Galia

Eus Wikipedia
Rannou Galia (58 kent J.-K.) : Gallia Cisalpina , Belgica , Celtica , Akitania ha Narbonensis .

Galia ( Gallia e latin ) a rae ar Romaned en Henamzer eus ar vro a oa etre Mor Breizh hag ar Meurvor, er c'hornog, en un tu; ar Roen hag Alpou an Norzh en tu all; hag er c'hreisteiz ar Pireneou [1] , ar Mor Kreizdouar hag ar steriou Arnus ha Rubico (en Italia hiziv). Ne glote ket harzou Galia eta gant re ar Stad c'hall en amzer a hiziv. Dindani e oa Belgia ha Bro- Suis a-vreman, ar Stad c'hall, hanternoz Italia a-vreman hag al lodenn eus an Izelvroiou hag eus Bro- Alamagn zo er c'hornog d'ar Roen.

Galia ne oa ken ul lodenn eus un dachenn frankoc'h a oa poblet pe a oa bet poblet gant Kelted hag a zo meneget dindan an anv a Geltia adalek ar skrivagnerien c'hresian ( Aristoteles ha Platon peurgetket).

Galianed a vez graet eus annezidi Galia. Ar Romaned a rae Galli anezhe, hogen int-i a rae Celti (Kelted) anezhe o-unan hervez Julius Caesar .

Galia dieub [ kemman | kemman ar vammenn ]

Betek aloubadenn ar Romaned, n'eus tamm unaniezh politikel ebet er vro. Rannet eo etre meur a geoded, a bobladou galian. Dizingal e tle bezan bezans an elfennou a orin kelt e-touez ar boblans ivez. An unvaniezh zo kentoc'h sevenadurel ha relijiel.

Ar poblou galian [ kemman | kemman ar vammenn ]

Relijion [ kemman | kemman ar vammenn ]

Delwenn c'halian eus ul loen (anvet Tarasque) o tispenn un den, Noves er Bouches-du-Rhone (Mirdi Calvet, Avignon)

Relijion ar C'halianed n'eo ket anavezet mat dre ma ne veze ket skrivet o c'hredennou gant o beleien, an drouized, ha dre ma'z int bet atahinet gant ar Romaned adalek an aloubidigezh.

Diazezet eo hon anaouedegezhiou war testeniou an arkeologiezh ha skridou ar skrivagnerien latin ha gresianek, pagan pe gristen, dreist-holl.

Dre chans, diazezidigezh al lezenn a gristeniezh en Hibernia (Bro-Iwerzhon hiziv) zo bet peoc'hus a-walc'h hag ul lodenn eus kredennou hec'h annezidi, kar da re ar C'halianed, zo bet lakaet dre skrid gant menec'h kristen en amzer-se. A-drugarez d'an testennou-se e komprener gwelloc'h an elfennou all zo en hor c'herz.

Gallout a reer lavaret e oa ar relijion unan eus an elfennou unvaniezh pennan a oa etre ar bobladou dishenvel a veve e Galia, hag etre Hibernia (Bro-Iwerzhon hiziv) ha Galatia (Turkia a vreman).

Yezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Komzet e veze galianeg gant ar pep brasan eus annezidi Galia gentistorel hep mar ebet. Rannet e oa ar yezh-se e rannyezhou dishenvel [2] . Ur yezh keltiek eus tiegezh ar yezhou indezeuropek eo ar galianeg. Tost-kenan e oa d’ar yezh a veze komzet en enez Preden d'ar c'houlz-se.

En e levr De bello gallico e lavar Julius Caesar e oa dishenvel teir rann dieub Galia dre o giziou, o boaziou met ivez dre o yezh. Lod zo o klask gouzout ha komz a rae eus rannyezhou dishenvel pe eus bezans yezhou all en Aquitania pe en hanternoz Galia. Ne veze ket komzet galianeg en Aquitania (war c'hlann gleiz ar Garonne), da skouer, met ur rannyezh iberek [3] . Nevez a-walc'h ivez e oa donedigezh ar Gelted e Liguria e lec'h ma veze komzet ligurieg , ur yezh kar-tost d'an edaleg ha d'an hengeltiek.

Aet e oa ar galianeg da get war-dro ar VIvet kantved. Hervez skrivagnerien all e vije chomet bev betek ar VIIvet kantved e toleadou distro, zoken betek ar Xvet kantved e Vro-Suis [4] .

Galia roman [ kemman | kemman ar vammenn ]

Galia en Impalaeriezh roman war-dro 120 ( Gallia Cisalpina n'eo ket merket war ar gartenn dre ma oa staget ouzh Italia ).

An aloubadegou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Aloubet ha konkeret eo bet Galia e pevar frapad dishenvel. Da gentan e voe sujet ar C’halianed a oa o vevan e kompezenn ar ster Padus (Boii, Insubres) en IIIvet kantved kent J.-K..

Goude-se e voe krouet Gallia Narbonensis da-heul ur brezel a-enep ur c’hevredad Galianed ha Ligured a venne tagan keoded c’hresian Masilia e 181 kent J.-K.

