Brezel Poloniat-ha-Soviedat

Eus Wikipedia
Brezel Poloniat-ha-Soviedat
brezel
Rann eus Brezel diabarzh Rusia   Kemmañ
Lec'h kreiz ha Reter Europa   Kemmañ
Heuliet gant aloubadeg soviedel Polonia   Kemmañ
Deiziad 18 Her 1920   Kemmañ
Deiziad kregin C'hwevrer 1919   Kemmañ
Deiziad echuin Meurzh 1921   Kemmañ
Darvoud-alc'hwez Feur-emglev Riga (1921)   Kemmañ

Ar brezel etre Polonia ha Republik Sokialour Kevreadel Soviedel Rusia berraet en Brezel Poloniat-ha-Soviedat (fin diskar-amzer 1918 / 14 a viz C'hwevrer 1919 ? 18 a viz Meurzh 1921) a oa bet stourmet etre an Eil Republik Poloniat ha Republik Sokialour Kevreadel Soviedel Rusia a-raok ma teuje da vezan ur Republik eus an Unvaniezh Soviedel goude fin ar C'hentan Brezel-bed hag ar Reveulzi e Rusia . Ar stourmadennou a oa bet war tiriadou hag a oa e dalc'h Impalaeriezh Rusia hag Monarkiezh Habsburg a-raok, goude ma oa bet rannet Polonia .

D'an 13 a viz Du 1918, goude freuzadenn an Nerzhiou Kreiz europat hag Arsav-brezel an 11 a viz Du 1918 , Vladimir Lenin e penn ar Republik Rusian Kevredadel Soviedat en doa roet lamm da Skrid-emglev Brest-Litovsk (hag a oa bet sinet gant ar Galloudou kreiz e Meurzh 1918) ha kroget da finval nerzhiou lu war-zu ar C'hornog evit adperc'hennan ha gwarezin rannvroiou an Ober Ost dilezet gant nerzhiou lu Alamagn hag a oa bet kollet gant Rusia goude ar skrid-emglev. Lenin a wele ar Stad Polonat nevez ha dishual (savet e miz Here-Du 1918) evel ur marz en dije roet lans d'al Lu Ruz evit sikour luskadou komunour all er c'hevandir ha degas ar reveulzi en Europa. D'ar memes mare, pennou politikel tuiou dishenvel Polonia a vounte evit adsevel ar vro war harzou 1772. Entanet gant ar mennozh-se, Penn ar vro, Jozef Piłsudski , (e karg abaoe ar 14 a viz Du 1918) a oa krog da finval nerzhiou lu war-zu ar reter.

E 1919, e-pad ma oa tapet c'hoazh al Lu Ruz soviedat gant Brezel diabarzh Rusia (1917?1922), al Lu polonat a oa aet war-raok e tiriadou gwelet gant kalz Poloniz evel " Kresy " (marzou ar reter) ha da adkemer gant ar vro. Er bloavezh-se e oant deuet a-benn da aloubin darn eus Lituania ha Belarus a-vreman. E miz Gouhere 1919, an nerzhiou lu polonat a oa deuet a-benn da dapout darn eus Reter Galitsia hag a oa bet trec'h er brezel etre Polonia hag Ukraina eus Du 1918 betek Gouhere 1919. E lodenn reter harzou Ukraina stok ouzh Rusia , Symon Petliura en devoa klasket gwarezin Republik Poblel Ukrania , met dre ma oa ar volcheviked o c'hounit ar brezel diabarzh rusian, al Lu Ruz a oa bet o finval war-zu ar c'hornog betek tizhout an tiriadou ukrainat tabutet ha rediet e voe nerzhiou Petliura da gilan. An tiriadou mestroniet gant Petliura a oa reou bihan er c'hornog ha klasket en devoa un emglev gant Piłsudski, ar pezh a oa bet graet en un doare ofisiel e miz Ebrel 1920.

Piłsudski a sonje dezhan e oa ar gwellan doare evit Polonia da vezan gwarezet ha brasaet memes, dre obererezhiou milourel. Ar sonj a oa savet ennan e vije aes trec'hin an nerzhiou lu ruz. En Argadenn war Kyiv a oa kroget da vat e fin miz Ebrel 1920 hag a oa bet un trec'h da gentan, gant Poloniz oc'h aloubin ker harpet gant nerzhiou Ukrainiz d'ar 7 a viz Mae. An nerzhiou lu soviedat en tiriad, hag a oa kalz gwanoc'h, a oa deuet a-benn da chom hep bezan rinset, dre ma oant bet o kilan evit chom hep kaout stourmadennou bras gant o enebourien kalz galloudusoc'h. An argadenn ne oa ket bet harpet kalz gant an dud war al lec'h ha muioc'h a Ukrainiz a oa bet o vont betek emezelin el Lu Ruz eget en nerzhiou Petliura.