Livouriezh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Livour )
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-man ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuin.
Gallout a rit skoazellan Wikipedia dre glokaat anezhan

Al livouriezh a zo un arz neuzian ma vez implijet evit neuzian skeudennou ha figurennou dre lakaat tresou livet war danveziou liesseurt. Evit komz eus an teknikou implijet e vez graet gant ar ger liverezh .


Gant liviou dourennek pe gludek pe gant traezhennou karget gant liou e vez klasket sevel un daolenn a c'hell bezan priziet gant an arvesterien. Savet e vez livaduriou war gorreadou plad hag ivez war pep seurt traou digompez ( delwennou , listri , mogeriou kromm, karregou ).

Istor al livouriezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Sellet ouzh ar pennad Istor al livouriezh

Kavet eo bet al livaduriou koshan e Bro-C'hall er C'hev Chauvet hag e c'hellfent bezan bet savet 32 000 bloaz zo. Bez ez eus gwiskadou liviou hag engravaduriou. Al liviou a zo ar bouliermini ruz hag an du. Dispaket zo bet kezeg , leoned , bualed , mammouted , frikorneged hag tudennou , ar re-se o chaseal peurvuian. E meur a vro eo bet kavet keviou livet darn o mogeriou e Bro-C'hall , Spagn , Portugal , Sina , Aostralia , etc...
Lod a skiantourien a gred eo bet savet tud o chaseal hag al loened da vezan tapet ganto evit ober ul seurt liderezh , blaz ar relijion warni, a gasfe muioc'h a chans d'ar chaseourien.

E sevenaduriou ar C'hornog ez eus un doareou hengounel ha kemplez gant al liverezh dre eoul hag an dourliverezh evel teknikou pennan. Er Reter , e vez graet dreist-holl gant al liviou-skrivan (du pe e liv) gant hengouniou kemplez ivez.

Stilou el livouriezh [ kemman | kemman ar vammenn ]