Katalonia

Eus Wikipedia

Katalonia
Catalunya (ca)
Catalonha (oc)
Cataluna (es)
Banniel Katalonia Ardamezioù Katalonia
( Banniel Katalonia ) ( Ardameziou Katalonia )
Lec'hiadur Katalonia
Kan broadel Els Segadors
Yezhou ofisiel katalaneg , okitaneg , spagnoleg
Ker-benn Barcelona
Gouarnamant
Doare Gouarnamant emren
en ur monarkiezh bonreizhek
Statud emrenerezh 9 a viz Gouere 1932
18 a viz Gwengolo 1979
9 a viz Eost 2006 (e pleustr)
Framm Generalitat Katalonia
Prezidant Pere Aragones
Kambr
Prezidant
Parlamant Katalonia
Laura Borras
Stumman 988
( Kontelezhiou katalan )
1137
(Unvaniezh gant Aragon )
1283
( Bonreizhiou katalan )
1469
(Unvaniezh gant Kastilha )
1716
(Dekredou Nueva Planta)
Gorread
-Hollad
-Dour

32114 km²
Poblans
-Stankter
7504008 ( 2015 )
234 km²
PDB 204.189.000.000 € (2015)

Katalonia ( katalaneg  : Catalunya , okitaneg  : Catalonha , spagnoleg  : Cataluna ) zo unan eus ar 17 kumuniezh emren bet krouet e Spagn e 1979 , hag adwelet he Statud Emrenrezh e 2006 m'eo lakaet da vroadelezh , daoust ma oa bet votet e penn-kentan he lakaat da vroad , ar pezh a zo bet nac'het gant justis Spagn .

E biz Ledenez iberek eman. Stekin a ra ouzh Frans hag Andorra en norzh, ouzh Aragon er c'hornog ha Kumuniezh Valencia er su.

Peder frovins he deus Kumuniezh Emren Katalonia: Barcelona , Girona , Lleida ha Tarragona . He c'her vrasan eo he c'herbenn, Barcelona , a zo ivez eil ker vrasan Spagn ha seizhvet ker vrasan Unvaniezh Europa .

Ar brasan eus tiriad kozh Prinselezh Katalonia az a d'ober ar Generalitat, nemet ar Roussillon a oa bet roet da Frans gant Spagn e 1659 (eman e departamant Pireneou-ar-Reter breman).

E fin an VIII vet kantved , kontelezhiou marzhou Gothia hag ar re spagnol a voe savet evel stadou gladdalc'hel gant ar rouantelezh frank. Un difenn e oa al lec'h a-enep tagadennou ar vuzulmaned. Kontelezhiou reter ar marzhiou-se a oa bet unvanet dindan sujidigezh ur gwaz d'ar Franked, graet kont Barcelona anezhan. E 988 ne anavezas ket ken beli rouaned ar Franked warno. Diwezhatoc'h eo e teuio war-wel an anv Katalonia. Unanet e voe gant Rouantelezh Aragon e 1137 dre zimezin. Adalek 1469 e voe renet an daou rouantelezh gant ar memes familh met derc'hel a rejont o ensavaduriou. Goude ur brezel etre Spagn ha Frans (etre 1635?1659) ma teuas Katalonia da vezan ur Republik dindan beli Frans e kollas ar Roussillon e 1659 . E-pas brezel herezh Spagn (1701?1714) e tibabas Katalonia bezan a-enep Fulub V a zeuas da vezan Roue Spagn. Embann a reas adalek 1716 dekredou a-enep an ensavaduriou katalan hag a-enep implij ar c'hatalaneg gant ar Stad hag ar gevredigezh. Brezeliou Napoleon a rivinas ar vro met ar c'hantved war-lerc'h a voe hini un adsavidigezh war an ekonomiezh hag ar sevenadur. E-pad an XXvet kantved e voe liammet ar stourm evit un demokratelezh hag ar Republik Spagn ouzh ar stourm evit an emrenerezh, gant ar Generalitat e 1931 , a voe distrujet gant Francisco Franco e 1936 . Berzet e voe ar c'hatalaneg adarre dindan e veli ha freuzet ensavaduriou ar vro. Gant distro an demokratelezh e Spagn e voe adsavet ar Generalitat hag un eil prantad a adsevel ekonomiezh ha sevenadur a zeuas. Adalek ar bloavezhiou 2000 avat, gant sellou dishenvel war ensavaduriou ar vro ha statud Katalonia e Spagn etre gouarnamant Madrid hag ar Gatalaniz e teuas war wel ul lusk evit an dizalc'hidigezh. An dizalc'herien, e penn a vro, o doa aozet e 2017 un referendom berzet gant Madrid diwar-benn an dizalc'hidigezh, a voe diskleriet e miz Here daoust ma n'o doa ket kemeret perzh ar re a-enep ha ma oa bet flastret gant polis Spagn. Abaoe miz Here eman ensavaduriou Katalonia dindan beli Madrid .

Etimologiezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Implij ar ger Katalonia , e katalaneg : Catalunya , skrivet Cathalonia pe Cathalaunia e latin ar Grennamzer, a zeu eus an XIvet kantved evit ober anv eus ar strollad kontelezhiou a oa evit un darn ul lodenn eus Mark ar Gothed ha evit un darn all ul lodenn eus Mark Hispania, dindan beli kont Barcelona. N'eus ket kalz a roudou evit liamman an anv-se ouzh anviou all ha diwar neuze ez eus deuet meur a deorienn evit displegan anezhan.

Unan anezho a lak Catalunya da zont diwar Gothia Launia (da lavaret eo Bro-C'hothed ) kar orinou ar gonted katalan a oa gant Mark ar Gothed. Skrivagnerien eus Impalaeriezh roman ar Reter o doa lakaet Alaned da gendeuzin gant ar Gothed, ar pezh en dije roet Goth-Alania .

