한국   대만   중국   일본 
Energiezh nevezadus - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Energiezh nevezadus

Eus Wikipedia
Gremmou adnevezadus eo ar bevdolz, an avel hag an Heol, koulz e Sandesneben (Alamagn) hag e lec'h all
Luc'hskeudenn: Jurgen, eus Sandesneben

Gremm adnevezadus pe energiezh nevezadus [1] pe energiezh adnevesaus [2] a reer eus gremm a zeu eus andoniou a vez aspourvezet gant an natur a-hed buhez mab-den , evel goulou an Heol , an avel , ar glav , ar mareou-mor , an tonnou hag an douarwrez .
Evit kenderc'han tredan , tomman an tiez hag an dour , kas karbedou a bep doare ha kenderc'han gremm e-maez ar rouedadou ez implijer ar gremmou adnevezadus.

Er bloavezh 2011 e voe ar gremmou adnevezadus 19% eus ar bevezadur gremm er bed a-bezh. Ar bevdolz (9,30%) hag an dourdredan (3,78%) eo ar gremmou adnevezadus pennan a zo bet arveret. Buan e kresk arver ar gremmou adnevezadus all er bed evelato. [3]
Un drederenn eus Stadou ar bed a ra gant hevelep gremmou evit bastan da dremen 20% eus o ezhommou, ha muioc'h-mui a vo en dazont. Ar gremm aerluzel , da skouer, zo o kreskin eus 30% bep bloaz : 282,482 M W a dredan a c'halle bout kenderc'het e dibenn ar bloavezh 2012 dre nerzh an avel [4] .

Ec'hon eo an tachennou ma c'haller tapout gremmou adnevezadus, ar pezh n'eo ket gwir pa gomzer eus an treloskou kondon , na gaver nemet en un nebeud broiou.
Dre ziorren arver ar gremmou adnevezadus e teuer asur da gaout trawalc'h a c'hremm bepred, da vihanaat tommadur ar blanedenn ha da zigreskin ar c'houstou [5] .

Raktresou bras zo bet savet evit tapout hag implijout gremmou adnevezadus, hogen reou vihanoc'h zo bet aozet evit ar broiou war ziorren hag ar rannvroiou maeziat. Hervez Aozadur ar Broadou Unanet e c'hall ar gremmou adnevezadus pinvidikaat ar broiou paouran. [6]

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Arveran gremm an dour
Noria del Mazonovo , Taramundi ( Asturies )

Adnevezadus e oa hogos an holl c'hremmou implijet gant mab-den kent diorroadur ar mengleuziou glaou e kreiz an XIX vet kantved . Hep mar ez eo koshan testeni eus arver ur gremm adnevezadus an tammou keuneud glaoudennet a zo bet kavet e Gesher Benot Ya'agov en Israel , a voe devet 790 000 a vloavezhiou zo. N'eo nemet etre 400 000 ha 200 000 a vloavezhiou zo ma teuas mab-den boas da arveran ar bevdolz war ar pemdez, pa ouezas mestronian an tan [7] .

Goude bout mestroniet an tan e teskas mab-den mestronian an avel evit kas bigi war an dour : testeniekaet eo bet bezans bigi dre lien war ar ster Nil pemp mil a vloavezhiou zo [8] .
Tostoc'h dimp e voe labour an dud, nerzh al loened , hini an avel ha hini an dour ar gremmou adnevezadus implijetan, kevret gant ar bevdolz e stumm ar c'heuneud.

E 1873 e krogas an dud da glask tapout gremm an Heol, gant aon na yaje ar glaou da get. Betek derou ar Brezel-bed kentan e voe kaset arnodennou. Ken abred ha 1911 e voe rakwelet pouez ar gremm heolel en dazont [9] .
E 1956 e voe kemennet strons tireoulel 1973 gant M. King Hubbert [10]  ; er bloavezhiou 1970 e krogas al luskad ekologour da stourm evit ma vije erlerc'hiet ar gremmou adnevezadus ouzh an tireoul, ha fardet e voe an aerluzellou kentan.
Abaoe pell dija e veze arveret gremm an Heol evit tomman ha yenaat, hogen ret e voe gortoz ar bloavezhiou 1980 evit ma vije lakaet panellou fotovoltaek marc'hadmat a-walc'h er c'henwerzh [11] .

