ISBN

Eus Wikipedia
ISBN-10 hag ISBN-13
Kod ar vro eo an EAN en ISBN-13

Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

ISBN ( International Standard Book Number , "niverenn levr reolatet etrebroadel" [1] zo un niverenn anaout etrebroadel a vez roet abaoe 1970 da gement embannadur kement levr a zo embannet. Evit eeunaat ar c'henverian dre urzhiataerezh ec'h eo bet ijinet, ma vije simploc'h labour al levrierien, al levrouaegerien, an dasparzherien levriou, hag al lennerien pa glaskont ul levr en un embannadur hag ur skor resis.
Dek sifr a oa en un ISBN betek miz Kerzu 2006 , eus ISBN-10 e komzer neuze ; trizek sifr zo abaoe ar 1an a viz Genver 2007 , alese an anv ISBN-13 .

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 1965 , ar skigner levriou W. H. Smith & Son Ltd. e Swindon ( Bro-Saoz ) a glaskas stlennekaat e labour dre rein un niverenn-anaout unel da gement embannadur eus kement levr a vere. Gant ar c'helenner iwerzhonat Gordon Foster ( 1921 - 2010 ) e Colaiste na Trionoide e Baile Atha Cliath e voe ijinet e 1966 ur reizhiad urzhian dre stlenneg, 9 sifr ennan, a anvas Standard Book Numbering (SBN) System . E 1967 e voe lakaet an SBN e pleustr e Breizh-Veur a-bezh.
Buan e klaskas an International Organization for Standardization ( ISO ) azasaat an SBN evit ma vije arveret er bed a-bezh. Goude bodadegou etrebroadel e London e 1968 , e Berlin ha Stockholm e 1969 , e voe degemeret an ISBN gant an ISO e 1970 hag anvet ISO 2108.
Digemm eo chomet stumm an niverennou ISBN-13 abaoe 2006, azasaet eo bet d'ar media nevez, ha tremen 150 bro a ra ganto. E London eman an International ISBN Agency a ver adtiou er bed a-bezh.

Stumm an ISBN-13 [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pemp rann a ya da sevel un niverenn ISBN-13, a vez jedet dre ur formulenn vatematikel arbennik ha kadarnaet dre un alc'hwez-gwirian evit ma ne vefe ket roet an hevelep niverenn da zaou dra :

  • ar rakniverenn, an 3 sifr kentan, na c'hall bezan nemet 973 pe 979 ;
  • niverenn ar strollad, betek 5 sifr ennan, da verkan ar vro, ar rannvro pe ar yezhva a zo ezel eus ar reizhiad ISBN ;
  • niverenn an embanner, betek 7 sifr, evit an embanner pe ar merk ;
  • niverenn an oberenn, betek 6 sifr, da verkan embannadur pe stumm an oberenn-man-oberenn ;
  • an alc'hwez-gwirian : ar sifr diwezhan atav, a vez jedet evit kadarnaat an 12 sifr all ; eus 0 da 10 e c'hall bezan, 10 o vezan skrivet X.

Er stlenneg hepken e vez skrivet an ISBN-13 en ur bomm : 9782916745312 ; esaouiiou pe barrenigou-stagan pe esaouiou a lakaer etre ar rannou evit ma vije aesoc'h d'an dud lenn un ISBN-13 : 978-2-916745-31-2 pe 978 2 916745 31 2 neuze, m'eman 2 evit Bro-C'hall (ha Breizh), 916745 evit an embanner ( Al Lanv ), 31 evit kentan embannadur al levr " Torkad " war baper, ha 2 da ziwezhan evit kadarnaat an ISBN-13.

Implij [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ret eo da bep embannadur ul levr bezan merket gant un ISBN, ne vern war be skor e vez skignet : war baper, dre levrelou (levriou elektronek), dre levr klevet, dre Restr stlennegel hag all.

Arabat eo droukkemer an ISBN evit an ISSN ( International Standard Serial Number , "niverenn steudad reolatet etrebroadel", na vez roet nemet d'ar mareadegou : ar c'helaouennou, ar c'hazetennou, ha d'an dastumadegou levriou.
A-wezhiou avat e vez deroet un ISBN d'ur pennad hepken tennet eus ur gazetenn pe eus ul levr pe eus ur stirad skridou, gant ma vo embannet ar pennad-se en e unan.

Ur reizhiad meran an embann hag ar skignan an an ISBN, ne c'hall ket talvezout da warez lezennel evit mirout gwiriou un oberenn.

An embannerien (emembanner, embanner, embregerezh, aozadur hag all) eo a rank goulenn un ISBN; un mouller, da skouer, ne c'hall ket goulenn unan e-lec'h un embanner.
E Breizh e ranker goulenn digant an Agence francophone pour la numerotation internationale du livre (AFNIL).

Menegin an ISBNou war ar Wikipedia [ kemman | kemman ar vammenn ]

Evit menegin un ISBN-10 pe un ISBN-13 goude deskrivadur reoliataet un teul , n'eus nemet arveran ar patrom {{ISBN|xxx}}  ; da skouer, evit Geriadur Menard (embannadur 2012), skrivan {{ISBN|978-2-35678-069-0}} a ro ( ISBN 978-2-35678-069-0 ) .

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kavout un oberenn dre hec'h ISBN ha war an tu all
Goulenn un ISBN

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]