Nikolai Gogol

Eus Wikipedia
Nikolai Gogol

Ur romantour , un dramaour hag ur barzh rusian brudet eo Nikolai Vasilievitch Gogol pe Nikolay Vasilyevitch Gogol , (e rusianeg  : Николай Васильевич Гоголь, hag en ukraineg : Микола Васильович Гоголь, Mikola Vasylyovitch Hohol’ ), ganet d'an 19 a viz Meurzh 1809 e domani Vasilevka, e Sorotchinsy, nepell diouzh Mirgorod e provins Poltava en Ukraina (a oa en Impalaeriezh Rusia d'an ampoent) ha marvet e Moskov d'an 21 a viz C'hevrer 1852 . Un denjentil ha perc'henn-douar e oa e dad. Darempredin a rae ur penn bras eus Impalaeriezh Rusia dindan renadou Katelin II , Paol I an hag Aleksandr I an . Koll e dad a reas Gogol pa oa 16 vloaz ha levezonet-bras e voe an emzivad gant spered relijiel ha deol e vamm.

Buhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Goude e studiou e Sankt Peterbourg ez eas da Voskov da glask sevenin ur garg uhel a-walc'h er velestradrezh impalaerel. Ne c'hellas nemet tizhout ur post bihan en ur ministrerezh divrud. Kelenner war an istor e Skol-Veur Sankt Peterbourg e voe e-pad ur bloavezh, met kompren a reas e oa gwelloc'h dezhan pledin gant al lennegezh ha sevenin ar gefridi uhel evit mad ar vro a grede dezhan e oa e hini.

E 1831 ha 1832 ec'h embannas dindan ul lesanv "Beilhadegou en atant Dik'anka", un teskad danevellou levezonet gant folklor Rusia. Berzh a ra ar skridou-se evel ma raio an teskad danevellou Mirgorod , ennan an danevell brudet Taras Boulba . An danevell, ar Vantell , kroget e 1834 hag echuet e 1841 en deus bet ur pouez bras el lennegezh rusianek.
Koulskoude e c'hounezas ur vrud brasoc'h gant ur pezh-c'hoari , ar Revizor , c'hoariet e Moskov e 1836 . Degemeret mat e voe an oberenn da gentan pa voe gwelet evel ur flemmskrid eus ar spered burokratel, met da c'houde e klaskas meur a benn-uhel tamall da c'h-Gogol bezan enebour d'ar renad impalaerel. Hag en strafuilhet-bras ha da dec'hel da Vro- Alamagn hag alese da Italia . Deuet en-dro da Rusia , ne c'hellas ket gouzanv chom en e vro hag ez eas da Vienna ha da Roma .
Eus 1836 da 1841 e savas gant poan Troiou-kaer Tchitchikov pe an Eneou marv , e bennoberenn. Skrivet e komz-plaen, met istitlet barzhoneg , savet eo diwar patrom ar meulgan . Chom a reas strafuilhet spered ar skrivagner a guitaas e vro en-dro hag a glaskas lenn diehan an Avielou .
Un degemer fall-tre a voe graet d'e v- Bommou ar genskriverezh gant ma mignoned ( 1847 ) ken e kredas teurel en tan eil lodenn an Eneou marv ma laboure warni abaoe 5 bloaz. Ne c'helle ket kaout ur spered habask ha pa'z eas da Jeruzalem e 1848 e voe gwall zipitet, hag ar memes tra pa veajas e Rusia e 1851 . Hag en paour-razh ez eas da chom da di ar c'hont Alexei Tolstoi hag eno e nac'he debrin. Ur wech all e lakaas devin adskrivadur eil lodenn an Eneou marv . Mervel a reas diwar an naon en ur lavarout: "Ur skeul ! Kasit buan ur skeul."

Oberenn [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Taras Boulba , ur romant berr diwar-benn Kozaked Ukraina , a voe graet ur film diwarnan
  • An Eneou Marv , romant
  • Ar Revizor , pezh-c'hoari.
  • Danevellou .