Charles II
(8 Mezheven 1630 ? 16 C’hwevrer 1685) a oa roue
Bro-Skos
eus 1649 da 1651, ha roue Bro-Skos,
Bro-Saoz
hag
Iwerzhon
eus 1660 betek e varv e 1685.
Mab e oa da
Charlez I
an
Bro-Saoz, Bro-Skos hag Iwerzhon
and
Henriette Marie Bro-C'hall
. Goude ma voe
dibennet
Charlez I
an
e Londrez, d’an 30 a viz Genver 1649, pa oa
Brezel Diabarzh Bro-Saoz
oc’h ober e reuz, e voe embannet gant
Parlamant Bro-Skos
e teue Charlez II da vout roue, d’ar 5 a viz C’hwevrer 1649. Met e Bro-Saoz e oa neuze un doare republik anvet
Commonwealth of England
, renet gant
Oliver Cromwell
. Trec’het e voe Charlez II gant Cromwell en
Emgann Worcester
d’an 3 a viz Gwengolo 1651, ha tec’hel a reas Charles II da zouar-bras Europa. Ha dont a reas Cromwell da vezan e penn Bro-Saoz, Bro-Skos hag Iwerzhon. Chom a reas Charlez II en harlu e-pad nav bloaz, e
Bro-C'hall
, er
Provinsou Unanet
hag en
Izelvroiou spagnol
. Goude marv Cromwell e 1658 e voe adsavet ar rouantelezh ha pedet e voe Charlez II da zistrein da Vro-Saoz. D’an 29 a viz Mae 1660, an deiz ma oa 30 vloaz, e erruas e Londrez ma voe graet un degemer c’hwek dezhan. Diwar neuze e voe graet en holl skridou ofisiel evel pa vije pignet war an tron diouzhtu war-lerc’h e dad adalek 1649.
Gant ar Parlamant e voe embannet un heuliad lezennou anvet
kod Clarendon
evit lakaat an
Iliz anglikan
da iliz ofisiel nemeti er vro. Asantin a reas Charlez II da gement-se daoust ma save-en a-du gant an tolerantouriezh. Dindan e ren e c’hoarvezas an
Eil
hag an
Trede Brezel etre Bro-Saoz hag an Izelvroiou
. E 1670 e voe sinet un emglev kuzh,
Feur-emglev Dover
, etre Charlez II hag e genderv, ar roue gall
Loeiz XIV
. Ar roue gall a roe e c’her da skoazellan ar Saozon en Trede Brezel-se gant ma trofe Charlez ouzh ar gatoligiezh en-dro en amzer da zont. Klask a reas Charlez II degas
frankiz relijiel
d’ar gatoliked ha d’ar brotestanted e 1672, met ar Parlamant a nac’has votin an destenn kinniget gantan. E 1679 e tisklerias ar beleg anglikan
Titus Oates
e oa riskl da gaout un "irienn babel", abalamour ma oa katolik breur ar roue. Kement-se a lakaas tabut da sevel er Parlamant etre ar gostezenn Whig a c’houlenne ne c’hallje ket ur c’hatolik mont da roue hag ar gostezenn Tory a oa a-enep ar sonj-se. Charlez II a savas a-du gant an Doried, ha pa voe dizoloet, e 1683,
Irienn Rye House
da lazhan Charlez hag e vreur Jakez, e voe harzet ha lakaet d’ar marv lod eus ar renerien Whig, tra ma voe lod all o vont d’an harlu. Divodet e voe ar Parlamant gant ar roue Charlez II e 1681 ha ren a reas e-unan betek e varv e 1685. Distrein a reas Charlez davet ar gatoligiezh da nozvezh diwezhan e vuhez.
Lesanvet eo bet
Merry Monarch
(ar roue laouen), abalamour d’al laouenidigezh a rene en e lez, war-lerc’h strizhder ren Cromwell. Daoust m’en devoe meur a vugel digant e vestrezed n’en devoe hini ebet digant e bried reizh
Catarina Braganca
. War e lerc’h neuze e pignas e vreur
Jakez
war an tron.