Martezeadennou all a zo, met n'int ket degemeret kement :

  • Catalunya a vije bro ar c'hestell , diwar ar romaneg castla pe castlan , a dalveze mestr ar c'hastell. Kastilha he dija ar memes gwriziennou evit hec'h anv neuze.
  • Un orin keltiek a vije, diwar anv ur pobl kelt eus kreiz Hispania, met tachenn Katalonia a oa aloubed gant Ibered kentoc'h.
  • Lakaet e oa bet an orin gant anv ur meuriad iberian eus al lec'h, Lacetani en dije gouzanvet ur vetatezenn evit ober Catelani .
  • Miguel Vidal en doa lakaet war wel kudennou ar martezeadennou-man, da skouer bezans ar soniad /t/ en dije emdroet da /d/ gant ar c'hemmaduriou bet c'hoarvezet e romaneg. Evitan e teu an anv diwar an arabeg qatt?l (?????, liester. qatt?l?n ??????) a dalvez muntrer , un anv-kunujenn bet roet gant an Arabed da vrezelourien eus an norzh a zeue d'ober lazhadegou en Al-Andalus. Adperc'hennet e vije bet an anv gant ar Gristened neuze. Anv ar vro a zeuje diwar al liester padal e teu anv ar yezh ( catala ) diwar an unander.

Distagan a reer Catalunya [k?t??lu??] e katalaneg kreiz a zo ar standard. An anv e kastilhaneg a zo Cataluna , distaget [kata?lu?a] , hag an anv okitanek (a zo ofisiel en Aran ) a zo Catalonha , distaget [kata?lu??] .

Politikerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Parlament Katalonia , lec'hiet e Ciutadella park , Barcelona

Gouarnamant ha lezenn [ kemman | kemman ar vammenn ]

Statud emrenerezh Katalonia a lak ar vro da vezan aozet dindan framm Generalitat Katalonia , a zo ennan Parlamant Katalonia , Prezidentelezh Katalonia ha Gournamant Katalonia .

Lezennin [ kemman | kemman ar vammenn ]

Parlamant Katalonia (e katalaneg : Parlament de Catalunya ) a zo karget d'ober lezennou ha da reprezantin keodedourien Katalonia en o fezh. Dilennet e vez bep a bevar bloaz dre ar vot hollek. Galloudou en deus d'ober lezennou war an deskadurezh, ar yec'hed, ar sevenadur, aozadur diabarzh an ensavaduriou, hag aozadur ar vro. Kontrollin a ra Prezidant ha gouarnamant ar vro hag ar mare d'ober dilennadegou. En e garg eman budget ar Generalitat ivez. Dalc'het e oa bet an dilennadegou diwezhan e miz Kerzu 2017 , dindan ar mellad 155 eus Bonreizh Spagn en doa freuzet ensavaduriou katalan. Roger Torrent eo Prezidant ar Parlamant abaoe miz Genver 2018.

Prezidantelezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Palau de la Generalitat de Catalunya , Barcelona, sez Gouarnamant ha Prezidantelezh Katalonia

Den e karg uhelan ar vro eo Prezidant Generalitat Katalonia (e katalaneg : president de la Generalitat de Catalunya ), a zo kiriek eus obererezhiou ar gouarnamant. Abaoe ma oa bet adlakaet ar Generalitat e plas e oa bet Prezidant Josep Tarradellas (1977?1980), a oa bet Prezidant en harlu dindan Franco, Jordi Pujol (1980?2003), Pasqual Marragal (2003?2006), Jose Montilla (2006?2010), Artur Mas (2010?2016) ha Carles Puigdemont (abaoe 2016). Eman Puigdemont en harlu abaoe ma oa bet lakaet e plas mellad 155 ar Vonreizh hag eman Madrid e penn ar vro dre vez-kentan ministrez Soraya Saenz de Santamaria .

Gouarnamant [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gouarnamant Katalonia e 2016?2017 . Carles Puigdemont , Prezident diskaret ar Generalitat e kreiz ar rank izelan, Oriol Junqueras , bez-prezidant diskaret, en e du dehou

Ar c'huzul ober (e katalaneg : Consell Executiu ) pe gouarnamant ( Govern ) a zo e karg gouarnamant ar Generalitat. Ennan eman Prezidant ar Generalitat, e Vez-Prezidant hag ar Vinistred. Eman e seiz e Palau de la Generalitat e Barcelona.

Polis ha Justis [ kemman | kemman ar vammenn ]

He folis dezhi he deus Katalonia, ar Mossos d'Esquadra , ez ofisiel ( Mossos d'Esquadra-Policia de la Generalitat de Catalunya ), diazezet war ur c'horf polis eus an XVIIIvet kantved. Krouet en-dro e 1980 dindan renerezh ar Generalitat eo bet astennet o niver evit erlec'hian ar Guardia Civil hag ar Polis Broadel adalek ar bloavezhiou 1990. Ober a reont war-dro pep tra nemet an traou a vez graet war o zro gant ar Guardia Civil hag ar Polis Broadel, da lavaret eo ar porzhiou-mor, an aerborzhiou, an aodou, an harzou etrevroadel, kontroll an armou hag ar stourm a-enep ar sponterezh.

Dindan beli sistem justis Spagn eman justis Katalonia, a zo Lez-varn Uhel Katalonia he c'horf uhelan. Ar memes justis torfedel a zo e Spagn a-bezh met dishenveliou a zo gant ar justis keodedel abaoe 2002.

Aozadur melestrin [ kemman | kemman ar vammenn ]

Rannou melestrin Katalonia

Aozet eo Katalonia e provinsou, rannet e cormarca hag e kummuniou. Diazezet eo an aozadur-se war Statud emrenerezh 2006.

Provinsou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Rannet eo Katalonia e peder frovins renet gant bodad-kannad ar provins (e katalaneg : Diputacio Provincial ). Sed aze ar peder provins hag o foblans :

Kumuniou [ kemman | kemman ar vammenn ]

948 kumun ( municipis ) a zo e Katalonia breman, pep hini renet gant ur c'huzul ( ajuntamant ) dilennet gant annezidi ar c'humuniou. Er c'huzul ez eus un niver bennak a izili ( regidors ) hervez niver a boblans ar gumun, a zilenn ar maer ( alcalde pe batlle ). E tiez-ker e vez dalc'het an emvodou ( ajuntamant , casa de la ciutat pe casa de la vila ).

