Prinselezh Monako
(
galleg
:
Principaute de Monaco
;
monegaskeg
:
Principatu de Munegu
;
okitaneg
:
Principat de Monegue
), ent-berr
Monako
pe
Monaco
[1]
a zo ur
vonarkiezh vonreizhel
hag ur
geoded-riez
lec'hiet etre ar
mor Kreizdouar
ha
Frans
(departamant an
Alpes-Maritimes
). Unan eus ar pemp
mikroriez europat
eo.
An eil bro vihanan er bed goude ar
Vatikan
hag an hini gant ar stankter poblans brasan er bed an hini eo. An hini gant ar muian a vilionerion (hag a boliserion) dre annezad eo ivez.
Prinselezh Monako
a zo an eil riez dizalc'h bihanan er bed goude ar
Vatikan
. War vord ar
Mor Kreizdouarel
eo lec'hiet, 18 km war-du ar reter eu
Nice
hag e-kichen harz
Italia
. War tri c'hostez eo kelc'hiet gant ar rannvro
Provence-Alpes-Cote d'Azur
e
Frans
. Ur riblenn strizh e-harz an
Alpou
. E lec'h uhelan a zo "Le Rocher" (140 m).
Brudet eo ar brinselezh evit hec'h hinad. War-dro 8 °C eo an temperadur e-pad ar goanv ha war-dro 26 °C e-pad an hanv. Un draezhenn hir a ra tro douareier ar brinselezh. Eus kostez palez ar Prins, avat, e kaver un tornaod serzh a bign 63 m a-us ar mor.
E pevar c'harter eo rannet Monako :
Karter eus
La Condamine
a zo rannet e :
Monte Carlu
a zo rannet e :
- Monte Carlu, m'eman ar c'hazino
- Larvotto
, m'eman an draezhenn
- Saint Roman
- Saint Michel
Tennan a ra Monako hec'h anv eus ar
gresianeg
. Trevadennerien c'hresian
Marselha
a zalc'he un darn vras eus an aod er
VI
vet
kantved kent Jezuz-Krist a oa anvet
Monoikos
(gresianeg Μ?νοικο?) gant al Liguriz, ar pezh a dalvez "an ti nemetan". Hervez ur vojenn gozh e tremenas
Herakles
dre rannvro Monako hag un azeuldi a voe savet ennan evitan : azeuldi Herakles Monoikos.
Didu e oa ar vro betek ma voe roet da
Genova
gant an impalaer
Henry VI
e 1191. Ar republik a savas ur c'hrenvlec'h enni e 1228. E 1297 e voe kemeret gant
Francois Grimaldi
a renas e ziskennidi ar vro betek 1731 pa dremenas an tron da
Jacques de Goyon-Matignon
a-drugarez d'e eured gant herez ar prins diwezhan. Adkemer a reas an anv
Grimaldi
.
Staget e voe ar brinselezh ouzh
Frans
e 1793 met adsavet e voe gant
Kendalc'h Vienna
e 1815.
Dindan warezveli
Sardigna
e voe betek
feur-skrid Torino
pa berc'hennas Frans
Kontelezh Nica
. Koll a reas Monako neuze
Roquebrune
ha
Menton
(95% ar vro) a oa en em savet a-enep ar prins hag a voe staget ouzh Frans.
E 1911 ez eas ar vro d'ur vonarkiezh vonreizhel hag e 1918 e sinas ar vro ur stagadenn da
Feur-skrid Versailhez
hag a lakaas anezhi e gwarez
Frans
.
Rainier III
a yeas da brins goude marv e dad-kozh
Loeiz III
e 1949. Ur vonreizh nevez a roas d'ar vro e 1962, dilemel a reas ar c'hastiz a varv ha grataat a reas d'ar merc'hed ar gwir da votin. Krouin ar reas ul lez-varn veur da warezin ar gwiriou diazez. Ezel d'ar
Broadou Unanet
eo Monako abaoe 1993.
E 2002 e sinas ar brinselezh ur feur-skrid-gwarez nevez gant
Frans
. Gwarantin a ra e chomo Monako ur riez frank zoken ma n'eus her ebet gant ar prins. He difenn a zo e karg Frans c'hoazh avat.
E 2005 e varvas Rainier III. E vab
Albert II
a voe kurunet d'ar
12 ar viz Gouere
2005.