Gremmou adnevezadus pennan [ kemman | kemman ar vammenn ]

19% e voe lodenn ar gremmou adnevezadus
bet implijet er bed e 2011

Gremm aerluzel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Tri doare aerluzellou

VAWT = Vertical Axis Wind Turbine
HAWT = Horizontal Axis Wind Turbine
Aerluzellou 5 MW
a-ziavaez da aodou Belgia

Dre dreuzfurmin nerzh finvel an avel a-drugarez da aerluzellou e c'haller fardan tredan. Diouzh dins tizh an avel eo ar gremm a vez ganet, setu e kresk buan galloud un aerluzell betek he bog. Abalamour da gement-se e vez staliet aerluzellou e lec'hiou ma vez krenv ha kendalc'hel an avel, war ar meneziou hag er mor en diavaez d'an aodou.

Eus 600 kW betek 5 MW eo skalfad ar galloud a vez kenderc'het, 1,5-3 MW o vout ar galloud boutinan a vez staliet. Etre 20% ha 40% eus o galloud a vez kenderc'het gant an aerluzellou peurvuian, tostoc'h da 40% el lec'hiou gwellan [12] .

War an hirdermen e c'hallfe ar gremm aerluzel bout kevatal da bemp gwech an tredan a vez kenderc'het hiziv, ha bastan da 40 gwech an ezhommou a hiziv, gant ma vo kavet un diskoulm da bep kudenn galvezel : stalian kalz aerluzellou war tachennou ec'hon ma c'hwezh aveliou krenv ha stabil a-hed an amzer, e diavaez an aodou peurliesan, er bed a-bezh, gant asant ar poblansou hag an aozaduriou etrebroadel [13] .

War-dro 20% eo kresk ar gremm aerluzel bep bloaz ; 238 000 MW e oa ar galloud a oa staliet e 2011, en Azia , en Europa hag e Stadou-Unanet Amerika . En hevelep bloavezh e oa 83 Stad o werzhan tredan bet kenderc'het dre nerzh an avel. [3]

Stadou aerluzel pennan e dibenn 2012
Stad Barr aerluzel
(MegaWatt)
% er bed
Sina 75 564 26.8
S. U. A. 60 007 21.2
Alamagn 31 332 11.1
Spagn 22 796 8.1
India 18 421 6.5
Rouantelezh-Unanet 8 845 3.0
Italia 8 144 2.9
Bro-C'hall 7 196 2.5
Kanada 6 200 2.2
Portugal 4 525 1.6
(Stadou arall]) 39 853 14.1
Hollad 282 482 MW 100%
Andon : Global Wind Energy Commission (en)
Parkadou aerluzellou nevez
Lec'h (doare) Stad Niver ag
aerluzellou
Barr aerluzel
(MegaWatt)
Digoradur
Anholt (mor) Danmark 111 400 2013
Borkum (mor) Alamagn 80 400 2013
Abington (douar) R.-U. 152 350 2012
Fantanele (douar) Roumania 240 600 2012
Gabbard (mor) R.-U. 140 504 2012
Lincs (mor) R.-U. 75 270 2013
London (mor) R.-U. 175 630 2012
Lower Snake River (douar) S. U. A. 149 343 2012
Victoria (douar) Aostralia 140 420 2013
Arlington (douar) S. U. A. 338 845 2012
Sheringham (mor) R.-U. 88 317 2012
Hollad 1 668 5 079 MW

Gremm dourrenel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Rodou elvenek war ur sterig