View from east of La Seu Vella, old cathedral and bishop's buildings (1286) and fortress (1707) on Turo de la Seu Vella in Lleida (Photo 2017)

Comarcas [ kemman | kemman ar vammenn ]

Tolpad kumuniou eo ar c'hComarques bet aozet evit meran servijou asambles. Gwriziennou aozadur a-vreman a zo gant dekredou ar Generalitat e 1936, a-raok ma oa bet freuzet gant Franco. Adaozet e oa bet mod-se gant ar Generalitat e 1987 o lakaat tri c'hComarques nevez ouzhpenn ( Alta Ribagorca , Pla d'Urgell ha Pla de l'Estany ) ar bloaz war-lerc'h. Unan nevez a oa bet krouet e 2015 c'hoazh ( Moianes ) ar pezh a gresk o niver betek 41 neuze. Pep hini a zo renet gant kuzul ar c'hComarca.

Comarca Aran a zo gwelet evel un tiriad unvan gant ur statud ispisial hag ur gouarnamant emren anvet Conselh Generau d'Aran .

Verguerias [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ur rannadur melestrin nevez eo ar verguerias evit labour ar gouarnamant hag aesaat al labour etre ar c'humuniou evit kemer plas un tamm d'ar c'hCormarcas.

Poblans [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 2016 e oa, ez ofisiel, 7 448 332 a dud a zo o chom e Katalonia, 15% anezho (da lavaret eo 1 104 782 a dud) o deus ur vroadelezh all eget hini Spagn. Tolpad ker Barcelona a zo 5 217 864 a annezidi war 2 268 km². E 1900 e oa 1 966 382 a dud o chom er vro ha 5 122 567 e 1970 [1] , diwar ar c'hresk poblans a oa bet e Spagn a-bezh er bloavezhiou 1960 ha 1970 ha diwar dont embroidi eus rannvroiou all e Spagn o klask bevan er rannvro binvidikan Spagn, dreist-holl eus Andalucia , Murcia ha Extremadura . Adalek ar bloavezhiou 1990 ez eus deuet embroidi eus stadou all, dreist-holl diwar Afrika, met ivez eus Azia ha Europa ar reter, staliet kentoc'h e tolpadou ker.

Relijionou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ez-istorel eo kristen ar Gatalaniz, katolik zoken, met abaoe ar bloavezhiou 1980 e weler un tech da ziskar ar gristenelezh ha da gresk an nann-relijiel (agnostisism pe diouzeelegezh). Hervez ur studiadenn bet graet gant gouarnamant Katalonia, 56.5% eus ar Gatalaniz en em wel c'hoazh evel kristen, en o zouez 52.4% a gatoliked, 2.5% a brotestanted hag evanjelisted, 1.2% a reizhkredourien ha 0.4% a Destou Jehovah. 18.2% eus ar boblans en en em wel evel tud dizoue, 12% evel agnostik, 7.3% evel muzulmaned, 1.3% evel boudisted ha an 2.3% eus relijionou all [2] .

Yezhou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Tachennou katalanek en Europa

Teir yezh a zo anavezet evel yezhou ar vro gant ar Generalitat : ar c'hatalaneg ( catala ) a zo yezh ar vro, ar c'hastilhaneg ( castillan ) a zo yezh Spagn hag an okitaneg aranek a zo yezh Aran .

Hervez sontadeg yezhel gouarnamant Katalonia, graet e 2013, eo ar c'hastilhaneg ar yezh muian komzet e Katalonia, gant 46,53% o lavaret eo o yezh dezho, heuliet gant ar c'hatalaneg , gant 37,26% o lavaret eo o yezh. War ar pemdez e lavar 11,95% eus an dud e implijont an div yezh kement ha kement padal ez eus 45,92% a lavar e implijont kastilhaneg kentoc'h ha 35,54% a implij kentoc'h ar c'hatalaneg. Un diforc'h bras a zo etre takad Barcelona-Tarragona ma vez klevet kastilhaneg kentoc'h hag an takadou war ar maez a zo katalaneg o yezh bennan. Ouzhpenn ar yezhou-se e vez komzet diwar an embroadur yezhou all, eus Norzh-Afrika dreist-holl met ivez ourdoueg pe roumaneg .

Abaoe 1979 ha Statud an emrenerezh eo okitaneg Aran ofisiel e traonienn Aran , an dachenn nemeti er bed ma vez ofisiel ur rannyezh eus ar yezh-se. Adalek 2006 eo ofisiel ivez e Katalonia a-bezh, asambles gant katalaneg ha kastilhaneg. 22,4% eus a dud en Aran a gomz araneg. Anavezet eo ivez yezh sinou Katalonia.

Katalaneg eo yezh ar vro, anavezet evel-se abaoe statud emrenerezh 1979, un doare anavezet gant Bonreizh Spagn da rein pouez d'ar yezh. Dinan beli Franco ne oa ket bet anavezet, berzet e oa zoken er skoliou hag en holl implijou ofisiel. Berzet e oa ivez disklerian ar vugale dindan un anv katalanek [3] . Er bloavezhiou 1940 e oa difennet ivez an embann e katalanek, ar pezh a oa bet tremenet e-biou dre moullan levriou gant un deiziad faos. Lamet e voe ar berzh-se e 1946 pa oa bet posupl da embann e katalaneg adarre.

Implij ar c'hatalaneg az eas war ziskar goude ar bloavezhiou 1950 gant finv tud eus ar maeziou e rannvroiou all eus Spagn o doa degaset implij muioc'h a gastilhaneg, krenvaet goude pa oa deuet embroidi eus diavaez eus Spagn. Gant ar gevredigezh e voe komanset da glask mont a-enep al lusk-se ha kresket e voe an obererezhiou sevenadurel adalek ar bloavezhiou 1960, da skouer gant kenteliou yezh ar gevredigezh Omnium Cultural .

Goude marv Franco ha distro an demokratelezh e voe kaset ur politikerezh yezh gant ar gouarnamant emren gant ar pal kreskin implij ar c'hatalaneg er gevredigezh. Anvet e voe ar politikerezh-se normalizadur yezh ( normalitzacio linguistica e katalaneg) gant harp ar brasan eus poblans Katalonia adalek 1983 ha nebeut-tre a enebiezh. Harpet eo ivez gant an darn vrasan eus ar strolladou politikel er vro. An enebiezh a zeu eus strolladou zo a lavar e klask al lezennou-se digalonekaat an dud da gaozeal kastilhaneg [4] Kadarnaet eo bet ali ar gouarnamant katalan ha doareou ar politikerezh-se gant Unvaniezh Europa [5] en doa diskleriet eo doujus seurt politikerezh [6] hag e rankje bezan ur skouer evit lec'hiou all en Europa [7] .

