Dulenn

Eus Wikipedia
Baile Atha Cliath
Dublin ? Dulenn
Banniel Ardameziou

Obedientia Civium Urbis Felicitas
"Keodidi Sentus, Keoded Eurus"
O'Connell Bridge
Melestradur
Bro Iwerzhon
Provins Laighean
Maer (2019) Paul McAuliff ( FF )
Kodou post D01 D18, D20, D22
D24, D6W
Kod pellgomz 01 (+3531)
Douaroniezh
Gorread
Ker :
Tolead :

115 km²
318 km²
Poblans
Ker :
Tolead :
Tolpad :

554 554
1 173 179
1 347 359
Stankted 4 822 ann./km²

53° 21' N ? 6° 16' K

Baile Átha Cliath
Baile Atha Cliath

Internet www.dublincity.ie

Ker-benn Republik Iwerzhon eo Dulenn ( iwerzhoneg Baile Atha Cliath ; saozneg Dublin ). Ker vrasan an enez eo ivez (554 000 annezad er ger). Gant he zrowardroiou ez eus ouzhpenn 1 200 000 a dud o vevan enni.

Eman-hi a-hed ar ster Life , war aod reter ar vro. Diazezet e oa gant ar Ouezeled er 7vet kantved. En em stalian a rejont ar Vikinged eno er IXvet kantved. E 1922 e teuas da vezan ker-benn Stad Dieub Iwerzhon .

Etimologiezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Meneget e oa gant Ptoleme ul lec'h Eblana e anv tro-dro 140 goude JK.

Anat eo ar ger e brezhoneg : du-lenn da laret eo lenn zu. Dont a ra eus ar gouezeleg dubh ha lind .

Demografiezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Hervez niveradeg 2016 e oa 553 165 annezad e ker Dulenn er bloazh-se, 1 270 603 annezad a oa e kontelezh Dulenn rannet e pevar takad melestradurel : ker Dulenn, Dulenn Su , Fingal ha Dun Laoghaire-Rathdown , ha 1 804 156 annezad e rannvro Dulenn Meur .

Armerzh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Labouradeg kozh Guinness zo deuet da vezan ur mirdi ramzel war istor ar merk.

Er bloavezhiou 1990 ha 2000 e oa Iwerzhon lesanvet an Tigr keltiek abalamour d'he c'hresk armerzhel bras. Hiziv eman staliet eno seziou pe da nebeutan boniou gwezhiadel kalz embregerezhiou amerikan evel Microsoft , Google , Facebook , Amazon , eBay , PayPal , Yahoo! , Twitter , Accenture ha Pfizer .

Tizhet e oa he feur dilabour izelan gant Dulenn en eil kard eus ar bloavezh 2018, gant 5.7% hervez an Dublin Economic Monitor [1] , [2] .

Sport [ kemman | kemman ar vammenn ]

Croke Park , trede stad brasan Europa, sez ar Gevredigezh atletek gouezelek.

Unan eus stadou brasan Europa eo Croke Park . Eno e vez aozet krogadou ar sportou gouezelek evel an hurling hag ar mell-droad ouezelek , sport muian-karet an Iwerzhoniz. Degemer a ra ivez krogadou etrebroadel rugbi ha sonadegou evel re U2 ha Robbie Williams . Stad Lansdowne Road a zegemer krogadou mell-droad ha rugbi.

Tachennou zo e trowardriou ar ger evit ar redadegou levrini , e Shelbourne Park da skouer, hag evit ar redadegou kezeg , evel e Leopardstown. Kalz stadou all a zo evit ar basket-ball , an handball gouezelek , an hoke war leton hag an atleterezh .

D'an 11 a viz Gouere 1998 e oa bet dalc'het rakredadeg Tro Bro-C'hall 1998 e Dulenn (a-benn d'an eur) ; aet e oa bet ar maout gant Chris Boardman ( Bro-Saoz ).

Ker-benn Europa ar sport a oa Dulenn e 2010.

Tud brudet [ kemman | kemman ar vammenn ]

Tud bet ganet eno [ kemman | kemman ar vammenn ]

Tud bet marvet eno [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gevellerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Skoulmet e vez ivez liammou mignoniezh gant keriou all :

Skeudennou [ kemman | kemman ar vammenn ]



Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

Daveou ha notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]