Ar gremm dourrenel eo ar gremm a daper diwar dour o kouezhan pe o redek.
War-dro 1,225 kg / m 3 eo douester an aer da live ar mor, pa 'z eo 1 000 kg/m 3 hini an dour, da lavaret eo tremen 800 gwech muioc'h : kalz gremm zo da dapout diwar forzh pe red-dour neuze, pe diwar donnou ar mor. Meur a zoare zo da drein nerzh an dour e gremm a c'haller implijout :

  • trein nerzh pouez ul lamm-dour e gremm loc'honiel a-drugarez d'ur rod elvennek, evel ma vez graet e lod milinou-dour  ;
Dre nerzh an dour hepken ez a ar mekanikou e keriadenn Os Teixos e Taramundi ( Asturies ) [14] .
  • sparlan red ur ster gant ur stankell a-benn krouin ur virlenn ha reolian red an dour ; gwask ha red an dour e traon ar stankell a laka troellrodou da drein a-benn kenderc'han tredan ;
Stankell an Teir C'hanienn war ar ster Yangtze e Sina eo brasan stankell ar bed, 22 500 MW eo he galloud a-drugarez da 34 zroellrod.
  • arveran gremm finvel red ur sterig evit kenderc'han betek 100 kW a dredan en ul lec'h digenvez ; diezhomm eo krouin ur virlenn en degouezh-se ;
  • arveran nerzh finvel ar mareou da genderc'han tredan ;
Stankell vordredan ar Renk a genderc'h 250 MW a dredan a-drugarez da 24 zroellrod abaoe 1966 .
Ar stankellou dourdredan
eo an doare boutinan da ober tredan
gant gremm an dour

Hiziv an deiz ez eo er c'henderc'han tredan dre stankellou ster pennan ar bomm "gremm dourrenel".
Tu zo da jedin ar c'hementad a dredan a vo kenderc'het gant un droellrod bet staliet e traon ur stankell :
m'eman

  • P ar galloud e wattou
  • η efedusted an droellrod, da lavaret eo an dregantad eus ar gremm lonket a vez daskoret
  • ρ douester an dour (1 000 kg/m 3 )
  • Q ar red e m 3 / s
  • g c'hwimm ar pounnerder, a zo 9,81 m/s²
  • h an uhelder, da lavaret eo an diforc'h etre gorre ar virlenn ha live an droellrod, e metradou

Mard eo 85% efedusted an droellrod, 80 m 3 /s red an dour ha 145 m an uhelder e c'hall an droellrod genel

Gremm heolel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Goulou ha gwrez an Heol a ya da ober ar gremm a c'haller tapout dre veur a galvezerezh a vez bepred o vont war-raok : an dommerez dre heol, ar panellou fotovoltaek, an tredan a c'haner dre wrez an heol, adeiladezh an tiez ha luc'hgevaoz kevanaozet.

Daou zoare zo da dapout gremm an Heol, unan oberiat hag unan gouzanvat.

  • Oberiat eo an dastumeriou goulou (panellou fotovoltaek) hag an dastumerou gwrez (destieriou).
  • Gouzanvat eo sevel tiez a-du gant an Heol, arveran danvez a vir ar wrez, ober gant gwer evel er broutiou .

E 2011 e savas Amsez Etrebroadel ar Gremm a-du gant arver ar gremm heolel er bed a-bezh :

Spletou bras-meurbet a zeuio war hirdermen diwar diorrodadur kalvezerezhiou ar gremm heolel marc'had-mat, dihesk ha naet. A-drugarez dezho e kresko surentez gremmel ar broiou dre ober gant un andon lec'hiel, dihesk ha peuzdizalc'h diouzh an enporzh, e wellao ar badusted, e tigresko ar saotradur, e tigresko koust ar c'hemmou hinel, hag e chomo an treloskou kondon d'ur priz izeloc'h eget a-hend-all. Bedel eo ar spletou-se. Neuze e rankfed sellet ouzh koust ar yalc'hadou evit an diorroadur evel ouzh postaduriou deskardin ; dav eo o dispign en un doare fur hag o rannan frank. [15]

Minipanell fotovoltaek

Gremm heolel fotovoltaek [ kemman | kemman ar vammenn ]

Bannou ar gremm elektronek

Dre banellou fotovoltaek e troer goulou an Heol e tredan a-drugarez d'an efed fotovoltaek a voe arsellet gant ar fizikour gall Edmond Becquerel ( 1820 - 1891 ) e 1839  : pa sko goulou an Heol pe forzh pe c'houlou arall war ur gorread danvezel e vez lonket ar gremm gant an elektron a zo e bann amsav an danvez ; argridet e vezont hag e lammont e bann readur an danvez kent bout en o frankiz. Lod eus an elektronennou-se a vez c'hwimmet betek un danvez arall gant barr diabarzh an danvez-se ( barr Galvani ), ar pezh a c'han tredan [16] .

Bras eo bet kresk marc'had ar panellou fotovoltaek abaoe 2003 , ha darev eo da vout unan eus andoniou pennan ar fardan tredan er bed a-bezh. Goude bout kresket kalz e 2011 ez eo stabilaet, pa 'z eus bet un tammig muioc'h hepken a varregezh e 2012 eget e dibenn 2011. [17]
Tost da 24 000 MW (24 GW ) e oa barregezh ar panellou fotovoltaek er bed e dibenn ar bloavezh 2009  ; 40,7 GW e oa e dibenn 2010 (+69,6%), ha 71,1 GW e dibenn 2011 (+74,7%). Tremen 100 GW a oa staliet er bed e dibenn 2012, ar pezh a c'hall kenderc'han 110 000 MW (100 TW ) a dredan bep bloaz ? peadra da vastan da ezhommou un 30 milion a diegezhiou en Europa, a zo e penn ar marc'had gant tremen 70 GW staliet e 2012. [17]

Gremm heolel gwrezel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ferennou , melezouriou , parabolennou a vez staliet en un takad ec'hon evit dastum goulou an Heol kent e zestian en un hordenn voan a-benn arveran ar wrez da genderc'han tredan. Kement-se a c'haller ober dre veur a wikefre.

Melezouriou a zisvann goulou an Heol war lugeriou a-benn tomman korzennadou burezh.
1 - Goulou
2 - Disvanneriou
3 - Luger
Braslun ul luger
1 - Goulou
2 - Disvanneriou
3 - Plakenn luger
4 - Korzennou burezh
5 - Gwrezdisfuin
Aer (pe hidrogen pe heliom ) tommet gant goulou destiet an Heol a dro ar wrez e gremm treloc'hel.
Parabolenn gant ur c'heflusker Stirling
Plataforma Solar de Almeria (PSA) , Spagn
EuroDish SBP
Dre galz melezouriou e testier goulou an Heol a-benn magan parkadou bras panellou fotovoltaek.
Daou dour heolel Planta Solar 20
e Sanlucar la Mayor, Spagn
20 MW eo galloud ar greizenn wrezel-se.
PS20 ha PS10

Ur varregezh a 172,4 GW th a oa staliet e 53 bro e dibenn ar bloavezh 2009 .
Ur 4,1 milmilion a dud e oa poblans hollek ar broiou-se, da lavaret eo war-dro 61% eus poblans ar bed.
E Sina hag en Europa e vez staliet ar muian a greizennou heolel wrezel.

Barregezh staliet er bed e 2009
Sina 58,9%
Europa 18,9%
Arall 22,2%
S. U. A. 8,7%
Aostralia &
Zeland Nevez
3,0%
Suamerika &
Kreizamerika
2,7%
Azia 2,7%
Japan 2,5%
Reter-Kreiz 2,0%
Afrika 0,6%
Andon : GSTE (en)

Pal an holl wikefreou-se eo tomman ul linvenn a servijo da genderc'han tredan pe da vonian gremm [18] .

Bevdolz [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kreizenn vevdolz Metz
Diwar dilerc'hiou koad e kenderc'h tredan evit 30 000 annez.

