Brezel diabarzh Yemen (2014-breman)

Eus Wikipedia
Brezel diabarzh Yemen d'ar 4 a viz Ebrel 2018
Alc'hwez
  • ??  Renet gant Kuzul Uhel Reveulzier Houthis
  • ??  Renet gant Gouarnamant Hadi ha gant kevredad Arabia Saoudat
  • ??  Renet gant Kuzul Su da C'hortoz
  • ??  Renet gant an Islamourien Ansar al-Sharia , Al-Qaeda el ledenez arab hag ar Stad Islamek
  • Brezel diabarzh Yemen zo ur brezel diabarzh kroget e fin 2014. Pep tu a embann bezan ar gwir gouarnamant yemenat. Harperien lies a gaver a-drenv pep luskad. An nerzhiou Houthi a zo mestr war ker-benn ar vro, Sana'a , kevredet gant nerzhiou leal ar prezidant Ali Abdullah Saleh . Stourm a reont a-enep an nerzhiou leal da c'houarnamant Abdrabbuh Mansur Hadi , staliet en Aden . Al-Qaida el ledenez arab hag ar Stad Islamek o deus tapet ul lodenn eus an tiriad. D'an 21 a viz Meurzh 2015 , goude bezan aloubet Sana'a ha kemeret galloud war ar gouarnamant, Kuzul uhel reveulziel an Houthi a zisklerie an engalvadeg hollek evit skarzhan da vat Hadi hag aloubin al lodenn su eus ar vro.

    An argadenn Houthi, harpet gant nerzhiou lu Saleh, a oa kroget an devezh war-lerc'h gant ur stourmadenn war gouarnamant Lahij. D'ar 25 a viz Meurzh, Lahij a gouezhe hag an Houthi a dizhe bannlev Aden, sez Gouarnamant Hadi. Hadi a dec'he eus ar vro er memes devezh. E 2018 ur c'hevredad renet gant Arabia Saoudat a gemer perzh a-enep ar re Houti dreist-holl dre bombezadennou lies. Stadou-Unanet Amerika a sikour evit ar c'helaouin, memestra gant Bro-C'hall, hag a werzh ivez armou d'ar c'hevredad. Hervez an ABU ha mammennou all etre 2015 ha Kerzu 2017 e oa bet etre 8670 ha 13 600 den lazhet e Yemen, gant e-tro 5200 trevour.

    Kalz broiou o deus kavet abeg en obererezh Arabia Saoudat, dreist-holl ar bombezadennou war an tiriadou trevour.

    Torfedou brezel [ kemman | kemman ar vammenn ]

    Hervez Farea Al-Muslim ez eus bet sevenet torfedou brezel lies e-pad ar brezel garv-se. Ur c'hamp repuidi diabarzh a zo bet tizhet gant ur vombezadeg gant aerlu Arabia Saoudat. Ar re Houthi eus o zu o deus nac'het ma vefe roet sikouriou gant labourerien ar mat. An ABU harpet gant strolladou gwiriou Mab-den a gomz eus torfedou brezel sevenet gant Arabia Saoudat e-pad kampagn ar bombezennin.

    Human Rights Watch (HRW) en deus bet skrivet e oa kampagn bombezennin ar c'hevredad saoudat kroget d'ar 26 a viz Meurzh 2015 , unan "conducted airstrikes in apparent violation of the laws of war, such as the March 30 attack on a displaced persons camp in Mazraq, northern Yemen, that struck a medical facility and a market" . HRW en deus ouzhpennet e oa ar re Houthi oc'h implij "unlawfully deployed forces in densely populated areas and used excessive force against peaceful protesters and journalists" .

    Hervez an HRW c'hoazh, "the United States may have become a party to the conflict, creating obligations under the laws of war" dre ma vez roet harp spian ha dafarin da Arabaia Saoudat. Bro-C'hall ivez a vez o harpan Arabia Saoudat en ur spian ha dafarin ar c'hevredad gant armou [1] .

    Tamalladennou gwerzhiou armou gant stadou zo [ kemman | kemman ar vammenn ]

    Tamallet eo bet Iran da sikour ar re Houti gant Arabia Saoudat hag an SUA , ar pezh a zo bet dianzavet gant ar gouarnamant iranat. Tamallet eo bet kement-se da Norzhkorea ivez. Sikouret eo bet ar gouarnamant yemenat gant an SUA, monarkiezhou al ledenez arabek, ar Rouantelezh-Unanet ha Bro-C'hall o werzhan kalz armou dezhan : bombezennou, misilou, kanoliou, radariou, listri, kirri-nij hag all.

    Notennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]