Simon Bolivar

Eus Wikipedia
Simon Bolivar, Toronto - Canada

Simon Jose Antonio de la Santisima Trinidad Bolivar y Palacios , pe Simon Bolivar e berr, a voe ganet d’ar 24 a viz Gouere 1783 ha mervel a reas d’ar 17 a viz Kerzu 1830 . Ur jeneral hag ur brogarour eus Suamerika eo. Sellet a reer outan evel unan eus tud veur ar stourm evit dizalc’hiezh Venezuela , Kolombia , Panama , Ecuador , Perou pe Bolivia diouzh impalaeriezh Spagn . E spagnoleg e reer anezhan El Libertador , eleze an Dieuber .

Derou e vuhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ganet e voe Bolivar e Caracas , e Venezuela , en ur familh eus an noblans. Goude marv e dud ez eas da Spagn e 1799 da genderc’hel gant e studiou. Eno e reas anaoudegezh gant Maria Teresa Rodriguez del Toro y Alaysa a zeuas da vezan e wreg. E-kerzh ur veaj a rejont o-daou da Venezuela e 1803 e varvas e wreg gant an derzhienn velen. Bolivar a yeas da Europa en-dro e 1804 ha darempredin a reas lez Napoleon Bonaparte .

Distrein a reas Bolivar da Venezuela e 1807 . Goude-se, e 1808 , breur Napoleon Bonaparte, Joseph , a voe lakaet gant an impalaer da roue Spagn ha war he zrevadennou war un dro. Perzh a gemeras Bolivar en emsav a-enep ar roue nevez. Gant strollad Caracas e voe embannet dizalc’hidigezh Venezuela e 1810 . Ha kaset e voe Bolivar evel kannad da Vro-Saoz .

E penn ar stourm [ kemman | kemman ar vammenn ]

Distrein a reas Bolivar da Venezuela e 1811 goude ma oa deuet ar vro da vezan dizalc’h. Met e Gouere 1812 , rener Venezuela, Francisco de Miranda , a godianas gant armeou Spagn. Bolivar a dec’has da g- Cartagena de Indias , ur porzh e Kolombia hiziv. E 1813 e kemeras penn un arme a aloubas Venezuela. Mont a reas a drec’h da drec’h ha, da neuze e voe anvet El Libertador ( An Dieuber , An Dizalc’her ). Adkemer a reas Caracas d’ar 6 a viz Eost 1813 hag embann a reas eil republik Venezuela. Er bloavezh war-lerc’h e tistroas, e penn un arme, d’ar vro amezek, anvet neuze Nueva Granada (Kolombia hiziv) ha kemeret e voe Bogota ganto e 1814 . Met goude bezan paket meur a lamm gant e enebourien e rankas tec’hout da Jamaika e 1815 . Eno e c’houlennas sikour digant prezidant Haiti , Alexander Petion. E 1816 , gant skoazell Haiti, e tistroas Bolivar da Venezuela. Goude bezan dilestret ez eas e arme war-raok ha kemeret e voe meur a ger ganto, en o zouez Angostura (zo deuet da vezan breman Ciudad Bolivar ).

Derc’hel a reas e armeou da vont war-raok ha gant emgann Boyaca e voe trec’het da vat armeou Spagn e 1819 . E miz Kerzu 1819, e Kendalc’h Angostura, e voe krouet Kolombia Vras ( Gran Colombia e spagnoleg), ur c’hevread a oa ennan Venezuela, Kolombia, Panama hag Ecuador . Bolivar a voe prezidant ar vro ha Francisco de Paula Santander an eilprezidant anezhi. Er bloavezhiou war-lerc’h e voe peurdrec’het ar Spagnoled : gant emgannou Carabobo e 1821 ha Pichincha e 1822 e voe krenvaet krog Bolivar war Venezuela hag Ecuador. Neuze e reas e sonj dieubin Perou diouzh ar yev spagnol. Gant skoazell Antonio Jose de Sucre e roas lamm d’ar Spagnoled : en emgann Ayacucho , e miz Kerzu 1824 e voe pilet an arme spagnol ha prizoniet besroue Spagn. Abretoc’h er bloavezh 1824, Bolivar a oa bet anvet diktatour gant kendalc’h Perou, ar pezh a roe dezhan ar galloud penn-da-benn, evit aozan ar vro hag ar brezel.

E miz Eost, e kendalc’h Perou Uhelan, e voe divizet envel ar vro-hont Republik Bolivia , evit dougen enor dezhan. Bolivar a zouge bri d’an Dispac’h amerikan met ne rae ket kement a stad eus an Dispac’h gall. Lavaret a rae anezhan e-unan e oa ur frankizour ha levezonet e oa bet gant skridou evel re Montesquieu pe Adam Smith , diwar-benn rannerezh ar galloudou pe ar frankiz kredenn . E 1826 ha 1827 e voe dizemgleviou e diabarzh ar c’hevread hag emsavadegou du-man du-hont. Evit klask derc’hel ar c’hevread unvan e voe galvet ur c’hendalc’h gant Bolivar e miz Ebrel 1828 e ker Ocana . C’hwitan a reas avat war e daol da unvanin ar re a-du gant rein muioc’h a c’halloud da bep bro hag ar re a-du gant kreizennan muioc’h ar c’hevread. Derc’hel a rae an dizemglev d’ober e reuz, gant emsavadegou en Ecuador, e Kolombia hag e Venezuela. Klasket e voe lazhan Bolivar e miz Gwengolo 1828 . A-benn ar fin e roas Simon Bolivar e zilez evel prezidant e 1830 . Mervel a reas, buan war-lerc’h, gant an dorzhellegezh d’ar 17 a viz Kerzu 1830 , e porzh Santa Marta , pa oa war-nes lestran da vont da repuin da Europa. Er bloavezh goude, e 1831 , e voe embannet republikou Venezuela, Nueva Granada (Kolombia) hag Ecuador.

E herezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Hunvreet en doa Simon Bolivar e c’hellje unvanin ar broiou-se, hag ar re all e Suamerika hag e Kreizamerika, d’ober ur vro hepken, Stadou Unanet Latinamerika ( Estados Unidos de Latinoamerica ), met c’hwitet en doa war e daol.

Hiziv an deiz evelkent e vez douget kalz a vri da Simon Bolivar dre Suamerika a-bezh. Enoret eo e anv e meur a zoare : moneiz Bolivia (ur vro a zoug e anv) zo anvet boliviano hag hini Venezuela bolivar . E 1999 eo bet advadezet Venezuela gant ar prezidant Hugo Chavez ha deuet eo da vezan Republica Bolivariana de Venezuela .


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .