Belarus

Eus Wikipedia
Рэспубл?ка Беларусь
Республика Беларусь

Republik Belarus
Banniel Belarus Skoed-ardamez Belarus
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur : Ar stad evit ar bobl
Kan broadel: Мы, беларусы
("Ni, Byelarused")
Lec'hiadur Belarus
Lec'hiadur Belarus
Ker-benn
(ha ker vrasan)
Minsk
55°55′N 27°33′E
Yezh(ou) ofisiel Belaruseg
Ruseg
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Alyaksandr Loukachenka (Аляксандр Лукашэнка)
 - Kentan Ministr Roman Golovchenko (Раман Гало?чэнка)
Gorread
 - Hollad 207,600 km² ( 85 )
 - Dour (%) dister
Poblans
 - niveradeg 2012 9,463,000
 - Stankter 45,6/km² ( 142 )
PDK ( PGP ) 2010 (istimadur)
 - Hollad $131,201 miliard ( 64 )
 - Keidenn $13 909 ( 78 )
FDD   (2004) 0.794 ( kreiz ) ( 67 )
Moneiz Roubl Belarusat ( BYR )
Gwerzhid-eur ( UTC )
Kod kenrouedad .бел .by
Kod pellgomz +375

Belarus ( belaruseg : Беларусь, lizherenneg latin ispisial Łacinka : Biełaru?; ruseg : Беларусь, Белору?ссия), pe Rusia wenn gwechall (un droidigezh eus an anv), ent-hir Republik Belarus , a zo ur vro eus reter Europa . Harzou he deus gant Rusia war-du ar reter, gant Polonia war-du ar c'hornog, gant Ukraina , war-du ar su, gant Lituania ha Latvia war-du an norzh. Minsk eo he c'her-benn. Ar c'heriou pennan arall a zo Brest , Grodno , Gomel , Mahilio? , Vitebsk ha Bobruisk . Unan eus an div vro tizher ar muian gant Gwallzarvoud Tchernobil eo.

Melestradur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Provinsou Belarus

Un aozadur melestradurel eus ar marevezh soviedel he deus miret Belarus. Disrannet eo he zachenn e c'hwec'h provins ("voblasts") hag a denn o anv eus o c'hreizenn velestradurel. Ur statud ispisial he deus ker Minsk ha n'eman e provins ebet. E raion ou e vez disrannet ar provinsou. Kuzuliou ar raionou a vez dilennet gant o annezidi met gant ar brovins e vez anvet o galloud ober. Ar memes tra zo gwir evit ar provinsou a zo dilennet o farlamant tra ma vez dilennet o galloud-ober gant ar gouarnamant.

Roll provinsou Belarus [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Minsk (ker-benn)
  2. Voblast Brest ( Brest )
  3. Voblast Homiel ( Homyel )
  4. Voblast Hrodna ( Hrodna )
  5. Voblast Mahilyow ( Mahilio? )
  6. Voblast Minsk ( Minsk )
  7. Voblast Vitsebsk ( Vitsebsk )

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Belarus er
wikeriadur , ar geriadur frank.


Mediaou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Lec'hiennou ofisiel [ kemman | kemman ar vammenn ]