Gant ar c'hatalaneg e ra kentoc'h ar gouarnamant hag an aozaduriou publik a zo dindan e veli. Katalanek eo ar skoliou, gant div eurvezh kastilhaneg bep sizhun. Rediet eo an embregerezhiou da ziskouez an titourou e katalaneg da nebeutan, hep bezan rediet da ziskouez titourou e kastilhaneg peotramant en okitaneg, met n'eus harz ebet da lakaat yezhou all ouzhpenn ar c'hatalaneg. Adalek 1997 e oa bet lakaet e plas kastizou a-enep d'an embregerezhiou ne zoujjent ket d'al lezenn.

Al lezenn a warez gwiriou an holl geodedourien da implijout katalaneg pe kastilhaneg e pep degouezh, gant an ensavaduriou publik pe er vuhez prevez, hep gouzanv drougziforc'han. Implijet e vez katalaneg evit kelaouin ar geodedourien, met ar gwir o deus da c'houlenn e vije kaset traou e kastilhaneg diouzh o menn. Er Parlamant e vez dalc'het an eskemmou e katalaneg tost bewezh ha ar Servij publik skinwel katalan a skign e abadennou e katalaneg peurgetket.

Abaoe un dek vloaz bennak ez eus deuet muioc'h a enebiezh ouzh al lezennou diwar-benn implij ar c'hatalaneg. E 2010 da skouer e oa bet graet harz-labour gant 75% eus ar sinemaiou a-enep ul lezenn da redian dezho da skignan an hanter eus ar filmou e katalaneg. Komite Gwiriou an Dud Bodad ar Broadou Unanet en doa kemeret un diviz a-enep seurt lezennou e Kebek e 1993 oc'h embann " A State may choose one or more official languages but it may not exclude outside the spheres of public life, the freedom to express oneself in a certain language " [8] . Gouarnamant ar Stadou-Unanet o deus goulennataet en o Rentan-kont war Gwiriou an Dud [9] al lezennou diwar-benn ar yezh en ur rentan-kont diaesteriou kastilhanegerien zo e Katalonia. Lakaet ez eus bet war-wel ivez diaesteriou katalanegerien zo evit komz o yezh e Katalonia pe e broiou katalanek, dreist-holl abalamour da ensavaduriou ar Stad. [10] Eman a-du gant politikerezh yezh ar gouarnamant an darn vrasan eus keodedourien Katalonia, ha pa vijen kastilhanegerien zoken. [11] .

Taeroc'h eo deuet an enebiezh goude ma oa erru er vuhez politikel Keodedourien , ur strollad krouet e 2006 evit stourm a-enep ar vroadelouriezh e Katalonia, da heul burutelladennou intellektualed zo, evel Albert Boadella . Stourm a ra a-enep ar politikerezh yezh ha klask a ra lakaat muioc'h a gastilhaneg er skoliou. Eman e penn an tu a-enep goude ar bloavezhiou diwezhan ha savet en deus a-du gant divizou gouarnamant Spagn en deus freuzet a-drugarez d'ar mellad 155 ken-ofisielegezh an araneg ha goulennet da dud ar vugale e peseurt yezh e fell dezho e vije ar skol a-benn an distro-skol 2018. Un enebour all eo Strollad ar Bobl , dreist-holl a live Spagn. Forc'hellekoc'h eo e sonjou e Katalonia, er Parlamant e tifenn sav-boent ar gouarnamant ha klask a ra sevel skoliou divyezhek par met er c'heriou e vez gwelet dilennidi o tifenn implij ar c'hatalaneg hag al lezennou yezh, a-enep sonjou o c'heneiled.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Un tremen d'an diktatourelezh d'ur Stad demokrateloc'h : spiou bras Katalonia [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pa voe marvet Franco e 1975 e savas un darn mat eus kevredigezh Katalonia a-enep an diktatouriezh, asambles gant kevredigezh Spagn a-bezh. Komans a reas neuze ur marc'hata etre an nerzhiou demokrat ha nerzhiou ar frankouriezh evit demokratekaat ar Stad. Adsavet e voe ar Generalitat e 1977 ha distrein a reas he Frezidant kozh Josep Tarradellas en he fenn. Kadarnaet e voe distro emrenerezh Katalonia gant Bonreizh Spagn 1978 a voe votet kalz eviti gant ar Gatalaned (hag ar Spagnoled all) ha Statud Emrenerezh Katalonia 1979 . Jordi Pujol a voe dilennet da Brezidant ar Generalitat en dilennadegou kentan a chom a reas e post betek 2003 , e penn ur c'hevredad anvet Convergencia i Unio (CiU), eus an tu-kreiz dehouour ha broadelour katalan. Dioren a reas emsavaduriou ar vro, ar polis ( Mossos d'Esquadra krouet e 1983), ar skinwel ( Televisio de Catalunya ha chadenn TV3 e 1983 ivez). Dont a reas da gumuniezh emren dinamikan e-kenver an ekonomiezh e Spagn er bloavezhiou 1980 ha 1990 betek hiziv. Barcelona a voe kadarneet he ferzh a gerbenn sevenadurel, ekonomiezh e mor Kreizdourarel, e Katalonia hag e Spagn, o tegas ur bern touristed hag o tegemer ar C'hoariou Olimpek e 1992.

E 2003 ez eas ar maout e dilennadegou ar Parlamant gant ar strollad PSC asambles gant ERC hag ICV ha dont a reas Pasqual Maragall da Brezidant ar Generalitat. Divizet a reas ar gouarnamant labourat war ur Statud Emrenerezh nevez ha krenvaat emrenerezh ar vro. Adoptet e voa ar Statud nevez gant ur referendom goude ma oa bet votet er Parlamant katalan ha kemmet gant Cortes Spagn . Evelato, ha daoust d'ar c'hemmou-se o doa disteraet kalz ar Statud e-kenver lakaat war-raok eo Katalonia ur vroad ha plas ar c'hatalaneg e emsavaduriou ar Generalitat, e oa diwanet e Spagn ur santimant enep-katalan krenv, maget dreist-holl gant kabalin ar Partido Popular a-enep ar Statud en e bezh, betek goulenn boykotin ar produiou katalan.

