Belgia

Eus Wikipedia
Unaniezh Europa
Koninkrijk Belgie
Royaume de Belgique
Konigreich Belgien


Banniel Belgia
Skoed ardamez Belgia
Banniel Belgia Skoed ardamez

Ger-stur
Eendracht maakt macht (nl)
L'union fait la force (fr)
Einigkeit macht stark (de)

Lec’hiadur Belgia
Yezhou ofisiel nederlandeg , galleg , alamaneg
Ker-benn Brusel
Statud politikel Rouantelezh vonreizhek
Dizalc'hiezh
embannet
anavezet
(diouzh an Izelvroiou )
4 a viz Here 1830
19 a viz Ebrel 1839
Roue Fulup Belgia
Kentan Ministr Alexander De Croo
Gorread
-En holl
-% dour

32 545 km²
6,2%
Poblans
- 2004 war-dro
- Stankter ar boblans

10 400 000
336/km²
Moneiz Euro (EUR)
Kan broadel Brabanconne
Devezh ar vro 21 a viz Gouere
Kod war ar Genrouedad .be
Kod pellgomz 32

Ur stad eus Europa eo Belgia (e nederlandeg : Belgie , galleg : Belgique , alamaneg : Belgien ) pe, hervez e anv leun, Rouantelezh Belgia . E kornaoueg ar c’hevandir eman, etre Mor an Hanternoz er gwalarn, an Izelvroiou en norzh, Alamagn ha Luksembourg er reter, ha Frans er su hag er mervent.

Anvet oa Belgia, rouantelezh an izel-vroiou ha dugelezh meur al luksembourg er XVvet- XVII vet kantved, dindan an anv Izel-vroiou, rannvro a glote gant un tiriad un tamm mat brasoc’h eget ar Benelux a-vreman, rak rannvroiou evel Lille, Arras, Douai Valenciennes, Montmedy, pe c’hoazh Thionville a oa ul lodenn anezho. Kaezar en doa graet Gallia Belgica, gant Treves da gerbenn.

Ur greizenn genwerzh, sevenadurel, ha politikel a oa eus fin ar grennamzer betek an XVIIvet kantved ha liesetnel. Eus ar XVI vet kd betek ar reveulzi belch e 1830, pa voe savet disrann diouzh an Izel-vroiou, tiriad Belgia a voe tachenn emgann un toullad krogadou. Diplomatek e oant peurvuian, etre galloudou european a-bep seurt, evit-se e voe graet talbenn emganniou Europa anezhi. Da vare ar reveulzi industriel, e kemeras perzh Belgia hag e voe eil galloud industriel ar bed, goude bro Saoz e-pad tost d’ur c’hantved. Derc’hel a reas meur a drevadenn en Afrika, Angola da sk.

Eil hanterenn an XXvet kantved a voe merket gant bec’hiou etre flamaned ha Walloned, abalamour d’an div yezh ha d’an diorren ekonomikel dizingal eus an div rannvro. Diwar ar c’hudennou se ez eus savet meur adreizhadennou meur.

Kumuniezhou ha rannvroiou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Teir c'humuniezh a ya d'ober Belgia
Kumuniezhou
  • ??   Kumuniezh flandrezek Belgia
  • ////  Tachenn divyezhek
  • ??   Kumuniezh c'hallek Belgia
  • ??   Kumuniezh alamanek Belgia
  • Belgia

    Teir rannvro a ya d'ober Belgia
    Rannvroiou
  • ??   Rannvro Flandrez / bro nederlandek
  • ??   Brusel-Ker-benn / bro divyezhek
  • ??   Rannvro Wallonia / bro c'hallek hag alamanek
  • Ar yezhou [ kemman | kemman ar vammenn ]

    Teir yezh ofisiel zo e Belgia: alamaneg, flandrezeg, ha galleg [1] .

    Tud dibar [ kemman | kemman ar vammenn ]

    Notennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]