Bearn

Eus Wikipedia
Bearn

  • ??  Bearn e Bro-C'hall
  • Bearn ( Bearn , Biarn en okitaneg  ; Bearn e galleg) zo ur vro zizalc'h kozh er Pireneou a-raok dont da vezan ur brovins kozh e Bro-C'hall . Pau eo ar ger-benn (abaoe 1270  ; Morlans e oa a-raok).

    A-gevret gant an teir frovins Lapurdi , Nafarroa Beherea , Zuberoa a ya d’ober Hanternoz Euskal Herria , ha gant un tamm bihan eus Gwaskogn , ez eo aet d’ober departamant ar Pireneou-Atlantel (64).

    En-dro da Vearn e eman neuze hanternoz Euskadi ( Iparralde ) er c’hornog, Lanneier Gwaskogn hag Armanhac en hanternoz, Bigorra er reter, hag Aragon ( Spagn ) er c’hreisteiz.

    En IX vet kantved e voe savet beseskontelezh Bearn, a voe dizalc’h e-pad pell ha gant he moneiz dezhi. E 1485 e tremenas Bearn dindan aotrouniezh rouantelezh Navarra . E 1589 e teuas Herri Navarra da vezan roue Bro-C’hall dindan an anv Henri IV , ha staget e voe Bearn ouzh ar rouantelezh c’hall dre un emglev sinet d’an 20 a viz Here 1620 . E 1790 e voe savet departamant ar Pireneou-Atlantel diwar Bearn ha lodenn hanternoz Iparralde.

    An doare gwaskoneg (ur rannyezh eus an okitaneg ) a gomzer e Bearn, a zo zo anvet bearnes .

    Tud brudet [ kemman | kemman ar vammenn ]

    Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


    Commons
    Commons
    Muioc'h a restrou diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons .