Dour

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-man ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuin.
Gallout a rit skoazellan Wikipedia dre glokaat anezhan
Un dakenn dour gwelet a-dost.

Ul linvenn dreuzwelus, diliv, dic'hwezh ha divlaz eo an dour ( liester  : douriou , doureier ). An oksidenn dihidrogen eo pe an drenkenn hidroksiek e c'hell bezan anvet ivez. Ur c'hompozad kimiek simpl eo, met gant perzhiou dibar diwar ar pennaheladur . E formulenn gimiek a zo H 2 O ha pep molekulenn a endalc'h un atom oksigen etre daou atom hidrogen en ur ober ur "V" digor bras. An dour pounner en deus daou atom deuteriom e-lec'h an hidrogen. An deuteriom a zo un izotop hidrogen. Formulenn an dour pounner ( oksid deuteriom ) a zo D 2 O.

Dindan ar gwask atmosferel a ya da aezhenn an dour pelloc'h eget 100° C hag a ya da vezan solut dindan 0° (da skorn ez a da vezan). Ur perzh dibar eo ivez pa chom an holl gompozadou nes (sulfur hidrogen, ammoniak , metan , da skouer) er stad gazek dindan wreziou izeloc'h.

En Douar a-bezh e kaver dour kazi e pep lec'h hag eo ur c'hompozad ret evit ar veverien ha dezho eo an dour un dra neutrel, divlaz ha dic'hwezh.

War-dro 70% gorread an Douar a zo goloet gant an dour hini ar meurvoriou da gentan penn, met kavet e vez dindan stumm ur mor , ul lenn , un dourredenn , ur ster , ur wazh pe ur ganol .
Deskrivet e vez red an dour a-dreuz pep kombod douarel dre dresan kelc'hiad an dour (e gelc'hiad biogeokimiek).

Gwelet ivez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Plac'h en ur poull-neuial
Adskeudenn daou zen war dour ur poull

Divlaz [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ober a reer gant geriou

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger dour er
wikeriadur , ar geriadur frank.