Sav an dizalc'hidigiezh e Katalonia, un tabut diabarzh ha diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kaset e voe ar Statud dirak al Lez-Varn Bonreizh gant mirourien Spagn (renet gant Mariano Rajoy az eas da Gentan Ministr war-lerc'h evit klask nullan anezhan. E 2010 e voe nullet melladou a-bouez er Statud, dreist-holl ar pezh a denne d'ar vroad (en ur dennan talvoudegezh ar mellad 1 a-fet gwir hag en ur rein un talvoudegezh aroueziek nemetken), da statud ar yezh, d'an aozadur tiriadel, da sistem ar justis (a vije bet dizalc'h eus Spagn) hag an doare da arc'hantaouin ar Generalitat. Diwan a reas neuze ul lusk e kevredigezh Katalonia war an emdermenin gant manifestadou bras dindan ar ger stur Som una nacio. Nosaltres decidim ( Ur vroad omp, deomp-ni da zivizet ) a vodas ur milion a dud.

Lanset e voe neuze ul luskad war-zu an dizalc'hidigezh, dreist-holl abaoe 2012 ma voe aozet e vanifestadeg veur gentan gant an Assemblea Nacional Catalana a vod tud ha maered intereset gant an dizalc'hidigezh. E keriou zo, dreist-holl war ar maez, e voe aozet votadegou diwar-benn ar sujed-se abaoe 2009, gant arguzennou troet eus tu an ekonomiezh. Chench a reas tamm ha tamm ar brezegennou war-zu an demokratelezh pa voe nac'het kaozeal ha marc'hata gant penn-gounarnamant Spagn , Mariano Rajoy . Konvoket e voe gant Artur Mas , Prezidant ar Generalitat, dilennadegou e 2012 e-lec'h ma voe soutenet hent an dizalc'hidigezh evit ar wezh gentan gant strollad Mas Convergencia i Unio (kreiz-dehou) asambles gant Esquerra Republicana de Catalunya (tu-kleiz) ha Candidatura d'Unitat Popular (tu-kleiz pell). Gounezet e voe an dilennadegou gant ar strolladou dizalc'hour. Artur Mas a chomas Prezidant, harpet gant ERC war ar goulennou e-kenver rielezh Katalonia. D'ar memes ampoent e voe aozet manifestadegou ramzel gant an ANC hag Omnium Cultural (ouzhpenn 1 milion a dud peurvuian) bep bloaz. E derou 2013 e voe savet un emglev etre ar strolladou rielour da aozan ur referendom emdermenin a-benn 2014. Nac'het e voe gant gouarnamant Spagn rein e aotre da aozan seurt votadeg war patrom an emglev savet etre gouarnamant Bro-Skos ha gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet . A-du e oa ar strolladou politikel dizalc'hour reprezantet e Parlamant Katalonia da lakaat an dud da vouezhian war ar goulennou se : " Ha fellout a ra deoc'h e vefe Katalonia ur Stad ha Ha fellout a ra deoc'h e vefe ur Stad dizalc'h ? ".

Nullet e voe ar referendom gant al Lez-Varn Bonreizh ha neuze e voe treuzfurmet en ur votadeg hep levezon war divizou gouarnamant Katalonia, aozet gant tud a youl mat. Mont a reas ar votadeg war-raok daoust ma voe nullet ur wezh all gant al Lez-varn. 42% eus ar voterien a zeuas da vouezhian, gant un trec'h krenn (ouzhpenn 80%) evit an dizalc'hidigezh. Evelato e voe sellet an disoc'hou-man gant ar re a-enep ar referendom evel prouenn ne oa ket a-du voterien Katalonia gant ar votadeg ha int a-enep an dizalc'hidigezh. Diouzhtu goude ar votadeg e voe tamallet gouarnamant Katalonia, en o zouez e Brezidant Artur Mas, gant justis Spagn evit bezan disentet d'un urzh Lez-varn ha postet arc'hant evit un dra difennet.

Dizemgleviou war ar 'proces' a vountas ar CUP da derrin e liammou gant ar strolladou dizalc'hour all e 2015. Abalamour da se e voe aozet dilennadegou e fin 2015 evit Parlamant Katalonia. Mont a reas ar CDC (a gemeras plas ar CiU) hag ERC asambles en ul listenn Junts pel Si oc'h embann e vije diskleriet an dizalc'hidigezh ma vije trec'h ganto en dilennadegou. Asambles gant ar CUP e voe tizhet ar majorelezh e sezou er Parlamant, daoust ma ne voe nemet 48% eus ar mouezhiou. E miz Gwengolo e voe votet gant ar Parlamant ur mellad-stur evit kas hent an dizalc'hidigezh war-raok. Respont a reas penn gouarnamant Spagn, Mariano Rajoy , e implijje an holl c'halloudou roet dezhan evit difenn "rielezh pobl Spagn ha interestou hollek Spagn", da lavaret e c'hellje kas an arme ma vije bet ezhomm. E miz Genver 2016 e voe dilennet Carles Puigdemont da Brezidant ar Generalitat, goude ma voe nac'het gant ar CUP votin evit Artur Mas. Pa zeuas da Brezidant e nac'has Puigdemont ober e le a fealiezh evit ar Roue hag evit Bonreizh Spagn : Prezidant ar Generalitat kentan a voe oc'h ober kement-man.

