Naonegezh

Eus Wikipedia
Naonegezh
Iskevrennad eus desastre , food crisis , deficiency   Kemmañ
Abeg pennan population growth , starvation   Kemmañ
Daou vreur yaouank rusian tapet gant an naonegezh e-pad Naonegezh rusian 1921?22 marvet e oa 5 milion a dud. Tro 1922.

Naonegezh zo un diouer bras a voued. A-wechou e varv an dud diwar an naonegezh, pe e vezont gwan-gwan ken e tapont klenvedou all hag e c'hallont mervel ganto. Gallout a an naonegezh ra bezan degaset gant abegou lies evel eostou fall, ur boblans re stank, pe obererezh ur gouarnamant. An holl douarou annezet dre ar bed a zo bet tapet deiz pe zeiz gant an naonegezh e-pad an Istor.

Lec'hiou zo, dreist-holl en Afrika sub-Saharan, a vez tapet alies gant barradou naonegezh. Ar rannved-se eo an hini a vez tapet an aliesan gant an naonegezh abalamour d'ar c'hemmou hin alies, ur gwall gudenn eo evit al labour-douar eno. Programou sikour zo da gas boued etrezek Afrika .

Ur vamm hag he daou vugel e-pad Naonegezh Vras Iwerzhon

Un arm [ kemman | kemman ar vammenn ]

E-pad an Istor ez eus bet renadou o doa bet implijet an naonegezh evel un arm evit lazhadegan ul lod eus o foblans pe lazhan o enebourien. An Impalaeriezh Otoman , pe ar Volcheviked o doa bet implijet an naonegezh evel-se.

  • Lu ar Rouantelezh-Unanet en doa mirlec'hiou boued brasan Europa e-pad Naonegezh Vras Iwerzhon met ne voe roet netra da dud Iwerzhon.
  • An Impalaeriezh Otoman a implijas an naonegezh evit lazhadegan kristenien an implaeriezh e 1915.
  • Ar Volcheviked a implijas an naonegezh evit lazhadegan ul lod eus poblans Ukraina e-pad an Holodomor (ur ger ukrainek hag a dalvez kement ha "lazhadeg dre an naon").