Wuhan

Eus Wikipedia
Wuhan

Ker-benn provins Hubei eo Wuhan (sineg eeunaet 武?, pinyin W?han Selaou ), e Republik Pobl Sina . Eil brasan ker kreiz ar vro eo goude Chongqing . Poblet eo gant ouzhpenn 11 milion a dud, 8,9 milion diabarzh ker (e 2018).

Emsavadeg Wuhan e 1911 a zegasas d'e heul diskar Tierniezh Qing ha diazezadur Republik Sina .

Un hin istrovanel gleb he deus. Puilh eo ar glav en nevez-amzer hag en hanv en abeg d'an monson . Tomm ha gleb a vez an hanvou, klouar hag a-wechou yen ar goanvou.

Ur c'hroashent-treuzdougen eo Wuhan (hentou, gourhentou hag hentou-houarn). Er bloavezhiou 2000 e oa savet linennou metro, un aerborzh nevez (24 milion treizhad e 2018) hag un ti-gar a c'hall degemer an trenou tizh bras evit mont da Wangzhou , Hong Kong ha Beijing e 4 eur. War ribl ar ster Yangtze eman. 47 milion tonenn fred hag ur milion konteneriou a dremen en he forzh. Stankell an Teir C'hanienn n'eman ket pell, brasan kreizenn dredan ar bed eo e galloudezh nominal.

E miz Genver 2020 e oa lakaet ar ger en dispell abalamour da klenved-red an Novel coronavirus 2019 diwanet eno.

Tud brudet ganet e Wuhan [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Edward Leung (ganet e 1991) stourmer dizalc'hour
  • Li Na (ganet e 1982) c'hoarierez tennis a live etrebroadel

Gevellin [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pennadou kar [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .