a varv ha grataat a reas d'ar merc'hed ar gwir da votin. Krouin ar reas ul lez-varn veur da warezin ar gwiriou diazez. Ezel d'ar Broadou Unanet eo Monako abaoe 1993.

E 2002 e sinas ar brinselezh ur feur-skrid-gwarez nevez gant Frans . Gwarantin a ra e chomo Monako ur riez frank zoken ma n'eus her ebet gant ar prins. He difenn a zo e karg Frans c'hoazh avat.

E 2005 e varvas Rainier III. E vab Albert II a voe kurunet d'ar 12 ar viz Gouere 2005.

Politikerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Manoaco a zo ur vonarkiezh vonreizhel adalek 1911. Penn ar stad eo ar prins. Skour-oberian a zo kenaozet eus ur ministr-stad anvet choazet gant ar prins war ul listenn savet gant ar stad-gall. Ur c'hodedour gall a zle bezan. Hervez bonreizh 1962 e rann ar prins gant ur C'huzul broadel a 24 izel dilennet evit pemp bloaz.

An aferou lec'hiel a zo graet war-o-zro gant ur c'huzul-ker, ur maer en e benn.

E gannader kentan a zegemeras Monako da 16 ar viz c'hwevrer 2006, eus Frans .

Armerzh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Monako

An andon bennan a leve eus Monako a zo an douristelezh. Liesekaet he-deus ar brinselezh e oberiantizou dre herberc'han greanterzhiou evel ar viotermerezh pe an tretou.

Ur "baradoz fiskel" e vez kavet alies hag un dan vras eus hec'h annezidi a zo milionerien a vroiou arall. Tailhou war al leve ebet ez eus hag ar stad a vir ur monopol e tachennou niverus evel ar post pe ar butun. Ar rouedad-pellgomz a berc'henne ar stad ivez met 49% eus ar gevredigezh-stad gozh, Monaco Telecom a oa bet gwerzhet da Cable and Wireless , 6% d'ar Compagnie Monegasque de Banque . Ur monopol eo c'hoazh, avat, ha 45% eus ar c'helodennou a vir ar stad. Al lveve buhez a zo uhel, henvel a-walc'h ouzh ar pezh a gaver e korniou-bro pinvikikan Frans . N'int ket tout an annezidi pinvidik, avat, ha leve ar geodedourien vonegask a zo tost a-walc'h ouzh hini ar c'halloued. Lojeizou ispsisial a vir ar stad evito d'aotren dezho da chom e-barzh ar vro.

Diouer a dailhou war al leve en-deus hoalet kalz "repuidi fiskel" eus ar broiou europeat arall. Gounid a ra darn vrasan o arc'hant er-maez ar brinselezh. Ar re vrudetan a zo aktourien pe vleinierien Formulenn 1 met ur vinorelezh ez int. Darn vrasan annezidi Monako a zo tud-kefridiou.

E 2000, un dezrevel gant ar gannidi Arnaud de Montebourg ha Vincent Peillon a dammallas ar brinselezh da gannan arc'hant lous. Hervezo e waskfe ar gouarnamant ar justis da warezin oberiourien torfedou finansel. E respond e c'houlennas Monako enklaskou digant an AKDE hag ar Financial Action Task Force on Money Laundering . Diskouez a reas an enklaskou-se e oa diwir tamalladennou an daou gannad gall.

N'eo ket Monako un darn eus an Unvaniezh Europat e-barzh un unvaniezh-zouan gant Frans eman ha an hevelep moneiz eo. Kent 2002 e kogne ar brinselezh un moneiz : ar franc monegasque . E 2002 e tremenas d'an Euro met mirout a reas ar gwir da kognan pezhiou gant arouez Monako warno.

Deskadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dek skol-stad ez eus e Monako, seizh skol an derez kentan en o zouez, ur skolaj, ul lise jeneral ha teknik hag ul lise-otel. Div skol brevez skoazellet gant ar stad a zo ivez (an Institution Francois d'Assise Nicolas Barre hag an Ecole des Sœurs Dominicaines ) hag ur skol etrevroadel (International School of Monako).

Ur skol-veur a zo, an International University of Monaco .

Demografiezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ur vinorelezh en o bro eo ar Vonegasked. Gallaoued eo an darn vrasan eus an annezidi (47%) tra ma'z eo ar Vonegasked hag an Italianeg 16%. Ar 21% a chom a stroll 125 broadelezhiou arall.

Ar galleg eo ar yezh ofisiel nemeti met italianeg ha saozneg a vez komzet gant un lod bras eus ar boblans. Komz a reer ivez okitaneg ha monegaskeg , un diskennad eus ar jenoeg a zesker dre ret e-barzh an holl skoliou eus ar brinselezh.

Relijion [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar relijion gatolik eo ar relijion-stad met frankiziou ar feiziou arall a zo gwarantet gant ar vonreizh.

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

Daveou ha notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]