Viggo Mortensen

Eus Wikipedia
Viggo Mortensen
den
Reizh pe jener paotr   Kemmañ
Bro ar geodedouriezh Stadou-Unanet , Rouantelezh Danmark   Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den Viggo Mortensen   Kemmañ
Anv ganedigezh Viggo Peter Mortensen   Kemmañ
Anv-bihan Viggo   Kemmañ
Anv-familh Mortensen   Kemmañ
Deiziad ganedigezh 20 Her 1958   Kemmañ
Lec'h ganedigezh Watertown   Kemmañ
Tad Viggo Peter Mortensen   Kemmañ
Mamm Grace Gamble Atkinson   Kemmañ
Pried Exene Cervenka   Kemmañ
Kompagnun(ez) Ariadna Gil   Kemmañ
Yezh vamm saozneg , spagnoleg   Kemmañ
Yezhou komzet pe skrivet saozneg , spagnoleg , italianeg , daneg , galleg   Kemmañ
Yezh implijet dre skrid saozneg , spagnoleg   Kemmañ
Bet war ar studi e St. Lawrence University   Kemmañ
Derou ar prantad labour 1984   Kemmañ
Strollad politikel Strollad Demokratel   Kemmañ
Benveg sonerezh mouezh , klavier   Kemmañ
Oberenn heverk Far from Men , Captain Fantastic , Green Book , The Lord of the Rings trilogy   Kemmañ
Ezel eus Omnium Cultural   Kemmañ
Tachenn Western   Kemmañ
Bet kinniget evit Academy Award for Best Actor , Academy Award for Best Actor , Golden Globe Award for Best Actor ? Motion Picture Musical or Comedy , European Film Award for Best Actor , Academy Award for Best Actor   Kemmañ
Statud e wiriou aozer Oberennou dezhe gwiriou aozer   Kemmañ
Viggo Mortensen e 2020

Viggo Peter Mortensen a zo un aktour, ur barzh hag ul livour, met anavezet eo bet p'en deus c'hoariet Aragorn e-barzh an tri film The Lord of the Rings sevenet gant Peter Jackson  : The Lord of the Rings: The Fellowship of the Ring ( 2001 ), The Lord of the Rings: The Two Towers ( 2002 ha The Lord of the Rings: The Return of the King ( 2003 ).

Buhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Viggo Mortensen a zo Amerikan , ganet eo d'an 20 a viz Here 1958 e New York . E dad a oa eus Danmark hag e vamm a oa stadunanat . Tremenet en deus e vugaleaj e Manhattan a-raok heulian e diegezh e Venezuela , en Arc'hantina , hag e Danmark. E dud a zispartias pa oa en e 11 vlez. Mont a reas neuze d'ar Stadou-Unanet da vevin get e vamm hag e zaou vreur, e New York.

Eus 1987 betek 1998 ez eo bet dimezet da Exene Cervenka, kanerez ar strollad punk X () ; ur mab o deus bet, anvet Henry Blake Mortensen. Cholbet eo bet gant Lola Schnabel ivez.

Komz a ra spagnoleg , daneg ha saozneg ha barrek a-walc'h eo e galleg , en italianeg e svedeg hag e norvegeg .

E filmou [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 1982 , distro er Stadou-Unanet, e krogas gant studiou evit bout aktour get Warren Robertson da gelenner hag e pignas war al leurenn evit ar wezh kentan er c'hoariva Workshop, e New York. Lakaat a reas ar pezh-c'hoari Bent war al leurenn, a reas berzh bras e Los Angeles , hag a a dalvezas dezhan resev ur priz ( Dramalogue Critic's Award ).

E 1985 e voe merzet e voe e-touesk aktourion e gentan film, Witness gant Peter Weir, ma c’hoarie un [[Amish]. E gwirionez ne oa ket e film kentan rak kemeret en doa perzh e-barzh The Purple rose of Cairo get Woody Allen hag e Swing Shift , met troc’het e oa bet an tammou ma c'hoarie. Goude-se avat e labouras e filmou eil rummad evel Prison hag e Leatherface: Texas Chainsaw Massacre III,”Young Guns 2” . Ret e voe dezhan gortoz 1991 evit diskouez e varregezh e-barzh The Indian Runner , get Sean Penn , ma c’hoari un den taer moustret gant Brezel Viet Nam .

Goude se en devoe poan o kavout un roll kevatal ha c'hoari a reas eil rollou en un toullad filmou. E 1994 e c’hoarias ur gangster en ur gador-ruilh e-barzh Carlito's way eus Brian De Palma. E kalz filmou birvidik e voe e-pad ar blezadou 90 , evel G.I. Jane Ridley Scott hag A perfect murder Andrew Davis. Gwelout a reer anezhan o c'hoari e Crimson Tide Tony Scott, Daylight Rob Cohen, A Walk on the Moon Tony Goldwyn, American Yakuza Frank A. Cappello, Vanishing Point , ur remake sevenet gant Charles Robert Carner, e daou film aozet gant Philip Ridley, The Reflecting Skin ha The Passion of Darkly Noon , e 28 Days hag e The Prophecy , gant Christopher Walken, sevenet gant Betty Thomas.

Barzh ha livour eo Viggo ivez. Labourat a reas get Jane Campion (livourez ha sevenourez filmou) e-barzh The portrait of a lady ha get Gus Van Sant e Psycho e 1998 .

Kent c'hoari roll Aragorn e oa anavet ar muian evit bout c'hoariet an ofiser John Urgayle in G.I. Jane gant Demi Moore.

Berzh gwirion a reas get ar filmou The Lord of the Rings , ma c’hoari Aragorn, roue ar Gondor , unan eus tudennou pennan ar film. Tri blez ar-lerc’h, goude bout echuet an trede film, e krogas en ur film all get Hidalgo Joe Johnston), ma c’hoari ur cow-boy rediet d’ober ur redadeg en dezerzh. C’hoariet en deus ivez e-barzh A History of Violence , ur film deuet er-maez e miz Here 2005 .

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]