Manoaco a zo ur vonarkiezh vonreizhel adalek 1911. Penn ar stad eo ar prins. Skour-oberian a zo kenaozet eus ur ministr-stad anvet choazet gant ar prins war ul listenn savet gant ar stad-gall. Ur c'hodedour gall a zle bezan. Hervez bonreizh 1962 e rann ar prins gant ur
C'huzul broadel
a 24 izel dilennet evit pemp bloaz.
An aferou lec'hiel a zo graet war-o-zro gant ur c'huzul-ker, ur maer en e benn.
E gannader kentan a zegemeras Monako da 16 ar viz c'hwevrer 2006, eus
Frans
.
An andon bennan a leve eus Monako a zo an douristelezh. Liesekaet he-deus ar brinselezh e oberiantizou dre herberc'han greanterzhiou evel ar viotermerezh pe an tretou.
Ur "baradoz fiskel" e vez kavet alies hag un dan vras eus hec'h annezidi a zo milionerien a vroiou arall. Tailhou war al leve ebet ez eus hag ar stad a vir ur monopol e tachennou niverus evel ar post pe ar butun. Ar rouedad-pellgomz a berc'henne ar stad ivez met 49% eus ar gevredigezh-stad gozh,
Monaco Telecom
a oa bet gwerzhet da
Cable and Wireless
, 6% d'ar
Compagnie Monegasque de Banque
. Ur monopol eo c'hoazh, avat, ha 45% eus ar c'helodennou a vir ar stad. Al lveve buhez a zo uhel, henvel a-walc'h ouzh ar pezh a gaver e korniou-bro pinvikikan
Frans
. N'int ket tout an annezidi pinvidik, avat, ha leve ar geodedourien vonegask a zo tost a-walc'h ouzh hini ar c'halloued. Lojeizou ispsisial a vir ar stad evito d'aotren dezho da chom e-barzh ar vro.
Diouer a dailhou war al leve en-deus hoalet kalz "repuidi fiskel" eus ar broiou europeat arall. Gounid a ra darn vrasan o arc'hant er-maez ar brinselezh. Ar re vrudetan a zo aktourien pe vleinierien
Formulenn 1
met ur vinorelezh ez int. Darn vrasan annezidi Monako a zo tud-kefridiou.
E 2000, un dezrevel gant ar gannidi
Arnaud de Montebourg
ha
Vincent Peillon
a dammallas ar brinselezh da gannan arc'hant lous. Hervezo e waskfe ar gouarnamant ar justis da warezin oberiourien torfedou finansel. E respond e c'houlennas Monako enklaskou digant an
AKDE
hag ar
Financial Action Task Force on Money Laundering
. Diskouez a reas an enklaskou-se e oa diwir tamalladennou an daou gannad gall.
N'eo ket Monako un darn eus an
Unvaniezh Europat
e-barzh un
unvaniezh-zouan
gant Frans eman ha an hevelep moneiz eo. Kent 2002 e kogne ar brinselezh un moneiz : ar
franc monegasque
. E 2002 e tremenas d'an
Euro
met mirout a reas ar gwir da kognan pezhiou gant arouez Monako warno.
Dek skol-stad ez eus e Monako, seizh skol an derez kentan en o zouez, ur skolaj, ul lise jeneral ha teknik hag ul lise-otel. Div skol brevez skoazellet gant ar stad a zo ivez (an
Institution Francois d'Assise Nicolas Barre
hag an
Ecole des Sœurs Dominicaines
) hag ur skol etrevroadel (International School of Monako).
Ur skol-veur a zo, an
International University of Monaco
.
Ur vinorelezh en o bro eo ar Vonegasked. Gallaoued eo an darn vrasan eus an annezidi (47%) tra ma'z eo ar Vonegasked hag an Italianeg 16%. Ar 21% a chom a stroll 125 broadelezhiou arall.
Ar
galleg
eo ar yezh ofisiel nemeti met
italianeg
ha
saozneg
a vez komzet gant un lod bras eus ar boblans. Komz a reer ivez
okitaneg
ha
monegaskeg
, un diskennad eus ar
jenoeg
a zesker dre ret e-barzh an holl skoliou eus ar brinselezh.
Ar
relijion gatolik
eo ar relijion-stad met frankiziou ar feiziou arall a zo gwarantet gant ar vonreizh.