2017 : referendom, diskleriadenn a zizalc'hidigezh ha mellad 155 [ kemman | kemman ar vammenn ]

D'an 23 a viz Kerzu 2016 e voe embannet e vije aozet ur referendom evit dizalc'hiezh Katalonia. E-kerzh ar bloavezh 2017 e voe votet meur a lezennou evit krouin ur stern lezennel evit ar referendom ha krouin ar Republik katalan. Ar goulenn a vije " Ha fellet a ra deoc'h e vefe eus Katalonia ur Stad dizalc'h e stumm ur Republik ? ". Ne voe ket goulennet un dregantad minimom a gemer perzh ha divizet e oa bet e vije trec'h gant unan eus an daou du gant 50% eus ar mouezhiou. Votet e voe al lezennou-se hep bezans ar strolladou politikel nann-dizalc'hour a oa a-enep krenn e vije goulennet o sonj gant ar Gatalaniz : hervezo hag hervez gouarnamant Spagn ez a a-enep al lezenn kement referendom ne c'houlenn ket gant pobl Spagn a-bezh e ali war dizalc'hidigezh Katalonia. D'ar 1an a viz Here 2017 e voe aozet, goude ma oa bec'h etre ar stad spagnol, a lavare e oa graet e-maez al lezenn, hag ar Generalitat. D'ar 27 a viz Here 2017 e voe embannet savidigezh ar Republik Katalan .

D'an 28 a viz Gwengolo 2020 e voe torrret diouzh e garg Quim Torra , prezidant gouarnamant emren Katalonia, goude barnadenn Lez Uhelan Spagn a gadarna ur gondaonidigezh kent gant ul lez-varn izeloc'h.

Sevenadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ur sevenadur pinvidik he deus Katalonia war pep tachenn.

Aroueziou ar vro [ kemman | kemman ar vammenn ]

Banniel Katalonia

Meur a arouez a zo evit ar Gatalaniz :

Goueliou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Castell 4 de 9 amb folre i pilar by Colla Vella de Valls

Da vare ar goueliou e vez aozet Castells gant ar Gatalaniz, da lavaret eo e reont touriou gant an dud, pep hini kenveriet gant touriou graet gant ur skipailh all. Anavezet eo an hengoun gant an Unesco abaoe 2010.

Dibunet e vez ivez ar straedou gant Gigantes y cabezudos , ramzed, ha Correfocs , diaouled, dreist-holl e-pad La Patum de Berga a vez aozet bep bloaz e Berga hag a zo anavezet ivez gant an Unesco abaoe 2005 .

Doareou hengounel all a zo ivez da genver Nedeleg e Katalonia. Tudenn Tio de Nadal a vez meneget alies, ur sichenn o deus ar vugale da skein gantan gant bizhier evit ma "kac'hje profou", un tamm evel ur pinata , en ur ganan kanaouennou Nedeleg. Kraou Nedeleg a vez aozet ivez, e-touez an tudennou ur Caganer , un dudenn kizellet en ur kac'hat.

Goueliou hag hengoun Spagn a c'heller gwelet ivez abalamour ma oa deuet forzhig a dud eus diavaez Katalonia da chom er vro er bloavezhiou 1950?1960.

E 2010 e voe berzet ar stourmou-tirvi diwar ur sinadeg he doa rastellet 180 000 sinaduriou. Ar stourmou diwezhan a voe dalc'het e 2011 met nullet e voe an diviz gant Lez-varn Bonreizh Spagn e 2016 [13] .

Lennegezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Implij lennegel ar c'hatalaneg a grogas kerkent hag an XI vet kantved gant an destenn relijiel Homilies d'Organya . Ur mare aour eus implij ar c'hatalaneg dre skrid a zo bet etre an XIII vet hag ar XV vet kantved pa voe skrivet kronikou Rouantelezh Aragon a-raok ma kilas an implij er mare a voe lesanvet Decadencia gant ar romantelourien, gant abegou dishenvel (fin paeroniezh an noblansed war ar skrivagnerien katalanek, implij ar c'hastilhaneg pa voe anv eus sevenadur...).

Adalek an XIX vet kantved e tiwanas ur Renaixenca sevenadurel ha politikel harpet gant skrivagnerien ha barzhed evel Jacint Verdaguer , Narcis Oller , Joan Maragall hag Angel Guimera . Ur rummad all, diwanet adalek 1914, lesanvet Noucentisme az eas war-raok gant al lennegezh evit kinnig traou nevez, en o zouez : Eugeni d'Ors , Joan Salvat-Papasseit , Josep Carner , Carles Riba ha J.V. Foix . Da c'houde e teuas mare diktatouriezh Primo de Riviera , Brezel Spagn ha diktatouriezh Franco. Daoust d'an enkadennou-se ha da bolitikerezh drougziforc'han a-enep ar yezh e talc'hjed da skrivan e katalaneg, met dreist-holl en harlu. Eus ar mare-se e teu Salvador Espriu , Josep Pla , Josep Maria de Sagarra (a zo gwelet evel tad distro ar proz e katalaneg), Merce Rodoreda , Joan Oliver Sallares lesanvet " Pere Quart ", Pere Calders , Gabriel Ferrater , Manuel de Pedrolo , Agusti Bartra pe Miquel Marti i Pol . Skrivagnerien eus an diavaez a zeuas ivez da stourm gant ar Gatalaniz er Brezel diabarzh e-mesk ar Badagou etrevroadel hag o doa war-lerc'h rentet kont eus ar pezh o doa bevet, da skouer ar skrivagner saoz George Orwell en doa skrivet Homage to Catalonia .

Pa zistroas an demokratelezh e Spagn e tiwanas adarre ar vuhez lennegel er vro, sikouret gant ar Generalitat nevez-adsavet, a embannas lezennou evit sikour ha gwarezin ar skrivan hag an embann katalanek. Er rummad skrivagnerien deuet er mare-se e c'heller lenn Joan Brossa , Agusti Bartra , Manuel de Pedrolo , Pere Calders or Quim Monzo . Ul lennegezh eus Katalonia e kastilhaneg a zo ivez abaoe distro an demokratelezh, reprezantet gant Ana Maria Matute , Jaime Gil de Biedma , Manuel Vazquez Montalban ha Juan Goytisolo e-touez tud all.

Sonerezh ha dans [ kemman | kemman ar vammenn ]

Unan eus dansou pobl Katalonia eo ar sardana , danset e kelc'h war binviou-sonerezh evel an tambori , an tible hag an tenora (eus familh an oboell), an drompilh an trombo (ur seurt trombon), ar fiscorn hag ar c'hContrabaix (ur gourviolons gant teir c'hordenn), sonet gant ur c'h cobla . Meur a zoare all da zansal a zo hengounel er vro.

Degaset e voe an opera diwar Italia kerkent hag adalek an XVIII vet kantved ha buan e voe skrivet hag aozet operaiou er vro, da skouer gant Domenec Terradellas , Carles Baguer , Ramon Carles , Isaac Albeniz and Enric Granados . Gran Teatre del Liceu a zo unan eus al lec'hiou pennan e Spagn evit selaou opera ha ti unan eus skoliou sonerezh anavezetan eo. Meur a arzourien tremenet er skol-se a oa deuet da vezan brudet-tre war-lerc'h : Victoria de los Angeles , Montserrat Caballe , Giacomo Aragall and Josep Carreras .

Douaroniezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Hin [ kemman | kemman ar vammenn ]

Hinou Katalonia of Catalonia
En oranjez, hin kreizdouarel an aod
E melen, hin kreidouarel an diabarzh
E roz, hin kreizdouarel levezonet gant ar c'hevandir
E glas, hin kreizdouarel levezonet gant ar menez
E mouk, hin ar meneziou

Lies eo hin ar vro. An dachenn tro-dro Tarragona, Barcelona ha Girona o dez un hin kreizdouarel gant hanvou tomm, padal e provins Lleida hag en diabarzh provins Barcelona ne vezont ket ken tomm. Er Pirineou e kaver un hin kevandirel pe menezel zoken, nemet en traoniennou e-kichen ar mor o dez un hin morel.

Tomm ha sec'h e vez an hanvou en takad kreizdouarel e hin, gant avel-vor. Betek 26-31° a geidenn a c'heller santout. Klouar e vez ar goanvou, betek yen zoken a-wezhiou. Erc'h a ra alies e Pireneou hag a-wezhiou ivez en traon, war aod zoken. Glav a ra alies en nevez-amzer hag en diskar-amzer, nemet e Pireneou ma vez barr-amzer en hanv.

En diabarzh e vez tommoc'h ha sec'hoc'h an amzer. Betek 35° a c'hell kreskin an dommder, 40° devezhiou zo. Yenoc'h e vez an noziou eget war an aod, diskenn a ra betek 14-17°. Latar a vez alies en traoniennou pe e plaenennou ha prantadou yen-tre a c'hoarvez ingal, dreist-holl a-hed an Ebro.

Torosennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Puig Sec e Pireneou

Liesseurt eo gweledvaiou Katalonia, dreist-holl pa weler pegen bihan eo ar vro. Levezonet eo gant Mor Kreizdouarel , gant 580 km a aodou, ha gant ar Meneziou Pirineou en norzh. Tri zakad az a d'ober Katalonia :

  • Ar Pireneou : ar meneziou a ra al liamm etre Ledenez iberek hag Europa , en hanternoz ar vro.
  • Meneziou an aod : un heuliad rozou ha traoniennou a heul an aod.
  • An draonienn greiz : a zo traonienn an Ebro.

An hanter eus hed ar Pireneou a zo e Katalonia (200 km). Pica d'Estats (3143 m) a zo menez uhelan Katalonia. An draonienn greiz a zo douarou etre 200 ha 600 m. Gant an dour a zeu eus ar meneziou e c'hounezer aes an douar eno, dreist-holl gant sikour kanoliou-douran.

Anevaled ha plant [ kemman | kemman ar vammenn ]

War un tiriad bihan e tiskouez Katalonia gweledvaou Europa. Liesseurt eo an ekologiezh er vro gant gweledvaou, takadou ha spesadou pinvidik.

E-touez anevaled ar vro e kaver spesadou a-orin eus ar vro met ar brasan n'int ket, met emdroet int evit bezan adaptet ouzh an hin kreizdouarel. E-touez ar vronneged ez eus moc'h gouez , lern ha chamois. Degaset ez eus bet arzhed en-dro n'eus ket pell zo.

Er moriou e kaver balumed ha daofined e-mesk spesadou all.

Ekonomiezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Parkou avalou-pech en Aitona
Tachenn greantel Castellbisbal

Diazezet eo ekonomiezh ar vro war ar Greanterezh dreist-holl. E 2014 e oa PDB Katalonia da 200 milion a euroiou (an hini uhelan e Spagn), da lavaret eo 27 000 € dre annezad, a-drenv rannvro Madrid (31 000 €) ha Navarra (28 000 €). Kresk PDB ar vro a oa 3.4% e 2017 [14] , daoust da nec'hamant ar metou ekonomikel e-kenver ar referendom war an dizalc'hidigezh [15] . 1.4% a oa kresk ar PDB e 2014 [16] . Gant an enkadenn bolitikel etre Spagn ha Katalonia ez eus un toullad embregerezhiou o doa dilojet eus Katalonia d'ur gumuniezh emren all etre 2014 ha 2017, ar pezh a zo bet aesaet gant gouarnamant Spagn en doa e miz Here 2017 lammet dalc'hiou zo a vire outo da votin evit mont kuit.

Gant an enkadenn ekonomikel a zo bet adalek 2008 e oa bet kresket dlee Katalonia betek bezan 38% eus dlee hollek kumuniezhiou emren Spagn, goude ur c'hil 2% eus he fPDB e 2009. Notennou an ajansou war an dlee a zo BBB- (arc'hantaouin izel, gant Fitch Ratings) ha BB (Nann-arc'hantaouin gant Standard & Poor's).

Rannet eo an ekonomiezh evel-se :

  • Rann kentan : 3%, gant 33% eus an douarou d'ar gounid douar.
  • Eil rann : 37% (E Spagn, 29%).
  • Trede rann : 60% (E Spagn, 67%).

Krenv eo an douristelezh e Barcelona , e traezhennou Costa Brava e Girona , Costa del Maresme ha Costa del Garraf eus Malgrat de Mar betek Vilanova i la Geltru . Tachennou skian a zo e Pireneou, nepell eus Lleida . Degas a ra an douristelezh kudennou sokial er vro, da skouer gan enkadenn al lojan e Barcelona, ar pezh en deus lakaet gouarnamant ar vro da lakaat e plas un taos war an douristelezh, evit implijout arc'hant war ar bruderezh ha war kempenn ar savaduriou touristel ha dieubin arc'hant e lec'hiou all.

Ur bern bankou a zo e Katalonia ivez, 10 (diwar 46 eus Spagn) o vezan lec'hiet er vro. Ur marc'had lodennou a zo e Barcelona, an eil e Spagn goude hini Madrid.

