Mezopotamia
- Arabat droukveskan gant an anv spagnolek
Mesopotamia
, a zo anv ur brovins en Arc'hantina.
Mezopotamia
a oa, en
Henamzer
, ur vro e kornog
Azia
, etre ar steriou
Eufrates
ha
Tigris
, el lec’h m’eman
Irak
hiziv. Lavarout a reer ez eo bet "Kavell ar sevenaduriou kentan" rak diorroet-kenan e oa ar sevenadur er rannved-se en Henamzer e-pad 3 000 bloaz. Dre vras en em astenne Mezopotamia etre ar meneziou
Zagros
hag
Anti-Taurus
en hanternoz, hag ar
Pleg-mor Pers
er c’hreisteiz, ar pezh a glot a-walc’h gant
Irak
hiziv, gant reter
Siria
ha gevred pellan
Turkia
ouzhpenn.
Dont a ra an anv
Mezopotamia
eus ar
gregach
, ha talvezout a ra kement hag
etre steriou
. War an div ster-se eo diazezet brud ha pinvidigezh ar vro. Gant o dour e c’helled doura an douarou hag evel-se e c’hellas al labour-douar mont war-raok. En div ster e oa stank ar pesked ha war o riblou e oa puilh al loened gouez hag al laboused. An douarou strujus a daole boued a-walc’h evit an dud a oa o chom er c’heriou. E kreisteiz Mezopotamia, just a-walc’h, e teuas ar
c’heriou
kentan war wel. Dont a rejont da vezan lec’hiou kreiz evit ar c’henwerzh, an artizanerezh, ar velestradurezh hag an difenn. Annezidi Mezopotamia a implije ar
pri
d’ober
brikennou
evit sevel o ziez, ha d’ober
taolennou
evit skrivan.
Pinvidigezh Mezopotamia a veze c’hoantaet gant ar poblou amezek. Aloubet e voe ganto alies. Abalamour ma veze aon rak an aloubadegou-se eo e voe savet keriou gant mogeriou-krenv difennet-mat.