En diwezh e oa anvet Julius Caesar e penn an div brovins galian kentan hag aloubin a reas ar peurrest eus ar vro binvidig-se, anvet Galia comata [5] , etre 58 ha 52 kent J.-K., evit pourchas danveziou, soudarded ha pinvidigezhiou a zigorfe dezhan hent ar galloud e Republik Roma .

Ar pobladou galian dieub diwezhan eus an douar-bras a oa re traoniennou an Alpou. Sujet e voent tamm-ha-tamm dre nerzh pe dre gaer dindan ren an impalaer Augustus [6] .

Ar provinsou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Rannet eo bet Galia e pemp provins dishenvel gant ar republik hag an impalaeriezh roman. Anvet int e latin :

  • Gallia Cisalpina (anvet ivez Gallia cisterior ) a oa dindani hanternoz Italia betek ar steriou Arnus ha Rubico. Perc'hennet e oa gant ar Romaned abaoe 222 kent J.-K [7] . Lesanvet e veze ivez ar brovins-se Gallia togata dre ma veze gwisket togaou gant e annezidi romanekaet hag enebet e veze e-giz-se ouzh Gallia Comata , "Galia vlevek", a oa al lodenn dieub eus Galia e lec'h ma oa bet dalc'het d'an dilhad kelt.
  • Narbonensis , anvet ivez Provincia ≪ ar Brovins ≫, a-hed aodou ar Mor Kreizdouar hag e traonienn ar Ron . Krouet a oa bet ar brovins gant ar Romaned e 121 kent J.-K..
  • Lugdunensis pe Gallia Celtica a oa al lodenn eus Galia etre ar Garona hag ar Sequana . An Arvorig a oa dindani. Mont a ra d'ober ur brovins war-bouez ul lodenn anezhi a oa staget ouzh Aquitania .
  • Belgica a oa anv ar brovins a vode keodedou a oa bet er c'hevredad belgiat da vare an aloubidigezh
  • Aquitania a oa anv ar vro etre ar mor, ar Pireneou ha glannou ar Garona . Staget e oa bet outi ul lodenn eus ar c'h- Celtica evit sevel ur brovins er memes anv.

Kemmou a voe bet degaset da c’houde en urzhiadur ar provinsou-se da vare an impalaeriezh.

Da skouer ez eas Gallia Cisalpina d'ober ul lodenn eus Italia penn-da-benn hag e paouezas e-gis-se da vezan ur brovins.

Anvet e veze gouarnourien ar provinsou impalaerel war-eeun gant an impalaerien. Re ≪ ar Brovins ≫, avat, a veze choazet gant sened Roma .

Emren e oa ar pep brasan eus ar c'heodedou. Kas a raent ar vagistrated pennan bep bloaz da Lugdunum , kerbenn holl brovinsou Galia, evit touin fealded d'an impalaer ha da Roma.

Ar vuhez e Galia roman [ kemman | kemman ar vammenn ]

Savet e voe un niver a geodedou nevez gant ar Romaned. Degas a rejont ivez gwellaennou d'ar c'heodedou kozh pa ne vezent ket paeet gant an annezidi o-unan : foromou, dourbontou, anfiteatrou, kouronkou, bolziou enor ha kement zo ... Evel-se en em strewe doareou-bevan ar Romaned. Azeulet e veze an doueed roman e pep keoded.

Muioc'h-mui e veze implijet al latin er vuhez foran, a-drugarez d'ar renkadou uhelan, d'ar varc'hadourien ha d'ar soudarded da gentan penn. Roet e voe ar gwiriou keodediz roman klok d'ur bern Galianed. Lod memes a voe degemeret e Sened Roma adalek an impalaer Claudius.

Koulskoude e oa dizingal latinekadur ar vro. Derc'hel a rae an toleadou a oa ar pellan eus ar c'hreizennou bras d'o giziou ha d'o yezh muioc'h evit a re all. Kenderc'hel a rae an annezidi da azeulin o doueou, mesket a-wezhiou gant doueed roman pe re all degaset eus an impalaeriezh (Isis, Mithra da skouer). Mirout a raent o giziou (boued, dilhad) hag o boaziou. Dont a reas tamm-ha-tamm ar C'halianed damlatinekaet-se da vezan Galianed-ha-Romaned.

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Plinius secundus, Historia Naturalia IV 16 embannadur gant Teubner, 1933 (adembannadur eus mouladenn 1905
  2. A. Even, Istor ar Yezhou keltiek , Hor Yezh, 1987, I. 44
  3. A. Even, Istor ar Yezhou keltiek , Hor Yezh, 1987, I. 26
  4. L. Fleuriot, Les origines de la Bretagne , Payot 1980, pp 55-59
  5. Da laret eo Galia vlevek
  6. J.-P. Martin, Les provinces romaines d’Europe centrale et occidentale , 31 avant J.-C. ? 235 apres J.-C., SEDES 1990
  7. Mommsen, Histoire romaine, des commencements de Rome jusqu'aux guerres civiles , troet diwar an alamaneg gant C. A. Alexandre, Laffont, 1985, pajenn 414