Iwerzhon

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Iwerzhonat )
Ur pennad Republik Iwerzhon zo ivez.
Iwerzhon
Skeudenn tapet dre satellit
Skeudenn tapet dre satellit
Anv(iou) all Irlandr , Irland
Anv iwerzhonek Eire
Anv e skoteg Ulster Airlann
Anv saoznek Ireland
Geografiezh
Enezeg Inizi Breizh-Veur
Lec'hiadur Meurvor Atlantel
Daveennou lec'hian 53° 30′ N, 7° 24′ K
Gorread 84 420 km²
Aodou 3 700 km
Lein uhelan Corran Tuathail (1 041 m)
Geologiezh Enez kevandirel
Melestradurezh
Stad Iwerzhon  Iwerzhon ,
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Poblans
Annezidi Iwerzhonad(ez)
Poblans 7 185 600 (2023)
Stankted 85,11 ann./km²
Keriou brasan Dulenn (1,458,154 ann.), Belfast (671,559 ann.)
Titourou all
Dizoloadenn Ragistor
Gwerzhid-eur UTC±00:00
Sent-paeron Sant Padrig , Santez Berc'hed , Sant Koulm

Iwerzhon ( Eire en iwerzhoneg ) eo trede enezenn vrasan Europa . War ribl ar Meurvor Atlantel eman. Republik Iwerzhon (ez ofisiel, Eire pe Ireland ), zo enni pemp c'hwec'hvedenn eus ar gorread an enezenn a bez. Er Biz eman Norzhiwerzhon , dindan gouarnamant Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon .

Sevel a ra Poblans an enezenn a-bezh da ouzhpenn 7 milion a dud : 5,3 milion e Republik Iwerzhon (1,9 milion e tolpad-ker Dulenn ) hag 1,9 milion e Norzhiwerzhon (0,8 milion e tolpad-ker Belfast ).

Douaroniezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gwelet a reer elfennou zo eus torosennadur Iwerzhon war ar gartenn-man. (Sellet ivez ouzh un doare brasoc'h gant muioc'h a ditourou).

Ur blaenenn a gaver e kreiz Iwerzhon gant aridennadou bihan a veneziou tro-war-dro, ha gronet gant ar mor. Ar gern uhelan, ar C'harrauntuohill ( Corran Tuathail ), a sav betek 1041 m. Ar ster Shannon , an hini hiran (259 km), a red dre greiz ar blaenenn hag he zraonienn a droc'h ar vro en div lodenn. Gant un hin gleb ha klouar e kresk ur struj glas ( pradou , geuniou ha lanneier peurvuian) douret mat gant ar glaveier stank a-walc'h. Abalamour da se e vez graet eus Iwerzhon an Enezenn c'hlas pe an Enezenn glaz- emrodenn . 84 079  km² eo gorread an enez.

Rannet eo Iwerzhon e peder frovins istorel: Connachta , Laighin , Mumhan hag Ulaid . En iwerzhoneg e reer anv eus ar Cuige ( = pempvet). Gwechall e oa ur pempvet Cuige anvet Mi , homan a endalc'he kontelezhiou Meath, Westmeath ha Longford. Pelloc'h e voe divizet krouin 32 kontelezh evit melestradur ar vro. C'hwec'h kontelezh en Ulaid a zo chomet dindan beli ar Rouantelezh-Unanet , chenchet an anv da Norzhiwerzhon pa voe rannet Iwerzhon e 1922 . E Republik Iwerzhon e toujer da harzou kozh ar c'hontelezhiou, nemet e Tipperary ha Dulenn hag a zo bet isrannet. Evit ar votadegou , ar pastellou-bro a vez savet diwar kontelezhiou (Countys) rannet pe deuzet gant ma vo doujet d'o harzou dre-vras evel m'eo bet termenet gant ar Vonreizh. War an 32 kontelezh e c'heller spurmantin ez eo stank-tre an identelezh troet war-zu ar sportou hag ar sevenadur lec'hel.

Lodenn vrasan an douarou a c'heller gounid zo lec'hiet e kontelezhiou ar c'hornog. Eno eman ivez ar meneziou brasan ha kaeran a ya kalzig a douristed da welet, evit arvestin ouzh gweledvaou kenedus hag ar mor glas diharz.

Eman Iwerzhon e kornog Europa .

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pennad dre ar munud : Istor Iwerzhon .

Tud brudet [ kemman | kemman ar vammenn ]