Transportou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Aerborzhiou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Perc'hennet eo aerborzhiou Katalonia gant Aena , a zo perc'hennet gant gouarnamant Spagn , war-bouez daou e Lleida a zo perc'hennet gant Aeroports de Catalunya diwar gouarnamant Katalonia.

Porzhiou-mor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Abaoe ar Grennamzer eman Katalonia e-kreiz an eskemmou-mor ha porzh Barcelona a zo c'hoazh unan pouezus-kenan er bed evit ar c'henwerzh, ar greanterezh hag an douristelezh. Perc'hennet eo gant gouarnamant Spagn.

Hentou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Autovia C-16 ( Eix del Llobregat )

12 000 kilometr a hentou a zo er vro. An hentou-tizh pennan a zo an AP-7 ( Autopista de la Mediterrania ), an A-7 ( Autovia de la Mediterrania ) a dreuz a vro eus harzou Frans betek Valencia , Murcia hag Andalucia . Diwar Barcelona e komans an hentou peurvuian. An AP-2 ( Autopista del Nord-est hag an A-2 ( Autovia del Nord-est ) a ra al liamm ouzh diabarzh Spagn ha Madrid .

Hentou publik Katalonia a zo meret gant ar Generalitat (aroueziet int gant ur C neuze) peotramant int meret gant ar Stad (hag int aroueziet gant A ).

Hentou-houarn [ kemman | kemman ar vammenn ]

AVE e Camp de Tarragona

Ar c'hentan hent-houarn bet savet e Katalonia a voe savet kostez Barcelona e 1848 . An hini kentan e Ledenez iberek e oa ivez. Diwar an topografiezh e teu pep linenn eus Barcelona , he deus ivez ur metro ha servijou treuzdougen en diabarzh. Linenn bennan an aod reter az a d'ober ur liamm gant rouedad an SNCF (rouedad linennou-houarn Frans ) e Portbou .

Div embregerezh publik a zo e Katalonia : FGC , meret gant ar Generalitat evit servij ar vro ha Renfe Operadora a zo meret gant Spagn evit al linennou pell ha fonnus (servijou AVE hag Avant ). Al linennou-tizh a ra ul liamm etre Barcelona ha Madrid e-biou Lleida ha Tarragona dindan div eurvezh hanter. Ul liamm a zo ivez gant linennou-tizh gall e-biou Girona ha Figueres hag en deus lakaet Spagn, Frans ha Katalonia da doullan un tunnel e Pireneou .

Daveeou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. http://www.idescat.cat/pub/?id=aec&n=245&lang=es=Confirmar
  2. https://web.archive.org/web/20170926184822/http://governacio.gencat.cat/web/.content/afers_religiosos/documents/Mapa_2014/Barometre2014_resultats.pdf
  3. Joan Miralles i Montserrat; Josep Massot i Muntaner (2001). Entorn de la histaoria de la llengua. L'Abadia de Montserrat. p. 72. ISBN 978-84-8415-309-2 .
  4. Belen Parra (5 a viz Even 2008). " Diario El Mundo, Spanish Only ". Medios.mugak.eu. Lennet d'an 25 a viz Ebrel 2010
  5. Spongenberg, Helena (4 a viz Gouere 2006). " Catalan, Basque and Galician get EU language boost ". EUobserver. Lennet d'an 11 a viz Here 2017.
  6. ABCDESEVILA. " Buscador online de noticias ". abcdesevilla.es.
  7. " High Level Group on Multilingualism ? Final Report: from the Commission of the European Communities in which Catalan immersion is taken as an example which "should be disseminated throughout the Union " (p. 18)" (PDF). Diellaouet diwar ar (PDF) orin d'an 25 a viz Meurzh 2009. Lennet d'an 25 a viz Ebrel 2010.
  8. "Ur Stad a c'hell dibab ur yezh pe ziv evel yezh(ou) ofisiel met n'hall ket skarzhan er-maez eus ar vuhez foran ar frankiz da gaozeal en ur yezh."
  9. https://www.state.gov/j/drl/rls/hrrpt/2009/eur/136059.htm
  10. https://www.plataforma-llengua.cat/que-fem/noticies/2252/la-plataforma-per-la-llengua-denuncia-en-un-informe-40-casos-greus-de-discriminacio-linguistica-a-les-administracions-publiques-ocorreguts-els-darrers-anys
  11. Joan Albert Argenter, ed. (1991). Debat sobre la normalitzacio linguistica : Ple de l'Institut d'Estudis Catalans (18 d'abril de 1990). Institut d'Estudis Catalans. p. 24. ISBN 978-84-7283-168-1 .
  12. " Lezenn 1/1993 Kanouenn vroadel Katalonia ". Noticias.juridicas.com. Bet gwelet d'ar 25 a viz Ebrel 2010.
  13. El TC aplaza el anuncio de la anulacion de la prohibicion de los toros en Catalunya embannet e La Vangardia . 2016. Bet gwelet d'ar 25 a viz Ebrel 2018.
  14. http://catalonia.com/newsletter_news/news/2018/Catalan-economy-grows-2017.jsp
  15. https://www.reuters.com/article/us-spain-politicas-catalonia-economy/spain-2018-economic-growth-forecast-at-risk-due-to-catalonia-deputy-pm-idUSKBN1CI1LQ
  16. http://www.ine.es/prensa/np901.pdf


Gwelet ivez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kumuniezhiou emren Spagn
Andalouzia Andalouzia ? Aragon Aragon ? Banniel Asturiez Asturiez ? Banniel an Inizi Balearez  Inizi Balearez ? Kanariez ? Kantabria  Kantabria ? Banniel Kastilha-La Mancha  Kastilha-La Mancha
Kastilha ha León  Kastilha ha Leon ? Banniel Katalonia Katalonia ? Kumuniezh València Kumuniezh Valencia ? Euskadi  Euskadi ? Banniel Extremadura Extremadura ? Banniel Galiza Galiza ? Banniel La Rioja  La Rioja ? Banniel kumuniezh Madrid  Madrid
Banniel Murcia  Murcia ? Banniel kumuniezh Navarra  Navarra
Keriou emren
Banniel Ceuta  Ceuta ? Banniel Melilla  Melilla