"Bevdolz" a reer eus danvez bevoniel a zeu eus bevedegou bev pe marv nevez zo, plant an darn vrasan anezho.
Evel andon gremm e c'hall ar bevdolz bout arveret end-eeun dre loskadur da c'henel gwrez, evel ar c'heuneud, pe en un doare ameeun goude bout bet troet da vevdrelosk dre argerzhiou kimiek , gwrezel pe vevgimiek .

Ar c'hoad eo ar bevdolz paotan : gwez marv, skourrou, penngosou, dilerc'hiou benadur, skolpennou, lastez an tiez ha teil ker.
Bevdolz ivez eo ar plant hag al loened a c'hall bout troet da wiennou pe da zanveziou kimiek evel ar bevdreloskou. Meur a spesad plant a vez arveret gant greanterezh ar bevdolz : bambouz , kanab , korz-sukr , elv , eukaliptuz , gouezvell , haleg , maiz , miscanthus , palmez eoul sorghum , troiou-heol eo ar re implijetan.

E parkadou a-ratozh e vez gounezet ar plant a dalvezo da drelosk en abeg da live uhel o askor dre hektar e-kenver ar c'hementad a c'hremm a vez arveret evit o gounit. Ar gwinizh , da skouer, a ro war-dro 7,5 t a c'hreun dre hektar ha 4 t a blouz dre hektar ; gant ar greun e c'haller fardan bevdrelosk evit ar c'harbedou , ha devet e vez ar plouz a-benn kenderc'han gwrez pe dredan. Gant harp ar gimiezh e c'haller trein keluloz ar bevdolz da c'hlukoz a-benn ober sukr a servijo da vevdrelosk.

Tu zo ivez da arveran ar bevdolz a-benn kenderc'han treloskou evel ar metan C H 4 , an etanol C 2 H 6 O hag ar bevdiesel .
Metan, a anver "bevaezhenn" ivez, a c'haller dastum diwar lastez o vreinan, dilerc'hiou ar gounezerezh hag an dud. Etanol a farder diwar maiz ha korz-sukr goude bout o lakaet da c'hoin. Ar bevdiesel a genderc'her diwar dilerchiou boued evel al legumaj ha druzoni al loened [19] .

Emeur oc'h ober enklaskou a-benn arveran bezhin , abalamour ma ne vez ket debret an darn vrasan anezho ha ma c'haller gounez betek dek gwezh muioc'h anezho eget a blant war an douar. Dre o lakaat da c'hoin e c'haller kenderc'han bevdiesel, etanol, hidrogen ha metan.

Abaoe ar bloavezhiou 1970 e vez kenderc'het etanol gant Brazil , a zo deuet da vout an ezporzher pennan er bed hag an eil kenderc'her goude Stadou-Unanet Amerika. Diwar korz-sukr e vez fardet an etanol-se, ha n'eus karbed ebet ken e Brazil hag a ya en-dro gant trelosk kondon hep etanol. Gwrez ha tredan a vez kenderc'het diwar dilerc'hiou ar fardan etanol.
En S. U. A. e vez 10% etanol er strilheoul , "E10" eo anv ar meskaj-se, ha fardet e vez kirri a c'hall mont en-dro gant muioc'h ag etanol c'hoazh.

E 2010 e teue 3% eus trelosk karbedou ar bed eus ar bevdolz ; 31 Stad a lakae bevdrelosk en o zreloskou kondon. [3] Hervez an IEA e c'hallfe ar bevdreloskou bastan da dremen 25% eus ezhommou ar bed er bloavezhiou 2050 [20] .

Gremm douarwrezel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kreizenn douarwrezel Ferrara
Barregezh ar gremm douarwrezel
Linenn ruz : barregezh ; linenn wer : kenderc'hadur
Eienenn havel e Chaudes-Aigues ( Cantal )
82 °C eo gwrezverk an dour

En Douar eman ar gremm gwrezel a vez anvet "douarwrez" ; diwar ar gremm-se e teu gwrezverk danvez an Douar.
Daou orin zo d'ar gremm douarwrezel : stummadur ar blanedenn (20%) ha digevanidigezh elfennou ar mein (80%).
Tremen 5 000 °C eo gwrezverk kalon an Douar, ur 6 400 k m dindan e c'horre. Dre ar wrez hag ar gwask a ren eno e teuz lod reier da stumman magma skanvoc'h eget ar reier sonnel ; pignat war-c'horre a ra ar magma neuze, ha tomman reier ha dour krestenenn ar blanedenn betek war-dro 370 °C. Ar gremm-se eo a anver gremm douarwrezel [21] .

En Henoadvezh ar maen dija e kouronke an dud e douriou an eien havel  ; ar Romaned a implije an douriou-se evit tomman o anneziou. Hiziv an deiz avat ez eo ar c'henderc'han tredan arver pennan ar gremm douarwrezel.

Marc'hadmat, solius, padus ha naet eo ar gremm douarwrezel [22] . Betek-henn ne veze arveret nemet e-kichen bevennou ar plakennou tektonek , hogen dre araokadennou kalvezel ez eo bet ec'honaet an tachennou ma kaver mammennou gremm douarwrezel bras ha solius evit tomman an anneziou.
Dre ar punsou erlemel e pign aezhennou gwered brouti a oa paket e diabarzh ar blanedenn, met kalz nebeutoc'h a vez bannet en aergelc'h eget gant an treloskou kondon ; digesket e vije tommadur ar blanedenn neuze mar bije diorroet arver ar gremm douarwrezel e-lec'h hini an treloskou kondon.

E 2013 e oa ur varregezh dreist 1 780 MW gant ar c'hreizennou douarwrezel a oa war sevel e 12 Stad [23] .

Kreizennou douarwrezel
war sevel e 2013
Stad Niver a
greizennou
Barregezh
(MW)
Alamagn 9 48
Bro-C'hall 1 2
Kenya 3 296
Ethiopia 1 (dianav)
Filipinez 3 110
Indonezia 6 465
Island 4 260
Italia 1 40
Japan 4 3,253
Mec'hiko 2 75
Turkia 12 311
S. U. A. 10 174,4
Hollad 56 1 784,653

Rediou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Bevdolz o tevin

Alies e vez droukvesket "gremm adnevezadus" ha "gremm naet" ; gant ar gremmou naet ne vez kenderc'het saotradur ebet, pe re nebeut evit noazout d'an endro, padal e c'hall ar gremmou adnevezadus louzan an natur : dre zastum ha devin ar bevdolz e c'haller kemman an endro ha saotran an aer.
Noazus eo an holl c'hremmou adnevezadus eta, en un doare eun pe ameeun.

Hervez ar metou eo natur ha kementad ar gremmou adnevezadus : nebeud ha vevdolz ha kalz heol zo e gouelec'h ar Sahara , kalz gremm douarwrezel zo en Island pa'z eus nebeut a heol eno. An natur hec'h-unan neuze a levezon ar c'hementad a c'hremm adnevezadus a c'haller arveran.
Un diskoulm d'ar gudenn-se eo bonian ar gremm, an tredan e daspugneriou , an dour en oglennou da skouer.

A-benn bastan da ezhommou ar bed a-bezh e ranker etrekennaskan ar rouedadou tredan, evit kas tredan heolel ar Su d'an Norzh pe tredan arluzel ar C'hornog d'ar Reter, kement-se evit reolian an diforc'hiou a bourvezadur hag a c'houlenn a c'hoarvez hervez an amzer hag ar rannvloaziou.

Jedet ez eus bet e c'hallfer bastan da ezhommou gremmel ar bed a-bezh a-benn ugent pe daou-ugent vloaz gant ardivinkou da arveran gremmou adnevezadus bet staliet war 0,4% eus gorread an Douar. Kevatal da hini an treloskou kondon hag ar gremm derc'hanel e vefe ar c'houst, met ret e vefe degas kemmou bras er rouedadou kenderc'han, bonian ha dasparzhan ar gremm, ar pezh a zo hervez youl ar c'hevredigezhiou hag ar bolitikourion . [24]

Levlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gremmou adnevezadus dre vras
  • Bjørn Lomborg (2001), The Skeptical Environmentalist ? Measuring the Real State of the World , Cambridge University Press, ISBN 978-0-521-01068-9 (en)
  • Bjørn Lomborg (2010), Cool it - The Skeptical Environmentalist's Guide to Global Warming , Vintage, ISBN 0-307-74110-9 (en)
Hervez B. Lomborg ez eo diefedus ha re goustus an obererezhiou emeur o lakaat e pleustr a-benn stourm ouzh tommadur an hin er bed, gwell e vije labourat a-zevri war gudennou war verrdermen ha tostoc'h da vuhez pemdez an dud, evel ar yec'hed hag ar pourchas dour boull.
Gwelit ivez, gant an hevelep aozer, The Poverty of Renewable (17 Meu 2014), Project Syndicate (en)
  • Philippe Poggi (2011), Les energies renouvelables - Integration du solaire photovoltaique et de l'eolien dans les systemes electriques insulaires , Editions Universitaires Europeennes, ISBN 978-613-1-59837-1 (fr)
  • Claude Acket & Jacques Vaillant (2011), Les energies renouvelables , Technip, ISBN 978-2-7108-0954-8 (fr)
  • Jacques Vernier (2014), Les energies renouvelables , Presses Universitaires de France, ISBN 978-2-13-062635-0 (fr)
Gremm aerluzel
Gremm dourrenel
  • Academie des Technologies (2009), L'energie hydroelectrique et l'energie eolienne , Le Manuscrit, ISBN 978-2-304-02788-4 (fr)
  • Pierre-Louis Viollet (2006), Histoire de l'energie hydraulique , Presses de l'Ecole Nationale des Ponts et Chaussees, ISBN 978-2-85978-414-0 (fr)
Gremm heolel
Bevdolz
Gremm douarwrezel
Gremm douarwrezel ha bevdolz

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Daveennou brezhonek [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. TermOfis
  2. Brezhoneg21 - Eil Derez Diwan
  3. 3,0 3,1 ha 3,2 Renewables 2011 - Global Status Report (en)
  4. Renewables 2013 - Global Status Report (en)
  5. International Energy Agency (IEA) (en)
  6. Steve Leone (25 Eost 11), U. N. Secretary-General: Renewables Can End Energy Poverty , en Energy World (en)
  7. K. Kris Hirst, The Discovery of Fire , Archeology (en)
  8. Encyclopedia of Alternative Energy (en)
  9. Geoffrey Jones & Loubna Bouamane (2012), "Power from Sunshine":A Business History of Solar Energy , Harvard Business School (en)
  10. M. King Hubbert (1956), Nuclear Energy and the Fossil Fuels , American Petroleum Institute (en)
  11. History of PV Solar (en)
  12. Wind Energy Center (en)
  13. Cristina L. Archer & Mark Z. Jacobson, Evaluation of Global Wind Power , Stanford University (en)
  14. Casa del Agua e Taramundi (es)
  15. IEA , p. 22. (en)
  16. Gwelit damkaniezh ar bannou gremm en IUT en ligne (fr)
  17. 17,0 ha 17,1 Global Market Outlook 2013 - European Photovoltaic Industry Association (EPIA) (en)
  18. Christopher Martin & Yogi Goswami (2005), Solar Energy Pocket Reference , International Solar Energy Society, ISBN 978-0-9771282-0-4
  19. U. S. Energy Information Administration (EIA) (en)
  20. IEA / Technology Roadmap p. 5 (en)
  21. Donald Turcotte & Gerald Schubert (2002), Geodynamics , Cambridge University Press, ISBN 978-0-521-66624-4 (en)
  22. William E. Glassley (2010), Geothermal Energy: Renewable Energy and the Environment , CRC Press, ISBN 978-1-4200-7570-0 (en)
  23. Geothermal Energy Association (GEA) (en)
  24. Louis Bergeron (25 GEN 2012), The world can be powered by alternative energy, using today's technology, in 20-40 years , Eurekalert (en)
    (fr) Google