Simon Jose Antonio de la Santisima Trinidad Bolivar y Palacios
, pe
Simon Bolivar
e berr, a voe ganet d’ar
24 a viz Gouere
1783
ha mervel a reas d’ar
17 a viz Kerzu
1830
. Ur jeneral hag ur brogarour eus Suamerika eo. Sellet a reer outan evel unan eus tud veur ar stourm evit dizalc’hiezh
Venezuela
,
Kolombia
,
Panama
,
Ecuador
,
Perou
pe
Bolivia
diouzh
impalaeriezh Spagn
. E spagnoleg e reer anezhan
El Libertador
, eleze
an Dieuber
.
Ganet e voe Bolivar e
Caracas
, e
Venezuela
, en ur familh eus an noblans. Goude marv e dud ez eas da
Spagn
e
1799
da genderc’hel gant e studiou. Eno e reas anaoudegezh gant Maria Teresa Rodriguez del Toro y Alaysa a zeuas da vezan e wreg. E-kerzh ur veaj a rejont o-daou da Venezuela e
1803
e varvas e wreg gant an derzhienn velen. Bolivar a yeas da Europa en-dro e
1804
ha darempredin a reas lez
Napoleon Bonaparte
.
Distrein a reas Bolivar da Venezuela e
1807
. Goude-se, e
1808
, breur Napoleon Bonaparte,
Joseph
, a voe lakaet gant an impalaer da
roue Spagn
ha war he zrevadennou war un dro. Perzh a gemeras Bolivar en emsav a-enep ar roue nevez. Gant
strollad Caracas
e voe embannet dizalc’hidigezh Venezuela e
1810
. Ha kaset e voe Bolivar evel kannad da
Vro-Saoz
.
Distrein a reas Bolivar da Venezuela e
1811
goude ma oa deuet ar vro da vezan dizalc’h. Met e Gouere
1812
, rener Venezuela,
Francisco de Miranda
, a godianas gant armeou Spagn. Bolivar a dec’has da g-
Cartagena de Indias
, ur porzh e
Kolombia
hiziv. E
1813
e kemeras penn un arme a aloubas Venezuela. Mont a reas a drec’h da drec’h ha, da neuze e voe anvet
El Libertador
(
An Dieuber
,
An Dizalc’her
). Adkemer a reas Caracas d’ar 6 a viz Eost
1813
hag embann a reas eil republik Venezuela. Er bloavezh war-lerc’h e tistroas, e penn un arme, d’ar vro amezek, anvet neuze
Nueva Granada
(Kolombia hiziv) ha kemeret e voe
Bogota
ganto e
1814
. Met goude bezan paket meur a lamm gant e enebourien e rankas tec’hout da
Jamaika
e
1815
. Eno e c’houlennas sikour digant prezidant
Haiti
, Alexander Petion. E
1816
, gant skoazell Haiti, e tistroas Bolivar da Venezuela. Goude bezan dilestret ez eas e arme war-raok ha kemeret e voe meur a ger ganto, en o zouez Angostura (zo deuet da vezan breman
Ciudad Bolivar
).
Derc’hel a reas e armeou da vont war-raok ha gant
emgann Boyaca
e voe trec’het da vat armeou Spagn e
1819
. E miz Kerzu 1819, e Kendalc’h Angostura, e voe krouet Kolombia Vras (
Gran Colombia
e spagnoleg), ur c’hevread a oa ennan Venezuela, Kolombia,
Panama
hag
Ecuador
. Bolivar a voe prezidant ar vro ha Francisco de Paula Santander an eilprezidant anezhi. Er bloavezhiou war-lerc’h e voe peurdrec’het ar Spagnoled : gant emgannou Carabobo e
1821
ha Pichincha e
1822
e voe krenvaet krog Bolivar war Venezuela hag Ecuador. Neuze e reas e sonj dieubin Perou diouzh ar yev spagnol. Gant skoazell
Antonio Jose de Sucre
e roas lamm d’ar Spagnoled : en
emgann Ayacucho
, e miz Kerzu
1824
e voe pilet an arme spagnol ha prizoniet besroue Spagn. Abretoc’h er bloavezh 1824, Bolivar a oa bet anvet
diktatour
gant kendalc’h Perou, ar pezh a roe dezhan ar galloud penn-da-benn, evit aozan ar vro hag ar brezel.
E miz Eost, e kendalc’h Perou Uhelan, e voe divizet envel ar vro-hont Republik
Bolivia
, evit dougen enor dezhan. Bolivar a zouge bri d’an Dispac’h amerikan met ne rae ket kement a stad eus an Dispac’h gall. Lavaret a rae anezhan e-unan e oa ur frankizour ha levezonet e oa bet gant skridou evel re
Montesquieu
pe
Adam Smith
, diwar-benn
rannerezh ar galloudou
pe ar
frankiz kredenn
. E
1826
ha
1827
e voe dizemgleviou e diabarzh ar c’hevread hag emsavadegou du-man du-hont. Evit klask derc’hel ar c’hevread unvan e voe galvet ur c’hendalc’h gant Bolivar e miz Ebrel
1828
e ker
Ocana
. C’hwitan a reas avat war e daol da unvanin ar re a-du gant rein muioc’h a c’halloud da bep bro hag ar re a-du gant kreizennan muioc’h ar c’hevread. Derc’hel a rae an dizemglev d’ober e reuz, gant emsavadegou en Ecuador, e Kolombia hag e Venezuela. Klasket e voe lazhan Bolivar e miz Gwengolo
1828
. A-benn ar fin e roas Simon Bolivar e zilez evel prezidant e
1830
. Mervel a reas, buan war-lerc’h, gant an dorzhellegezh d’ar
17 a viz Kerzu
1830
, e porzh
Santa Marta
, pa oa war-nes lestran da vont da repuin da Europa. Er bloavezh goude, e
1831
, e voe embannet republikou Venezuela, Nueva Granada (Kolombia) hag Ecuador.
Hunvreet en doa Simon Bolivar e c’hellje unvanin ar broiou-se, hag ar re all e Suamerika hag e Kreizamerika, d’ober ur vro hepken, Stadou Unanet Latinamerika (
Estados Unidos de Latinoamerica
), met c’hwitet en doa war e daol.
Hiziv an deiz evelkent e vez douget kalz a vri da Simon Bolivar dre Suamerika a-bezh. Enoret eo e anv e meur a zoare : moneiz Bolivia (ur vro a zoug e anv) zo anvet
boliviano
hag hini Venezuela
bolivar
. E
1999
eo bet advadezet Venezuela gant ar prezidant
Hugo Chavez
ha deuet eo da vezan
Republica Bolivariana de Venezuela
.